Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/331

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
331
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

teier-ler teo evit ar goañv hag ar menez. Hannibal, kent treuzi an Alpou, a reas pourveziou anezo evit e soudarded. Bouteier prenn a veze implijet gant kalz a gouerien eus Galia.


An tog. — An tog ne veze ket e-touez ar Gelted stank-holl an implij anezañ evel en hon touez. O bleo a zougent hir ha teo, ar c’habell a oa stag bepred ouz o zoneg pe o mantell hag a c’helled pe ziskenn war ar choug pe sevel war gern ar penn, pa veze gwall-amzer, a aesae d’ezo dioueri togou.

Meur a zoare bonedou ha togou o deus bet, evelato, e gloan, feltr pe ler, nemet n’o anavezomp ket ervat. Menega a heller :

1. — ar boned begek, dierien en araok hag en a-dreñv, gwisket a vetal a-wechou ;

2. — eun doare turuban pe voned diou-gernek uhel a weler gant bageerien Lutetia skeudennet war aoter Tiberius ;

3. — an tog erienet ledan-meurbet douget gant doueezed bis-hanternoz Galia.

Damheñvel eo an holl dogou-se ouz ar re a veze boaziet gant ar pobladou illiriek eus kreiz Europa en oadvez Hallstatt (gwelout ar skeudennou embannet gant A. Bertrand ha S. Reinac’h en o levr Les Celtes dans les vallées du Pô et du Danube).


Gwiskamant ar merc’hed hag ar veleien. — Hervez skeudennou an Hen-amzer, e vije bet gwisket ar maouezed keltiat gant eur sae hir a goueze betek o zreid hag eur vantell, d’ezi milginou hir ha ledan, hag a oa serret war ar brennid gant eur skoulm, eun nozelenn pe eur spilhenn-alc’houez. A-wechou ivez o dije douget eun doare gouel a goueze war o diouskoaz hep kuzat o dremm [1].

  1. A c’hellfe beza e vije bet douget ar gouel gant ar merc’hed perc’hennet hepken. Gwiska ar gouel ha krenna ar bleo (kenveria ar bleo berr a-walc’h a zo gant ar Geltiadez yaouank eus ar C’hapitol lazet gant he fried, anezi marteze eur plac’h nevez-dimezet) a vije bet aroueziou evit anataat d’an holl perc’hennidigez eur vaouez gant eur gwaz. Skignet ledan, etrevrôadel kouls lavarout, eo bet ar c’hiz da ouelia ar plac’h nevez, pa ’z eo gwir hen kaver eus Galia hag Italia da Sina, Korea ha Birmania, Morris Jastrow, Veiling in Ancient Assyria, war Rev. arch. 1921, II, pp. 209-38. Gouelia ar vaouez perc’hennet a zo bet moarvat eur c’hiz deuet da Assiriz (evel kalz a draou-all) eus Azia-Vihana. An Hittited pe Heteaned a oa bet Iezennet garv ha striz ganto an darempredou etre paotred ha merc’hed, Contenau, La Civilisation des Hittites et des Mitanniens, 1934, pp. 173-4. — A c’hellfe beza ouspenn e vije bet ruz gouel ar C’heltezed (kenveria mantell ruz ar C’halated) evel ma oa ruz gouel-eured (flammeum) ar Romanezed hag an Etruskezed, ha ruz ivez gouel-penn ar Skuthez a zo bet diveziet he relegenn e Tchertomlitsk, Krimea ; Minns, Scythians and Greeks, 194 3, p. 161.