Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/317

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



PENNAD XI
————


Neuz-korf ar Gelted koz, o Gwiskamant
hag o Zemz-spered


« Ment ramzel, bleo hir melen-aour, skouedou bras, klezeier hir-divent, kanadennou-brezel en eur redek d’an enebour, youc’hadennou ha korolladennou emgann, strapad armou ha skouedou a stokont diouz eur c’hiz vrôadel, pep tra gant ar Gelted a heñvel heza reizet da hada spont er c’halonou. »

Titus-Livius


KEVRENN I : NEUZ-KORF AR GELTED


Penaos e oa neuziet ar Gelted hervez skridou an Hen-amzer. — En eun tu emañ skrivagnerien an Hen-amzer evit skeudenni ar Gelted koz evel tud ventek, ramzed anezo a-wechou zoken, d’ezo bleo melen-aour (aurea caesaries) ha daoulagad glas. Gwall-disheñvel e oant, eta, diouz an Hellened, an Italianed ha Kreisteiziz all, a veze anezo peurliesa tud vihan ha duarded [1]. Brudet e oa braventez ar merc’hed

  1. Bez ’ez eus bet a-nebeudou, e-touez ar C′hresianed, ar Romaned hag an Ibered, tud melenvlevek pe ruzvlevek ha glaslagadek. Dianav a-grenn n’oa ket zoken an neuz den-se e-touez Libuiz hag Aziadiz. Bez ’ez eus bet ivez, a-skign e-touez duarded berr-vent ar C′hreisteiz, duarded all diwar gouennou mentet-dreist ha korfet-krenv eur souez, evel ma oa bet er ragistorvez gouenn Kro-Magnon (a oa, er XIVet kantved goude H. S., ar rika aspadennou anezi e-touez Gouanched an enezennou Kanari), ha, diwezatoc’h, ar ouenn dinarek (a zo paot-meurbet hizio an dud diwarni e-touez Albaniz, Bosniz, Herzegoviniz ha poblou-all eus ar Balkaniou). Eur fazi eus ar brasa e vefe kredi e oa unneuzietoc’h hag unouennoc’h poblou an Hen-amzer eget ar poblou breman.