- Gwechall ar Vrezoned a sente ouz roueed ; hizio ez int diframmet gant ar c’habalou ha netra ne zigor gwelloc’h hent d’hon domani war ar broadou dishual-se eget o disunaniezou ; a-vec’h ma en em unan, diou pe deir foblad ouz ar c’henenebour ; gant-se pep-hini a stourm e-unan-penn hag an holl a vez trec’het.
(Dioc’h Takitus).
Rannet e oa ar Gelted koz e meuriadou. Teuta, touta, tota [1] a veze graet eus eur meuriad e keltieg koz, hag ac’hane e teu hor ger « tud » hag an iwerzoneg tuath. Bez’ e oa meuriadou a bep ment : ar re vihana n’hellent ket pourchas en tu-hont da seiz kant a vrezelourien. E-skoaz ar meuriadou bihan-se, avat, e oa meuriadou bras (mortuatha en iwerzoneg) a c’helle kas d’ar brezel dek mil, hanter-kant mil a dud, ouspenn a-wechou. Ar meuriadou bras-se, pe bobladou, ne oa anezo nemet meuriadou bihan en em strollet goude unani o banniel ha dibab renerien hag eun ano kevredel. Bez’ e oa eun tregont bennak eus ar meuriadou bras-se, pe bobladou, e-touez Breiziz er c’henta kantved goude H. S. E-mesk Kelted Galia, da vare an impalaer roman Augustus, e nivered tri-ugent anezo, e pep-hini, well-waz, pemp meuriad : unan galloudus-dreist ha pevar sujet da hemañ.
An holl veuriadou, bras ha bihan, a save o niver, e-touez Kelted Galia, damdost da bevar c’hant. En Iwerzon e oa, war-dro daou gant anezo.
Ar c’horn-bro dalc’het hag annezet gant eur meuriad bihan a voe graet anezan pagus e Galia, er marevez kelt-
- ↑ Teuta e oa ar furm gosa, ha tota an nevesa.