Luguadis a respontas ;
« Ar c’huzuliou-se a zo mat da heulia holl gwitibunan : An holl her gwelo.
Hini anezo ne vezo dilezet.
Sevenet e vezint mar bez gallet. »
Diorrôadur ar spered. — E Galia, en Iwerzon hag en enez-Vreiz ivez, moarvat, e heñvel kelennadurez ar yaouankiz beza bet fiziet peurliesa en drouized. Kelennadurez an drouized a oa anezi dreist-holl gwerzennou a ranked deski dindan eñvor ; ugent vloaz e c’helle padout evit ar re a venne dont da zrouized. Dre c’henou hepken e veze rôet ; difennet e oa he lakaat dre skrid, daoust ma rae alies drouized Galia, er c’henta kantved kent H. S., implij eus al lizerennou gresian e diellou an dud pe ar roue.
N’ouzomp ket pelec’h e veze rôet kelennadurez an drouized. E kuz e vije, e-kreiz ar c’hoadou pe e doun ar c’heviou, war a ro d’eomp da gredi eur skrivagner latin. Nemet er c’henta kantved goude H. S. e veve ar skrivagner-se, da lavarout eo d’eur mare m’edo ret d’an drouized, en abeg d’al lezennou garo savet outo gant an impalaered, en em guzat pa gelennent. En eur skrid iwerzonek eus ar Grenn-amzer, e welomp an drouiz Cathbu, tost da Emania, kêrbenn an Uladed, hag en-dro d’ezañ kant a ziskibled gredus o teski digantañ gouiziegez an drouized.
Hervez Kaesar (kenta kantved kent H. S.) e veze heuliet kenteliou drouized Galia gant eun niver tud yaouank kaset daveto gant o zud, pe deut anezo o-unan. Uhelidi e oa anezo ; evelato, ne ro tra da gredi o dije an drouized dinac’het o c’henteliou ouz mibien tud a renk izel pinvidik.
Evit ar werin e oa trawalc’h d’ezo, hep mar, ar gelennadurez a veze rôet en tiegeziou pe el labouradegou, ha n’o doa ken diorrôadur spered nemet an hini a helle da rei ar c’hanaouennou pe an danevellou o redek a rumm da rumm dre an holl vro pe e rann pe rann anezi.
Diorrôadur ar c’horf. — Mar doa diorrôadur ar spered, da vihana evit an uhelidi, ker klok ha ker piz ha ma c’halle beza diouz al lec’h hag an amzer, n’oa ket diorrôadur ar c’horf dilezet kennebeut-all. Evesaet piz e veze na zeuje an diegi pe ar vuhez diroll da zistresa korf an dud yaouank.