Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/322

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
322
notennou diwar-benn ar gelted koz

e-pad ar Vet, ar VIet, hag ar VIIet kantved goude H. S., dre ober o rann eus noblañs an enezenn, o deus, moarvat, buanaet anezi da zisheria.


Skouer ar gened er broiou keltiek. — Prizet-dreist e oa gant ar Gelted eur vent uhel hag eur c’horf kreñv ha kenedus. Verkingetorix a voe dleour, evit eun darn, eus e Ievezon war e genvroiz d’e vent uhel ha d’e neuz-den dispar. E vent uhel, e yaouankiz hag e gened a reas ivez d’ar pengadour roman Kekina (kenta kantved goude H. S.) plega a-grenn dindan e veli ar C’halianed renet gantañ. En emgannou, an uhela ha brava paotred a veze graet anezo ar renkaden genta ha gward-enor ar renerien.

Eur pennad bleo hir melen-aour a veze sellet evel ar priziusa eus an holl ornaduriou. E Galia, ar baotred hag ar merc’hed, ha n’oant ket melegan dre natur, a live o bleo e melen gant dour-raz hag eun doare soavon, anvet sapo, tri seurt anezañ da vihana. En Iwerzon, eun dremm hir-gelc’hiek, bleo melen aour ha rodellek, eur c’hroc’hen gwenn, diouweuz moan ha ruz, daouarn stummet-kaer gant bizied hir ha striz, a dremene gant an holl gwitibunan da anzaveta skouer ar gened ha da sura aroueziou eur gwad uhel.

Da e kaved, en holl vroiou keltiek, rei d’ar yaouankizou anoiou o tiskleria braster, nerz, braventez, gwennder, ha sked. Paotred a veze graet anezo Argiotalos « tal erc’h », Kantos « an hini kann », Neutto « ar skedus », Assedomaros « bras evel eur goaf », Kavaros « ar ramz », Nertomaros « bras dre an nerz », Esunertos [1] « nerzus evel Esus », Urogenonertos « kreñv evel ganadur an ejen-meur », Smertulitanos « ledan evel Smertos ». Merc’hed a anved Vinda « gwenn », Belisama « heñvel ouz ar flamm », Nerta « nerzus », Sagrobena « ar vaouez kreñv », Smertomara « bras evel Smertos », Kassimara « kaer ha bras » pe « bras dre he c’haerder ».


Nerz-korf ar Gelted. — O veza ma tiskennent eus gouennou tud o veva, milvedou a oa, e rannvroiou yen pe glouar Europa, enno koadou ha stêriou e-Ieiz, ar Gelted o deveze

  1. Lavaret o veze e keltieg, moarvat, nertos evit « nerzus » ha nerton evit « nerz ». Ouz Esunertos kenveria an ano krenn-vrezonek Doenerz, Donerz.