Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
notennou diwar-benn ar gelted koz

ha-roman. Dianav d’eomp ar ger keltiek a oa kenster da bagus. E Breiz-Izel, pagus a zo deuet da vrezoneg pou. Er broiou-krec’h, ez eo aet pagus da c’halleg pays, ha tennet eo bet dioutan, da genta, ar ger dinaouet paganus a zo an hena ster anezan « den diwar ar maez, maeziad », ha diwezatoc’h, pa voe aet pagus da pays, ar ger paysan « kouer, koueriad ». Trei poblou Galia ouz an Aviel, ouz ar gristeniez, a oa bet eul labour hir ha tenn en doa goulennet kantvedou (eus ar Ia kantved goude H. S. d’ar VIIet), hag, e-pad meur a gantvloaz (eus ar Ia kantved d’ar Vet), ne voe a gristenien nemet er c’hêriou bras (civitates). Gwirion e chome ar vaezidi da hen-gredennou ar vro. Ac’hano ar c’hemma-ster a c’hoarvezas gant ar ger paganus : eus « maeziad, kouer, koueriad », a oa e genta ster, e teuas da dalvezout « den divadez, nann-kristen », hag ar ster-se a zo chomet stag ouz ar furm c’hallek a vreman : païen « pagan ».

An dud a oa o ziez a-strew dre maeziou ar pagus o doa eul lec’h krenvaet bennak d’en em zastum ha da c’houdori, pa veze brezel. Dunon e oa moarvat ano al lec’h-se e keltieg, arx, castellum e voe e latin.

Ar pouiou e Galia a zo d’ezo peurliesa eun ano tennet eus eur stumm pe stumm eus an douar, stêr peurgetket. Da skouer, en hanternoz Galia, e oa eur pagus Mosavus, eur pagus Viminavus, a zeue d’ezo o anoiou eus ar stêriou anvet Mosa (Meuse eo stumm-breman an ano-se e galleg), Vimina. Stank an hen-geltieg avos (bet latinaet en avus) en anoiou-pouiou. En hevelep kevrenn a C’halia e oa eur pagus Vellavus hag eur pagus Batavus, aet da hollandeg Veluwe ha Betuwe. Avos a zo deuet da vrezoneg ou, o, e Goelou, Goelo, diwar *Vellavos.

Dishenvel an anoiou-pouiou-se, dre izelegez o ster, diouz an anoiou bras, an anoiou a lorc’h pe a vrezel, a veze peurvuia gant ar meuriadou bras : Katuvellauni « ar re galonek-tre en emgann » ; Bituriges « roueed ar bed » pe « ar roueed da virviken ».


KEVRENN II : AR RENEREZ


Ar roueed. — Ne vern pe vras pe vihan e oa ar meuriad, bepred e veze eur roue en e benn. Rix (rigos d’an doare-ano genidik) a veze graet eus « roue » e