tomm e kibellou prenn pe vaen. E ti Deiotaros, roue Kelted an Azi-Vihana (kenta kantved kent H. S.), ez oa eur c’hibellec’h. E dismantrou kêr Vibrakt (dibenn ar c’henta kantved kent H. S.) ez eus bet kavet diazezou eur c’hibelldi bihan, ennañ tri c’hombod : eur rak-kambr, eur stoufailh, eur geuneudeg ma loje ivez enni ar sklav stag ouz an ti.
En Iwerzon, e-kerz ar pemp kantved kenta eus hon oadvez kristen, edo ar boaz, anat a-walc’h, gant an holl uhelidi da gibellat e kibellou prenn. Bemdez e veze kibellet, diouz an abardaez peurliesa. Pa zegemered eun ostiz, kenta tra a raed e veze aoza d’ezañ eur gibelladenn. Alies, kent kibellat, e veze taolet en dour eur pez houarn ruziet en tan.
Iwerzoniz a oa ganto ivez ar c’hiz, pa savent diouz ar beure, da walc’hi o dremm hag o daouarn. Gant ar baotred hag ar merc’hed eus an noblañs e veze o ivinou skarzet ha krennet aketus. Eur vez e oa tremenet ganto kaout ivinou fank pe grennet fall.
Binviou-ficherez. — Ar binviou-ficherez penna kavet er beziou keltiek eo aotennou, pinsedouigou, kribou, spilhennou bleo, melezouriou e metal lufr.
An aotenn (*altinos pe *altina e keltieg enez-Vreiz) [1] a oa en arem pe houarn ha stummet disheñvel-tre diouz hon aotennou-bremañ. Ober a raed ganti da aotenni an divoc’h hag an elgez hag, ouspenn, da drouc’ha bleo ar c’horf. Kaesar a zezrevell d’eomp edo ar c’hiz gant ar Vrezoned aotenni o c’horf a-bez, o virout hepken o fennad bleo ha kizennadou o baro. Re all, e lec’h aotenni o c’horf, e zisvleve gant pinsedouigou.
Boaz ar melezouriou e metal lufr, dizanav d’ar gosa
- ↑ A c’hellfe beza e vije *altinos pe *altina diwar eur furm gosoc’h ha reisoc’h *artinos, *artina, distresidigez an r en l (ha vice-versa : an l en r) o veza eun darvoud eus ar paota er soniadouriez. Hogen, bez ’ez eus en iwerzoneg eur ger art « maen » a c’houlenn en e ziagent eur stumm hen-geltiek *arta a c’hellje beza dinaouet dioutan *artinos, *artina. An hevelep andon a c’hellje beza d’an izel-latin a ouenn geltiek artavus « kontellig, kanived » ha d’an euskareg artadzi « sizailhou ». Paot a-walc’h e tiskouez beza an amprestadennou diouz ar c’heltieg en euskareg, Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, levrenn V (Gwalarn 86, Genver 1936), p. 12, n. 9. Diwar-benn ar benveg anvet diouz an danvez ma veze graet da genta, kemer kelenn diouz Skêtla Segobrani, levrenn II (Lugus), p. 60, n. 2.