Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/320

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
320
notennou diwar-benn ar gelted koz

etre, bleo ha daoulagad du pe zemzu ; — 2° er Spagn, e Breiz-Veur hag en Iwerzon, tud hirbennek, bleo ha daoulagad du, mentet krenn pe vihan, nemet er penn hanternoz eus enez Vreiz, e-lec’h e kaver tud bleo du, mentet-uhel, peuz-ramzel a-wechou.


A belec’h e teue ha penaos edo kevrennet diouz ar poblou hag ar stadou a vuhez neuziou-tud disheñvel Keltia. — An duarded-se a oa anezo ar pep brasa a-bell eus ar poblou rak-keltiek. En enep, neuz an dud velen, mentet-uhel ha daoulagad glas e oa, gwirheñvel eo, an hini a gaved ar stanka e-touez ar Gelted kosa, da lavarout eo e-touez ar poblou diazezet, en Xet kantved kent H. S., a-hed glann mor an Hanternoz, er gompezenn ec’hon etre ar stêriou Albis ha Rênos. Ar gounidou-brezel bras kaset da benn gant ar poblou-se en dek kantved da heul, an doare souezus m’en em astennas galloud o armou, ar brud a heuilhas o ano a reas d’eun niver meuriadou ha tud all a veur a ouenn disheñvel klask o hevelebekaat ha degemerout ar yez ha darn eus ar giziou hag ar c’hreañsou anezo.

Er c’hantved kenta kent H. S. an holl geltiegerien n’edo ken o stumm hini an dud neuziet melen. A zo kaeroc’h, poblou keltiek a voe n’oa anezo nemet tud disheñvel a-grenn diouz an doare-neuz-se. Evelse e oa, da skouer, ar Silured a stourmas ker start ouz ar Romaned : dre o ment verr, o c’hroc’hen livet, o bleo du ha rodellek, e tegasent da goun d’ar Roman Tacitus eus Ibered ar Spagn. E-touez Kaledoniz, er c’hontrol, e weled kalz a dud vras bleo melen pe ruz zoken.

Er brôadou ma kaved an daou doare-neuz war an dro, hini ar rak-Kelted a dlee beza stank, dreist-holl, e-touez al labourerien-douar, ar vicherourien, ar varc’hadourien, ar soudarded war droad hag ar vevelien war varc’h, e-keit ha ma kaved an niverusa, hep mar, tud neuziet melen evel ar Gelted koz e-touez an uhelidi, a rôe da boblou Keltia o roueed, o renerien-vrezel hag an dibab eus o c’hadourien [1].

O veza m’o devoe Kreisteiziz d’ober gant tud ar stad-se, ken war an dachenn-emgann, ken en emweladennou da

  1. Ar Gelted a vrezelekaas dindan Kaesar ha Labienus er Spagn, en Afrika hag en Azia, anezo ar pep uhela eus o brôadou, a oa hogozik-holl paotred mentek ha kaer-dreist.