Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
notennou diwar-benn ar gelted koz

e c’hoar, paotred yaouank ha hêr, o blenia war-du broiou nevez. Tri c’hant mil a dud a yeas kuit war o lerc’h. Darn anezo, gant Belovêsos, a aloubas Italia ; darn-all gant Segovêsos, goude ober o hent en Illiria war gorfou maro ar vroidi trec’het, a ziazezas e Pannonia [1].


Pinvidigez ha galloud ar roueed. — Miret eo bet d’eomp gant an istorourien gresian ha roman ano ar roueed keltiat a zo savet a-bell dreist d’ar roueed-all, o c’hemprediz, dre o finvidigez hag o galloud. E-touez Kelted Galia e venegont ano :

Luernios, roue an Arverned, en IIvet kantved kent H. S., a zarnaoue brokus an aour d’ar varzed, a rae kelc’hia gant kaeliou eun dachennad, d’ezi en tu-hont da ziou leo tro, a vernie warni bevañs ha beoliou leun a win, a chufere hag a vier, hag a roe d’ar bobl banveziou a bade meur a zervez ;

Bituitos, mab Luernios : ne oa ket hepken roue an Arverned, e veli en em astenne war Galia a-bez : sentet e veze outañ eus ar Mor-Bras hag ar Pireneou betek ar Rênos. Daou gant mil a dud ha bagadou diniver a gon-emgann a gerze dindan e aroueziou-brezel ;

Dêvikiakos, roue ar Suessioned, e derou ar c’henta kantved kent H. S. Holl boblou ar Belgion (kevrenn hanternoz Galia) a sente outañ hag, ouspenn-se, darn eus poblou enez-Vreiz. E warlerc’hiad Galba, daoust n’en doa ket piaouet, d’e heul, e holl c’halloudegez, a voe dibabet gant ar Velged da benrener-brezel a-enep Kaesar e 57 kent H. S. [2] ;

  1. Belovesos a dalv, war a greder, « a oar laza », ha Segovesos « a oar trec’hi ».
  2. Nemet distreset e vije bet Luernios gant skrivagnerien ar C’hreisteiz, ne dalv ket an ano-se « Louarn » evel ma ’z eo bet lavaret ken alïes. Ar brezoneg-breman louarn a oa *loverno ar stumm anezan e keltieg koz, hag ar furm-se a gaver en ano-lec’h Loverniako « Louarneg », aet da Louverny e galleg. — Bituitos a zo dinaouet eus bitus « bepred » ha « bed » (« an hini peurbadus » dre ma krede ar Gelted e peurbadelez ar bed). Diwar-benn bitus hag an anoiou tennet dioutan, lenn D’Arbois, Noms gaulois. — Dêvikiakos a zo diwar dêvo « doue ». Galba a dalv « kuilh, lart ». — Izeloc’hik en danevell, Kassivellaunos a zo ennan daou c’her a gaver stank en anoiou-tud hen-geltiek. Evit kassi, kenveria : 1° an anoiou-pobl Sukasses (meuriadig o veva en eun draonienn eus Pireneou ar Reter), Trikasses (Troyes), Durokasses (Dreux), Vidukasses (Vieux), Bodiokasses (Bayeux), Veliokasses (Roan-vor) ; 2° kassano, aet da chêne e galleg ; 3° an iwerzoneg caisse, caise « karantez, bri- » a c’houlenn en e ziagent eur furm hen-geltiek *kassia ; an ano-gwan-doarea cais « kaer, neuziet-mat, kempenn » eur furm *kassis. Evit vellauno, kenveria ar brezoneg gwell, diwar *vello.