Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/326

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
326
notennou diwar-benn ar gelted koz

a zougent hir hag a-zivilh. Pennou-zo eus ar medalennou hag ar peziou moneiz a zo ganto kizennadou hag eur bouchad hir. Ar pennou Kelted a ra korniou uhela geler-vaen gwinieg Amendola a zoug ar c’hizennadou ha kuchennadou-elgez berr-berr, ar pez a vez anvet gant ar varverien-vremañ « eur bouchig ».


Livadur ar c’horf hag an dremm. — Holl Europiz, anat a-walc’h, a oa ganto ar boaz da liva o c’horf hag o dremm e derou rann-amzer an armou arem (war-dro an XXet kant-ved kent H. S.). Diwar neuze ez a ar c’hiz-se buan da goll ha n’oa ken anezi, moarvat, war an Douar-bras, en oadvez an istor, nemet gant teir foblad nann-keltiek hepken : an Illirianed, an Dhraked hag ar Sarmated. Miret e oa, er c’henta kantved kent H. S., en enez-Vreiz hag ivez marteze en Iwerzon, « An holl Vrezoned », eme Gaesar, « a liv o c’horf gant pastez (glaston), ar pez a ro d’ezo eul liou pers hag o laka euzus da welout en emgannou [1] ».


An naetadurez. — Ar Gelted, da vihana an uhelidi eus ar vro, a oa naet-tre. Ouspenn an evez pemdeziek o devoa ouz o bleo hag o baro, e walc’hent alies o c’horf hag e c’houronkent el lennou hag er stêriou. « Ar Geltibered », eme Diodôros, « a zo eveziek ouz o c’horf ha naet en o doare-beva. » Ammianus Marcellinus, o komz eus Kelted Galia, a lavar : « Holl gwitibunan ez int naet ha prederius ouz o c’horf. Ne weler nikun, paotr pe blac’h, er vro-mañ, a gement a zougfe dilhad fank pe roget, ar pez a weler ken alïes en holl vroiou all ».

Gant alouberez ar Romaned e voe degaset war an Douar-Bras hag en enez Vreiz ar c’hiz d’en em gibella gant dour

  1. Isatis tinctoria al louzawourien eo ar pastez anvet glaston en hen-geltieg. War an Douar-bras, an Agathursed, anezo Thraked moarvat, o veva en uhelvro aourus-tre a anver breman Treuzsilvania, a oa ganto ivez ar c’hiz d’en em liva gant pastez. Kenveria boaz an Arii pe Harii displeget gant Tacitus en e levr diwar-benn ar C’hermaned : en noz e raent o argadadennou-brezel, livet holl o c’horf hag o skouedou e du, Dumézil, Mythes et dieux des Germains, 1939, pp. 80-1. Livadur ar penn, dremm ha bleo, a oa anezan en Iwerzon e derou an amzervez kristen, da zezvarn diouz an taolennadur a vez graet d’eomp eus brezelourien veur o dije bevet er c’houlz-se gant danevellou skourr an Uladed. Gwelout d’Arbois de Jubainville, l’Epopée celtique en Irlande, 1892.