Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/323

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
323
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

kalz da c’houzañv er broiou tomm-grizias hag alïes dizour ha dic’hlasvez a ra tro d’ar mor Kreizdouarek. Kreisteiziz, en o skridou, o deus pouezet war ar si-se, betek ober a-wechou eus ar Gelted korfou gwak ha dinerz na vijent ket evit herzel ouz ar skuizderiou padus. Dislavaret eo an damalladenn-se, gant levriou an Hen-amzer end-eeun, miret enno koun marc’hekadennou sebezus ar Gelted a-dreuz Europa hag an taoliou-kaer a rejont, evel gopr-soudarded, er C’hres, e Sikelia, e Siria hag en Afrika. Ar skoueriou da heul a ziskouez e oa ar Gelted kerkoulz poanierien ha ne vern pe Europiz all en o amzer.

E Galia, en emgann stêr Sambra (e 57 kent H. S.), edo arme ar Gelted, enni troadeien hepken, e spi en eur c’hoad, war lein eur grec’henn, hag en o c’heñver, en tu-hont d’ar stêr, an arme roman war eur grec’henn all. Souden e tifourk ar Gelted eus ar c’hoad hag e redont war-du ar stêr « herrus, eur souez », eme Gaesar, « ma hañvalent beza, war eun dro, er c’hoad, e-kreiz ar stêr ha war hor c’hein. Ken herrus all e voent gwelet o skrimpa hor c’hrec’henn hag o tizailha hor c’hamp hag ar soudarded a oa o sevel an difennou anezañ. » An daouzekvet hag ar seizvet « legio », grounnet ganto, a voe lazet an holl ofiserien anezo hag e oant bet kaset da get anez ma tegouezas an « dekvet ». Daoust da se, e talc’has an emgann meur a eurvez, hep ma tiskouezas e nep doare ar Gelted beza faez.

Dirak mogeriou Gergovia (er bloavez 52) ec’h eilpenn ar Gelted, en eur c’hrogad den-ouz-den, ar seizvet « legio », anezi eur strollad dibabet, pa n’helle dont e-barz da soudarded pe da is-ofiserien nemet ar pep kadarna eus an arme roman ; c’houec’h kantener ha daou-ugent ha seiz kant soudard a gouez maro war an dachenn. En hevelep bloaz, troadeien Verkingetorix, hag i diviet gant hir-c’hortoz ha yun e-pad eur mizvez, en em gann a-hed daou zervez e-harz menez Alesia.

E 51, ar Gadurked, serret gant o zropellou en Uxellodunon, a c’houzañv hep fallgaloni holl grizderiou ar sec’hed. Ar C’hastell anezo a save war eur grec’henn serz e rede eur stêr ouz he zroad. Harzet e voe ar Gadurked gant ar spegou hag ar bouledou-maen stlapet gant ijinou-brezel ar Romaned da ziskenn di da gerc’hat dour. Evit mirout outo en hevelep doare da dostaat ouz ar vammenn a strinke war ar grec’henn e-harz ar mogeriou, e stummas Kaesar gant