Romanaet pe hellenaet eun draig e c’hallfe beza ar gwiskamant-se. Reisoc’h alberz a gemerfed, moarvat, eus gwiskamant ar merc’hed keltiat o sellout ouz an hini a zouge merc’hed ar Jutland en oadvez an arem. Dre ar furchadennou graet e krug Borum-Eshoi eo hen anavezomp. Gloan holl e oa, anezañ eur vroz hir dibleg, eur rokedenn verr ha ledan, outi milginou a leze an arvrec’h ez noaz, hag eur vantell vras. War ar penn eur roued gloan stammet ; en-dro d’an dargeiz, daou c’houriz gloan, unan anezo bevennet kaer ha stag outañ, da boueziou ha da ornaduriou, boulouigou teo [1].
Diwar-benn gwiskamant ar veleien n’eus ganeomp diskleriadur ebet. Evit an drouized, anat a-walc’h e oa ar gwiskamant anezo heñvel ouz hini ar pep all eus an uhelidi, nemet al liou. E Galia, er c’henta kantved goude H. S., an drouized, a drouc’h an uhel-varr sakr, a zo gwisket e gwenn. En Iwerzon, er Vet kantved, an dek drouiz en em unan da stourm ouz sant Patrik a zo ivez gwenn o dilhad.
- ↑ Archedet e oa bet an hini varo en eur c’heler graet gant eur c’hef-dero faoutet ha divouedet ; d’an dourenn givij e tleomp miridigez ar gwiskamantou-se, hag i tregont kantved da vihana. Ar rokedenn verr a veze douget gant an holl verc’hed, dimezet pe get. Gant ar gwragez hepken e veze gwisket ar vroz hir dibleg, aet d’hec’h ober eur gwiad gloan en e bez. Dishenvel a-grenn e oa broz ar plac’hed yaouank. Eur verr-vroz e oa, anezi eun niver kerdenigou stag ouz ar gouriz hag o tapout an daoulin. Ar verr-vroz se, douget hepken gant ar yaouankizou diberc’henn, a hanval beza bet kalz kosoc’h ha skignet ledanoc’h er bed e-pad ar ragistorvez eget ar gouel-eured, pa ’z eo gwir he c’haver betek en Okeania en hon Amzer. En Europa, hec’h anavezer dre ar gavadenn graet e 1921 en Egtved, Jutland : eur veleganez triouac’h bloaz a zo bet diarchedet eno ; douaret e oa bet a-gevret gant aremennou (eur blakenn-c’houriz, diou gelc’henn-vrec’h, eul lagadenn-skouarn), eur grib korn, eur voest enni eur menaoued hag eul lasenn, eur c’helorn rusk tilh. Paket e oa ar plac’h en eur bugen. Prenn-derv e oa an arched. Ar pri melen houarnus, bet degaset ha berniet en-dro d’an arched gant Oadvezidi-an-Arem, en doa miret mat arched hag archedad, Thomsen, Egekistefundet fra Egtved fra den aeldre Bronzealder, war Nordiske Fortidsminder, II, fesk 4, pp. 165-214, 25 skeudenn, Kiobenhavn, 1929. Renta-kont dre ar munud gant Vallois war L’Anthr. 1930, p. 176.