Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
notennou diwar-benn ar gelted koz

frammet gant preder. Doare gant ar seurt kaeliou eo ar voger a gelc’hie Noviodunon « Kastell-Nevez » ar Suessioned, a zo bet kavet an dismantrou anezan tost da gêriadenn « Pommiers » (departamant an Aisne).

4) eur voger, ouz hec’h ober eur frammadur start a dreustou bras kenstrollet gant tachou houarn eus a 0,20 da 0,32 hed. Douaret eo ar framm-se en eur savenn pri ha krogailh gwisket an diavaez anezi gant eur vur sounn e mein sec’h. Taolennet piz eo bet an doare kael-se gant Kaesar en e levr Commentarii. Eun niver eus kêriou keltiek Galia a oa seurt mogeriou en-dro d’ezo. Eus a 5 da 7 metrad ez ae dounder ar c’hleuziou hag al ledander anezo eus a 10 da 24 metrad. Eus a 6 da 14 metrad treuz hag eus a 4 da 12 metrad uhelder e veze ar voger. Redek a rae eeun hep pleg na kilbleg na touriou. Warni e veze eur c’harz peuliou pe klouedou oc’h ober garidou (spled). A-wechou eun dôenn blenken a save a-us d’ar garidou da waskedi an difennourien ouz an daredou diouz krec’h [1].

En enez-Vreiz hag en Iwerzon e veze peurliesa ar gourizou-douar kelc’hiek pe hirgelc’hiek, nemet e oa ivez darn anezo karrezek pe hirgarrezek. War an Douar-bras ez eo treset peurvuia ar gourizou ez direiz, diouz stumm an douar hag an difennou-natur, torrodou, geuniou, stêriou, a raed ganto ar gwella ma veze gallet.

Darn eus kêriou kreñv Galia a oa lec’hiet war lein meneziou pe krec’hiou uhel evel Alesia, Gergovia, Uxellodunon. Re all a oa difennet a bep tu gant geuniou, evel Avarikon (Bourges). Re all c’hoaz, evel Lutetia, Metiosedon (Melun), a save war enezennou e-kreiz stêriou.

Hiniennou, e-touez ar c’hreñvlec’hiou keltiek-se savet war an uhel, n’hellent ket beza kemeret dre nerz an armou, zoken gant ar Romaned. Kaesar a c’houitas dirak Gergovia ha ne ginnigas ket zoken kemeret dre arsailh nag Alesia, nag Usellodunon.


Kuziadellou. - En tu-hont d’ar c’hreñvlec’hiou-se, o doa ar Gelted, e-kreiz geuniou ha koadou didreuzus, lec’hiou

  1. Mogeriou-zo a c’hourize eul lec’h ec’hon : re ar c’hrenvlec’h keltiek a weler an dismantrou anezañ e Murcens (departamant al Lot), a gloz 150 hektar ; re Vibrakt 135 ; re Vesontio (Besançon) 133 ; re Alesia 97 ; re Gergovia 70.