Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/319

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
319
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

vrezeliat, oc’h ober anezo skoueriou dispar a gadourien hag a soudarded. Darn anezo a zo kaer-dreist o dremmou, enno skeud an noblañs, ar striv hag an herder [1] ; ar c’horf anezo, skoaziet ledan ha dargreizet moan, a zo eur skouer a nerz hag a vraventez. Re all, en enep, kigennet ha korfet tevoc’h, a zo pounneroc’h en o stumm ; neuziet garo eo ar penn anezo, alies zoken chatalek [2]. An holl skeudennou-se, hag int disheñvel eun draig a-hend-all, a zegas koun eus an dud velegan a vev hizio an deiz c’hoaz, war aodou mor an Hanternoz hag ar mor Baltek. En eun tu emañ, eta, penn-da-benn skrivagnerien ha skeudennerien an Hen-amzer evit pez a sell neuziadur ar Gelted koz.


Neuz-korf ar Gelted hervez furchadennou an amzer-vremañ. — An neuz-den diskleriet ha skeudennet evelse gant an Hen-amzeridi a zo heñvel-tre ouz hini ar ouenn a zo an ano anezi gant an denoniez gouenn hirbennek velegan an Hanternoz (Homo Europaeus eus Lapouge), hag a zo anat dre : 1° he hirbennegez (hirder klopenn he fenn) ; — 2° he dremm hirgelc’hiek ; — 3° he fri moan, kroumm a-wechou ; — 4° liou melen he bleo ; — 5° liou glas he daoulagad ; — 6° he ment uhel [3].

Kement ha ma c’heller merzout diouz ar furchadennou graet er beredou keltiek eus oadvez an armou houarn, eun darn hepken eus poblañs Keltia a vije bet neuziet evelse. Er beziou roueed pe uhelidi, annezet pinvidik, e kaver alies a-walc’h eskern tud kentoc’h uhel ar vent anezo, hir pe hiroc’h klopenn o fenn, ha d’ezo ez veo, moarvat, bleo melen ha daoulagad glas. Heñvel eo, er c’hontrol, neuz-korf an dud beziet dister ouz hini ar bobl a zo o veva hizio er broiou e-lec’h ma reer ar furchadennou-se.

Ar pep brasa-holl eus ar boblañs, her c’hredfed a-walc’h, a oa anezi eta, er c’henta kantved kent H. S. evel en hon amzer : 1° e Galia, e kreizenn Europa hag en Itali-Uhela, tud krennbennek (furmet-krenn klopenn o fenn) ; mentet-

  1. Da skouer, ar penn miret er Mirdi Breizek (British Museum).
  2. Da skouer, penn ar soner hirgorn hag ar C’helt en em laz goude laza e wreg (Mirdi ar C’hapitol).
  3. Arabat ankounac’haat ez eus ouspenn, e-touez an dud melen-vlevek ha glaslagadek o veva en Hanternoz Europa, tud krennbennek ha krenzremmek. E-touez Finned ha Slaved Rusia e vez kavet ivez eun eilouenn korfet-dister, iziliet-moân ha berr he ment.