Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
ar brezel

rener kenta anezi, Kunodagos (Vet kantved goude H. S.) [1], a zouge ar gouriz aour, a oa bet arouez-karg duged an Impalaerded roman, hag en doa da vanniel an draco « an dragon », da lavaret eo an arouezinti a zouged dirak pennou-brezel Roma da vare an impalaerded.


KEVRENN IV : KRENVLEC’HIOU HA SEZIZOU


Savet o deus ar Gelted kreñvlec’hiou a veur a zoare a zisplegomp amañ warlerc’h :

1) eur c’hleuz (pe foz) hag eur savenn uhel graet gant an douar tennet eus ar c’hleuz ; war lein ar savenn e veze pe eur c’harz-peuliou pe eur c’hae. Hadet e veze warni peurliesa gwez ha gwezigou, evel kelvez hag iliber. Hennez e oa an doare kael anavezeta e-touez Breiziz hag Iwerzoniz ; en Iwerzon e voe dalc’het gantan betek an XIIIet hag an XIVet kantved goude H. S.

2) el lec’hiou ma founne ar mein e saved eur voger sounn gant mein sec’h, da lavaret eo hep raz na pri. Mentet bras e oa ar mein-se a-wechou hag e veze neuze ar voger stumm gant ar re a anver « mogeriou Kuklop ». Ar c’haera kreñvlec’h seurt-se, o chom c’hoaz en e bez, eo an Dun Aengus, a sav en Iwerzon war lein eun tornaod serz dirak ar mor bras divent ; 6 metrad ledander hag eus 6 metrad da 15 metrad uhelder eo ar mogeriou anezañ.

3) eur c’hleuz hag eur voger deo graet gant douar, ouz he harpa en diavaez eur vur sounn savet gant mein mentek, peuz-divrazet, hep pri na raz, nemet strollet ez int bet ha

  1. Kunodagos a zo aet diwezatoc’h da Cunedag ha Cunedda. Eun ano keltiek eo. Nemet, e skridou kembraeg ar Grenn-amzer, e toug tad, tad-koz ha tad-kuñv Kunodagios anoiou roman : Aeternus, Paternus, ha Tacitus. Unan eus mibien Kunodagos, Korotikos e ano, a savas rouestl etrezañ ha sant Padrig ; roet en deus e ano d’eur rann-vro a Vro-Gembre (Keredigion).