kamant ken aes-se. An darnvuia eus ar meuriadou keltiek pe geltaet eus Iwerzon a viras gwiskamant koz Europiz, ma talc’he ennañ eur vrozig verr, o tiskenn betek an daoulin, lec’h ar bragou. Er c’henta kantved kent H. S. ar Romaned, o sellout ar bragou evel gwiskamant brôadel ar Gelted, a rae anezo al lesano a braccati « a zoug bragou ».
An doneg. — Disheñvel e oa toneg ar Gelted diouz hini ar C’hresianed hag ar Romaned dre ma oa d’ezi milginou o c’holoi an diouvrec’h betek an arzourniou. Berroc’h pe-hiroc’h e oa : peurliesa e tize penn-krec’h an diouvorzed ; gwechou all e tiskenne betek kreiz an diouvorzed pe zoken betek an daoulin. Digor e oa eus krec’h d’an traon a-ziaraok, hag e started anezi ouz an dargreiz gant eur gouriz.
Ar vrezelourien skeudennet war lestr arc’hant Gundestrup a zoug tonegou stummet-striz, heñvel a-walc’h ouz hor saeou gloan stamm bremañ ; hiniennou anezo a zo d’ezo milginou hir a diz an arzourn ; re-all o deus milginou berr o lezel an arvrec’h hag eun darn eus ar vrec’h ez noaz.
Ar vantell. — Ar vantell a veze sellet, evit doare, evel eur pez-gwiskamant a gement a bouez, da vihana, hag ar bragou. Dougen a raed anezi a-ispillh a-ziwar an diouskoaz ha stag war ar brennid gant eur spilhen-alc’houez pe veur a hini.
Niver ar seurt spilhennou kavet stank-ha-stank er beredou keltiek a ziskouez anat e veze douget ar vantell gant an holl gwitibunan ; paotred, merc’hed ha bugale.
Bez’ e oa mantilli hañvek, graet gant danvez skañv, ha re c’hoañvek danveziet fetis. Lies meurbet e oa furm ha neuz anezo. Anoiou hiniennou a anavezomp :
1. — Sagon a heñvel beza ano ar vantell-vrezel. E-touez ar Geltibered e oa ar sagon eur vantell deo, graet gant gloan du blevek heñvel ouz bleo gavr.
2. — reno, mantell-foulinenn hirvlevek a c’holôe an diouskoaz hag ar brennid betek begel ar c’hof. Reno a heñvel beza bet an hevelep ger ha *rani, *rano « bleo hir ha garo » e keltieg Breiz-Veur hag Iwerzon, deut bremañ da reun e brezoneg ;
3. — karakalla, mantell graet a veur a damm ;
4. — linna, mantell garrezek ha gwevn boaziet gant Kelted Galia hag ivez, moarvat, en enez Vreiz, pa ’z eo deut ar ger-se da lenn e brezoneg ;