Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/325

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
325
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

ne rae d’ar Gelted gouzañv muioc’h eget an tommder hag ar sec’hed n’oant ket boaz outo. Lazet e voe kalz eus o c’hezeg, a ’n em strinkas ouz gouzifiadou ar Barthed, hag e rankjont neuze kiladenni, en eur gas ganto Crassus yaouank, a oa gloazet. En em denna a rejont war eun dunienn-draez ; staga a rejont o c’hezeg hag e savjont eun doare moger gant o skouedou. » Ar wrez leskidik strinket a-blomm gant an heol da goueza war o fenn, ar c’hompezennou gwastet ha dizour m’en em gannent enno, sked arouezintiou seiz hag aour ar Barthed [1], son kañvaouus o zaboulinou brezel [2], an engroez diniver a dud hag a gezeg ouz o grounna, pep tra a hañvale dont ken-ha-ken d’o mantra ha da ziougana d’ezo ar maro pe ar sklaverez. Nikun, evelkent, eus ar baotred kalonek-se ne wan-galonas hag, o terc’hel penn a bep tu, e kendalc’hjont gant an emgann ken n’o devoe saeziou an enebourien o ledet holl gwitibunan war an dachenn.


Ar bleo. — Ar Gelted a zouge o bleo hir ; ar sklaved hep-ken a oa touz o fenn ; mael « touzet » pe « moal », en iwerzoneg, a dalveze ouspenn kement ha « sklav ».

An uhelidi a lakae evez braz ouz o bleo : o gwalc’hi hag o c’hribat a raent, hag e tastument anezo a-dreñv peurliesa, war gern pe gil o fenn, e doare da zizoloi ez ledan o zal. Dremmou paotred, war ar medalennou, a zo o bleo plañsonet ha rannet e plezadennou bihan a-istribilh en-dro d’o fenn ; hiniennou a zo o fennad bleo diskempenn ha houpet-holl.

E danevellou iwerzonek, dezrevellet enno darvoudou a vije c’hoarvezet war-dro ar c’henta kantved eus hon oadvez kristen, e vez meneg a-wechou eus brezelourien, a ziskenne betek o dargreiz ar pennad bleo anezo, hag heñ « rodellek evel kreoñ eur maout-tourc’h ». E skeudennou an Hen-amzer n’eo ket gwall-hir bleo ar Gelted, dam-verr eo zoken bleo ar « soner hir-gorn » miret e mirdi ar C’hapitol. Evelse emañ ivez ar « vaouez keltiat » eus an hevelep mirdi.


Ar baro. — Eun nebeul Kelted a zouge o baro, nemet berrik a-walc’h peurliesa. An darnvuia anezo a aotenne o divoc’h hag o elgez, o virout hepken ar c’hizennadou-gweuz

  1. Florus.
  2. Justinus.