Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/318

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
318
notennou diwar-benn ar gelted koz

keltiat ; meulet e vez gant ar skrivagnerien c’hresian gwennder o c’hroc’hen hag o ment kenedus hag uhel. Ar c’haerder anezo, ken disheñvel diouz hini merc’hed ar C’hreisteiz, a c’hounezas, hervez, ar Romaned : skeudennet eo alies war ar mogeriou taolennet a gaver e Pompei hag e lec’hiou all merc’hed bleo melen, daoulagad glas, hevelep neuz d’ezo gant merc’hed an Hanternoz, Keltezed pe C’hermanezed. Er c’henta hag en eilved kantved goude H. S., itronezed an uhela tiegeziou eus Roma a live o bleo e melen, da zevreza ar merc’hed keltiat, pe a wiske zoken maoutennou graet gant bleo alaouret o c’hevezerezed. Ar c’hristen Tertullianus (IIet kantved), en e skrid De cultu feminarum, a rebech garo d’ezo ar boazamant-se.

Kelted-zo, hag i mentet-dreist, o devoa saouzanet Kreisteiziz. Strabon a lavar en doa gwelet e ruiou Roma Brezoned yaouank, ne dize ket ar vrasa paotred eus kêr ar penn pe an diouskoaz anezo. Florus, o komz eus ar Gelted a argadas an Itali hag ar C’hres hag eus an aon a save razo, a evesa e tiskouezent, dre o ment dreist-natur, o armou bras-meurbet, hag o c’hadarnded, beza ganet evel a-ratoz evit dispenn an dud ha dismantra ar c’hêriou. En enep, Pausanias (173 goude H. S.) a ziskleri n’en deus kavet netra dreist-ordinal e ment an dud-se a ra ar Gelted anezo kavari « ramzed » [1]. Diwar ment ramzel Kelted a voe e tiwanas, moarvat, e touez ar C’hresianed, mojenn ar ramz Keltos, tad ar ouenn geltiek.


Neuz-korf ar Gelted hervez ar skeudennou anezo. — Kalz a skeudennou Kelted a zo deut betek ennornp diwar dourn ar C’hresianed hag ar Romaned : delwennou [2], kizelladuriou boset-izel, peziou moneiz, medalennou, kameennou. Dibaot eo ar skeudennou merc’hed ; paotred eo a vez skeudennet peurliesa, d’ezo korfou frammet nerzus hag eun aer

  1. Kavaros a zo deut da cauur, cawr, er yezou brezonek. Lavaret e veze cauurvarc’h « marc’h ramzel » evit « kañval » e kerneveg, hag e reer, e kembraeg, cawrfil (mil, loen) eus an olifant. E brezoneg, n’eus ken eus ar ger-se nemet dindan ar stumm keur- en anoiou evel keureug « eog ramzel », kerluz (evit *keurluz) « doare pesk-mor bras ».
  2. Ar brava delwennou o taolenni Kelted a zo anezo adskeudennou e maen-marbr dioc’h delwennou arem savet gant kizellerien Pergam da eñvori an trec’hiou gounezet gant rouanez ar gêr-se, Attalos hag Eumenes, ouz ar Gelted a waste an Azi-Vihana.