Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/324

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
324
notennou diwar-benn ar gelted koz

prenn eur savenn, warni eun tour a zek solieradur a harze ouz ar feunteun. Ar spegou taolet a-ziwar lein an tour-se a skôe d’ar maro neb a dostae. War an dro, hep gouzout d’ar Gadurked, Kaesar a rae kleuzia, e-harz ar savenn, hentou dindan douar etrezek ar vammenn. En Uxellodunon, kezeg, chatal, tud zoken, a varve gant ar sec’hed. Hep koll kalon, ar re sichet a zilammas eus kêr meur a wech. Taga a rejont ar Romaned, o kas lakaat an tan war an tour prenn dre ruilha ouz troad ar savenn tonnellou leun a soa, a beg-du hag vleñchou krin entanet. Evit d’ezo c’houita war an holl daoliou-se, ha daoust m’en devoa an diouer a zour lazet eur c’halz anezo, e talc’hjont ken n’o devoe kleuziadennou ar Romaned, o tizout ar vammenn, distrôet ha disec’het anezi. Ouz he gwelet aet souden da hesk, ar Gelted, o kredi d’ezo e oa se eun urz a-berz an doueed, en em zaskoras.

E mezeven 53, ar penn-kadour roman Crassus a gouezas gantañ a-greiz-holl, e gouelec’h ar Siria, armead ar Barthed, anezi gwaregerien war varc’h. Gwaregou ar Barthed, hir ha kreñv, a strinke start-skrijus saeziou hir gouzreinet ma veze treuzet ganto skouedou ha hobregonou ar Romaned. Ar re-mañ war droad, armet gant goafiou-bann ha klezeier, n’oant ket evit tostaat d’o enebourien. Ha termen ne welent d’o foaniou, o veza m’edo gant arme ar Barthed kañvaled sammet a saeziou, e kemere ar varc’heien diouto dre m’o deveze ezomm. Bez’ e oa gant ar Romaned mil marc’heg keltiat, bet degaset eus Galia gant mab Crassus a fizie meurbet enno. War c’hourc’hemenn e dad e kerzas hemañ en o fenn, da gas tizout ar Barthed. Dedennet e voe ganto pell diouz an arme ha kelc’hiet. Neuze e savas eun taer a grogad den-ouz-den a zo bet displeget piz d’eomp gant ar Gresian Ploutarkhos. Ar Barthed, peurc’holôet a skantennou houarn, int hag o jaoed, a oa armet gant gouzifiadou kreñv, a skôent ganto taoliou kriz ouz korfou ar Gelted, hanter-noaz pe armet-skañv. « Ar re-mañ », eme Bloutarkhôs, « a groge gant o daouarn e gouzifiadou ar Barthed hag, o lammat outo a-dro-vriad, e tiskarent anezo a-ziwar o c’hezeg hag, eur wech kouezet d’an douar, n’oant ken evit sevel gant pouez o armou. Meur a hini eus ar varc’heien geltiat-se, o tiskenn diwar o mirc’hed, en em sile dindan re o enebourien hag o zoullgofe gant o c’hlezeier. En ern winta a rae al loened gant ar boan, ouz o flastra dindan o zreid mesk-ha-mesk gant o enebourien, hag e kouezent maro war al lec’h. Hogen, netra