Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/321

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
321
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

zivizout feuriou a beoc’h pe a gevredad, int-i eo a daolennjont dreist ar re all, seul-vui ma ’z edo an neuz anezo dizanat d’ezo hag her c’havent iskis-souezus.


Penaos en em gemmeskas ar gouennou-tud disheñvel eus Keltia. — Poblou rak-keltiat Kornog Europa a oa bet d’ezo ivez uhelidi ha rouanez [1] hag e voe, e meur a lec’h moarvat, dimeziou etre an daou rummad renerien, Kelted ha rak-Kelted, ken na zeujont d’en em beurgemmeska d’an diwez. Ar Gelted a ouenn uhel ne erezent ket peurliesa rak an dimeziou gant diavezidi kendere ganto. War-dro 120 kent H. S., eur Geltez eus ar Spagn, merc’h d’eur roue an Oretaned [2], a eureujas gant ar pengadour karthadat Hannibal. E 183 kent H. S., roue ar Vakedonia, Philippos, war-nes staga gant eur brezel ouz ar Romaned, a c’houlennas skoazell ha kevredad ar Vastarned, poblad galloudus ha brezeliat. Meur a zen yaouank eus gwella tiegeziou ar boblad-se a zeuas da lez ar roue hag e lavaras unan anezo rei e c’hoar da bried da vab Philippos. Er c’henta kantved kent H. S., Adobogiona, prinsez a ouenn rouanez Galatia, a eureujas eur Pergamad a renk uhel.

Hevelep dimeziou a c’hoarvezas, moarvat, er c’hevrennou all eus ar bed keltiek, ken ma tisleberas tamm-ha-tamm, da heul an holl gemmeskadou-se, neuz-gouenn an drec’hourien geltiat. Hizio, er broiou ma vez komzet bepred ar yezou keltiek, ez eo bet diverket a grenn gant ar ouenn duard niverusoc’h egeti. A-vec’h ma tiwan c’hoaz a-bell-da-bell, dre unanou amañ hag a-hont, evel dre hir-hererez. En Iwerzon, ar brezeliou diabarz kriz a renas

  1. An eñvor anezo a gaver er mojennou a gonte ar C’hresianed diwar-benn Kuknos « AIarc’h » ha Nanno, roueed al Ligured e Galia, Arganthonios, roue an Dartessed, Gargoris ha Habis. roueed ar Guneted, er Spagn, Antiphates, roue al Lestrugoned, en enez-Vreiz.
  2. Beo hizio c’hoaz o ano en ano-lec’h Nuestra Señora de Oreto. Graet e veze « Germaned (Germani, Germanoi) » anezo. Ac’hano ano o c’hêr-benn gant Ptolemaios : Orêton Germanôn. Eul lezano e oa, emichans. Pe andon d’ezan, n’ouzomp ket. Anezan marteze eun distresadur diwar eun ano-all. Kenveria Germanioi laket d’eur bobl a Bersia e oa o gwir ano Karmanioi (ac’hano Karman, Kerman, Kirman, provins ha kêr e kevrenn gevred Persia), C. Autran, war Babyloniaca, VIII, 1924, p. 148. Eur bobl-all o veva en amezegiez an Oretaned diouz tu ar c’hreisteiz, Mastietani, Bastietani o ano, a zo bet graet ivez anezo Bastarni e skridou-zo eus an Hen-amzer, eun ano hennez bet laket d’ezo marteze gant keltiegerien.