c’hovien, teuzerien arem ha prigwererien, a zo alies gwall-striz o ment. Hogen, en eur rann-gêr all a Vibrakt ez eus kavet diazezou tïez bras, enno kalz a gambrou. Savet diouz tres an tiez roman ha diouz doare sevel savaduriou ar Romaned gant mein, brikennou ha pri-raz, e talvezent da dïez-annez d’an uhelidi.
Tiez ar Gelted dindan aotrouniez ar Romaned. — An dud paoura hepken, ma vire outo o dienez da heulia giziou koustus degaset a bell-vro, a zalc’has d’an tiez prenn ha pri diouz stumm an amzer goz. Ar peb all eus ar bobl, avat, a zegemeras a-nebeudou doare-tïez ar Romaned gant an holl stummou anezo : domus ; villa rustica, urbana, pseudo-urbana.
Evit ar vent hag al lorc’h e c’helle tïez ar C’halianed hag ar Vrezoned pinvidik mont a-heligenta ouz re an Itali. Bez’ e kaved enno, peurvuia, meur a borz-diabarz hag eun niver kambrou, saliou-degemer, saliou-kibella, kambrou-gweleou, pondaleziou, hag all, kaeraet gant kolonennou, delwennou, taolennou livet, leuriou marellet. En abeg da demz-amzer yen Keltia e vezent tommet er goañv gant forniezou dindan al leurenn bavezet, ma save ar gor diouto en holl gombodou dre brikennou kleuz a-stok ouz ar muriou.
Teol e vez peurliesa tôenn an tïez e kreisteiz enez-Vreiz ; war-du an hanternoz e raed kentoc’h gant mein-sklent. Kalz a dïez e kêr Virokonion a oa golôet a daolennou maen-krag laonennaouek ha skantennaouek eus ar vro, a rae d’ezo, moarvat, steredenni ouz bannou an heol. Gwerennet e veze alies prenestrou an tïez e kêriou Breiz-Veur d’ar c’houlz-se [1].
Kig. — Dibri a rae ar Gelted kalz a gig bervet, pe poazet ouz ar ber. Kenta magadur an holl vrôadou keltiek ez oa kig-moc’h fresk pe sall. D’an eil e teue kig ejen ha kig maout. En Iwerzon e lazed an ejened gant eun taol goaf.
- ↑ Thomas Wright, the Celt, the Roman and the Saxon, pempet mouladur, London, 1892, p. 205.