Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
126
notennou diwar-benn ar gelted koz

Pennou ar c’hêriadennou a oa en o zi eur gouriz, ma muzulient gantañ, bep a mare, an dud yaouank, hag ar re m’edo an dargreiz anezo teo-dreist, a gleve kroz garo hag a ranke paea eur gopr-dic’haou pounner.

En tu-hont da embregerez an armou, d’ar marc’hegerez, da renerez ar c’harr-brezel, d’ar rederez, d’al lammerez, d’an neuerez, e teske an uheliad hag ar brezeliad dre vicher a bep seurt c’hoariou nerz pe oueskder, e c’hallomp kaout eun damskeud anezo dre ar re a veze boaziet e-touez Iwerzoniz pagan : lamm-brezel an eog, tro ar rod hag ar c’hoari-chase, an taol-nerz war alan, tro an nao den, troiou an evn, ar c’haz, an aval, hag all. Eur pik-lamm sounn e oa lamm an eog, graet gant al lammer a-ziwar e dachou dre nerz e zaou arzell hepken. D’ober tro ar c’hoari-chase e lammed sounn uhel (evel gant lamm an eog), e trôed en-dro da benn an enebour (tro ar rod a oa se), e doare d’en em gavout en eun taol-krenn a-dreñv d’ezañ, gant ar c’hleze noaz war gil e benn. Eun dro-all ouesk hag a nerz, a oa ma krape an den gant fust eur goaf dalc’het sounn ha ma talc’he war e sav, e droad war veg ar goaf.

Bez’ e oa, hep mar ebet, c’hoariou heñvel ouz ar re-se gant Kelted an Douar-bras, hag ivez gant ar C’hermaned, an Illirianed hag an Dhraked.

D’ezo e oa dleourien ar pep gwella eus brezelourien an holl boblou-se eus o nerz hag o skañvder a soueze Kreisteiziz [1]. Ar Gresian Ploutarkhos a gomz eus ment uhel ar Gelted a argadas an Illiri e 182 kent H. S. hag eus an ampartiz dispar a ziskouezent en holl c’hoariou ouesk. An danevellourien roman a zo meneg ganto eus ar roue german Teutoboduos [2] (102 kent H. S.), eur ramz anezañ, e nerz en tu-hont da hini eun den, hag a dremene, en eul lamm, dreist da c’houec’h marc’h kichen-ha-kichen.

  1. War ar gourenou, ar redadegou kirri, hag all, sellout, el levrig XII, ar pennadig diwar-benn « ar c’hoariou ».
  2. Teutobokkos hervez Florus. Keltiek eo an ano-se. Edo, ar c’hiz, e-touez ar C’hermaned, en IIet kantved kent H. S., dougen anoiou keltiek. Kaout a rae d’ezo e oa ar seurt anoiou sevenetoc’h eget o re. An trouz a vrud, a gadarnded hag a c’halloudegez, a heulie c’hoaz ar Gelted, a stage eun nerz dispar ouz kement tra a denne d’ezo, ouz o anoiou-tud evel ouz an traou-all. Ar German, a gemere eun ano keltiek, en em sante uheloc’h a se, hag e kave d’ezañ e oa trec’h dre eno d’e genvroiz o tougen anoiou germanek. An hevelep c’hoant a ra hizio da gement-all a gerent vreizat rei d’o bugale anoiou gallek e lec’h re sent o bro.