Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/328

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
328
notennou diwar-benn ar gelted koz

Kelted, en em ledas a-nebeudou da heul an darempredou ouz an Etrusked, ar C’hresianed hag ar Romaned. Melezouriou arem, kavet e beziou Breizadezed eus oadvez an houarn, a zo e-touez an taoliou-micher lezet ganimp gant an arz keltiek. Kelc’hiek eo ar melezouriou-se, gant eun dournell arem kempennet kaer ; an enebenn anezo a zo kaeraet gant kizelladuriou ar c’hoanta.


KEVRENN II : AR GWISKAMANT


Gwiskamant ar Gelted a zo bet lïes stumm d’ezañ diouz an amzer hag, eun draïg ivez, diouz ar vro. En trede kantved kent H. S. hag e-pad ar c’hantvedou da heul, e veze resis-mat oc’h ober gwiskamant an darnvuia eus ar Gelted an tri fez-mañ : ar bragou, an doneg hag ar vantell.


Ar bragou. — Ar bragou a veze graet anezo e keltieg brakas, unander braka, eur ger a heñvel beza tennet eus ar germaneg. Bragou ar Gelted koz a ziskenne betek o daou ufern-treid [1]. Diouz ar poblou e oa, hep mar, al ledander anezo. Breiziz ha, war an Douar-bras, ar Velged a zouge, evit doare, bragou ledan a-walc’h. Martialis (kenta kantved goude H. S.) a zo meneg gantañ en unan eus e flemmganou eus eur wrac’h « kel ledan ha bragou eur paour Breizad ». E-touez an darnvuia eus Kelted an Douar-bras, kement ha ma c’hellomp merzout diouz skeudennou an Hen-amzer, e oa ar bragou stardet en-dro d’an daou-ufern ha striz a-walc’h, ma c’helled damwelet furm an divesker. Evelse e oa ivez ar stumm anezo en Iwerzon.

Giz ar bragou a voe degaset en Europa, war a greder, gant ar Skuthed, eur bobl a vrezelourien, a vesaerien hag a c’hovien, o komz eur yez heñvel ouz an hen-berseg, hag a dalc’he dindan o beli, er VIIet kantved kent H. S., an darnvuia eus ar brôadou o veva etre ar mor Baltek, an Danuvios izela hag ar mor Du. Eus ar Skuthed e tremenas ar bragou d’o amezeien, Thraked ha Germaned, ha, dre ar re ziweza-mañ, moarvat, e reas ar Gelted anaoudegez gant ar gwis-

  1. Beza a-walc’h o dije eur boblad bennak anezo graet implij a vragou berr. Gwisket eo ar vrezelidi skeudennet war lestr arc’hant Gundestrup (Jutland), keltiek-rik an armou anezo, gant bragou berr ha striz, na ziskennont ket izeloc’h eget an daoulin.