Gwiskamant-dindan. — Beza a-walc’h o dije an uhelidi hag an drouized, e Galia, douget dindan o dilhad gloan eur c’hrez lin ; ar ger latin camisia « roched » a ziskouez beza keltiek ha deut eus ar vro-se. Anez, ne weler ket da betra o dije talvezet al linegou a founne ker stank war douar ar C’halianed, hervez skrivagnerien an Hen-amzer. Lin-holl e veze ivez marteze, e-touez ar Gelted evel e-touez ar C’hermaned, gwiskamantou ar veleien, an diouganerezed hag an hudourien.
Liou ha neuz ar gwiskamantou. — Ar pez a verke renk eun den e oa, evit doare, kentoc’h eget furm e wiskamant, al liou hag an danvez anezañ. Gant ar veleien e veze tonegou ha mantilli gwenn. Ar sklavourien a wiske dilhad-lifreou livet. Kalz a gouerien a zouge bragou foulinenn hag, hep mar ivez, tonegou eus an hevelep danvez. An uhelidi a blije d’ezo peurliesa dilhad livet-flamm ha lirzin. Roudennet ha karrezennet-stank e oa an tonegou hag ar mantilli anezo alïes, evel m’emañ bremañ gwiskamantou Skosiz. An dro-natur-se eus ar Gelted ouz an danveziou dilhad rikamanet he doa laket souezet ar C’hresianed hag ar Romaned. Eun arvest iskis ha pompus e oa d’ezo ar bennrenerien geltiat en o dilhad broudet, marellet a bep seurt ornaduriou gant an aour, an arc’hant, ar pri-gwer, ar goural, al limestra ha kant a liviou all [1].
An emganna en noaz, hag all. — Poblou keltiat a zo edo ar c’hiz ganto diwiska o dilhad, holl pe darn anezo, evit en em ganna. En Itali, en emgann Telamo (225 kent H. S.), ar C’haisated, goprsoudarded kaset di gant ar poblou eus an tu-hont d’an Alpou, en em gannas en noaz-dibourc’h ; Kelted an Itali, er c’hontrol, a viras e-pad an holl emgann o bragou hag o zonegou e danvez skañv. En emgann Kann (217), korn kleiz armead. Hannibal, en em gave e-keñver ar varc’hegiez roman, a oa anezañ marc’hegiez ar C’halianed hag ar Spagnoled. Gwisket e oa ar Spagnoled gant tonegou lin bevennet a limestra ; ar C’halianed a oa noaz o c’horf betek an dargreiz. En Azi-Vihana, en emgann menez Olumpos (189), ar C’halated a ziwiskas o dilhad evit en em ganna,
- ↑ Lennit er seizvet pennad, « an Arz hag an Ijinerez », ar pennadig diwar-benn ar gweadennou (gwiaderez, liverez, brouderez).