Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
ar renerez, al lezennou hag ar gevredigez

keltieg koz [1], ha rigion eus « rouantelez ». Dlead ar roueed e oa ren hervez henvoaziou ar meuriad hag e ranke o beli tremen diouz aliou pennou ar meuriad. Dilennet e vezent gant an noblañs ha diuzet alies, hañval eo, en hevelep tiegez.

O veza ma renent war veuriadou bras pe vihan, e oa, da vihana, daou doare roueed ; 1° Roue eur meuriad bihan, a veze graet anezañ, e keltieg Iwerzon, *rix hep-tra-ken, pe *rix-teutes (diwezatoc’h ri-tuaith). E keltieg an Douar-bras e veze graet anezañ eun ano-all a zo bet trôet gant ar Romaned er ger latin regulus « roueig ». — 2° Roue eur meuriad bras, anvet en Iwerzon *roaireks « penn bras » (diwezatoc’h ruire). Bez’ e oa en Iwerzon pemp *roaireks, pep hini anezo o kaout dindan e veli eur bempvedenn eus an enezenn.


Ar roue meur. — A-us da roueed ar meuriadou bras, e oa, en Iwerzon ha war an Douar-bras, eur roue-meur pe roue-dreist. Anvet e oa ar roue-meur, e keltieg Iwerzon, *rix roairekon « roue ar roueed » (diwezatoc’h ri-ruirech). E keltieg an Douar-bras ar roue-meur a oa anvet, war a greder, biturix « roue ar bed », pe « bepred roue » (semper Augustus, gouez d’ar Romaned).

Kelted an Douar-Bras o deus anavezet, moarvat, an ano hag ar garg-se war-dro ar pempvet hag ar pevare kantved kent H. S. Bez’ e oa marteze en o fenn d’ar mare-se eur galloud uhel unanet a-walc’h, ha se a dalvezas, emichañs, da stabilded o folitikerez a-ziavaez, d’o zrechiou er brezel, ha d’o gounidou-bro a zegouezas da heul. Klevout a reomp ano gant ar skrivagnerien roman eus ar biturix Ambikatus, en em astenn e veli war Geltia a-bez. Dindan e renadur, a reas berz eus ar c’henta gant puilh-dreist e voe an eostou, e kreskas kement poblañs Keltia ma teuas re stank evit beza renet gant eur roue hepken ha ma voe an douarou gounezet re nebeut anezo evit he beva. Ambikatus, deut war an oad ha c’hoant d’ezañ da zizamma e rouantelez diouz an dreist-niver-se a dud, a fizias en e zaou ni, mibien

  1. Aet eo rix da ri e brezoneg koz. Ar ger-se a gaver hizio c’hoaz en anoiou-badez evel Riek (a vije bet Rigakos e keltieg). Ar geriou-all da lavaret « penn » pe « rener », er yezou brezonek, roue (kerneveg ruy, ruif, kembraeg rhwyf), tiern, ha brientin (kembraeg brenin) e oa e keltieg rêmos (liester rêmi « ar re genta », « primi » e latin, ano diou boblad keltiek, unan e Galia, eben e Breiz-Veur), rigernos, ha brigantinos ar furmou anezo.