Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/330

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
329
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

5. — laina, mantell graet gant gloan garo meurbet ha hirvlevek ;

6. — kukullus, mantell verr na ziskenne ket izeloc’h eget an diouskoaz, ha stag outi eur penn-kab. Ar bardokukullus e oa hep mar an doare « kukullus » a veze gwisket gant ar varzed ; er c’henta kantved goude H. S. e steued anezi e diou gêr a C’halia : Andematunnon, e bro al Lingoned, ha Mediolanon e bro ar Santoned. Pelloc’h goude e voe hiraet ar « kukullus » a zeuas da veza ar « kougoul », mantell gabellek ar venec’h kristen.

Ano ar vantell vrezel, sagon, a gaver war greder, en anoiou meur a bobl : Tektosaged « ar re a zo golôet gant eur vantell », unan eus teir foblad eus an Azi-Vihana [1] ;

— ar Rigosaged « a zoug mantilli rouanez », meuriad keltiat e servij roue ar Siria, en em vrudas en eun emgamm ouz ar Veded, en tu-hont da stêr Digr, er bloaz 220 kent H. S. ;

— an Agosaged « a zoug mantilli e bleo loened kornek » [2], meuriad keltiek all sujet da roue Pergam er bloaz 218,


An arc‘henadou. — Tri doare arc’henadou da vihana a oa gant ar Gelted :

1. — sandalennou, anvet gallicae gant ar Romaned. Lezel a raent dizolo choug an treid hag e vezent staget gant lerennou. Teo meurbet e oa ar soliou anezo, doubl pe dri-zoubl a-wechou ;

2. — arc’henou-kroc’hen na c’holôent nemet an troad hag a oa heñvel, en o doare, ouz hor c’hofignonou bremañ ;

3. — bouteier-ler laset o c’holei an troad ha penn-traoñ ar c’har. A-wechou e oa outo eun doare geltrezennou heñvel ouz husa ar C’hermaned.

Kinklet kaer e veze an arc’henadou a-wechou ha peurliesa e oant stag ouz ar bragou. An dud izel a gerze alies diarc’hen. Ar vrezelourien skeudennet war geler-vaen ar winieg Amendola a zo diarc’hen an darnvuia anezo, nemet ar pengadour hag eun nebeut brezelidi a zoug eur seurt arc’henad soliet teo, trouc’h-didrouc’h an enebenn anezañ.

Er IIIet kantved kent H. S., ar C’halianed a oa d’ezo bou-

  1. Ruz e oa mantell ar C’halated, hervez Tertullianus, De pallio.
  2. Agos « loen-korn », deut da ag en iwerzoneg.