Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/308

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
308
notennou diwar-benn ar gelted koz

Jiboez a zebred ivez dre galz. Ar pep prizeta, war a heñvel, ez oa ar c’haro, an demm, ar yourc’h, ar broc’h, ar c’had, ar c’hilhog gouez. War glann ar mor hag ar stêriou e tebred ivez kalz a besked. Ar gouennou pesked gwella-deut gant ar c’hlannidi ez oa, hervez, an dluz (erkos en Iwerzon), an eog (esox, ankorakos, e Galia, orkos en Iwerzon) hag an toun. Ne raed ket fae war ar glesker, e Galia da vihana. Eur pladad glesker a zo bet kavet en eur bez keltiat. Ar rener douaret e bez ar Gorge Meillet a oa gantañ pladou, warno eskern yer ha moc’h ha plusk viou. Eskern moc’h-gouez hag ejen a zo bet kavet e beziou all.

Tud a zo a ziouere diwar berziou a gredenn eur seurt pe seurt kig. Er c’henta kantved kent H. S. ne zebre Breiziz na yer, na gwazi, na gedon ; en IIIet kantved goude H. S., Kaledoniz hag ar Veated ne bakent ket evit o dibri ar pesked o paota en o lennou hag en o stêriou. En eil kantved goude H. S. Galated Pessinont a ziouere kig-moc’h. Difennet ez oa ouz ar c’hadour Setantios, lesanvet « Ki Kulann », dibri kig ki. Berzet ez oa, moarvat, kig marc’h da Gelted bro-Spagn ha Galia : e 133 kent H. S., p’edont kelc’hiet gant ar Romaned ha kouezet er grisa dienez, Kelted Numantia a voe gwell ganto dibri korfou o c’henvrezelourien lazet eget teurel o dourn ouz o c’hezeg ; e 52 Verkingetorix, war-nes beza grounnet e armead en Alesia, a gas kuit e holl varc’hegiez, o dije, koulskoude, ar c’hezeg anezi pourvezet eur bevañs talvoudus d’e soudarded.


Viou ha laez. — Eur bras a lec’h a veze er bouedou d’ar viou, d’al laez (livriz pe gaouledet), d’an amann ha d’ar c’heuz. Kalet-poaz e veze debret ar viou alies, da vihana en Iwerzon, hag ar re brizeta, er vro-se, ez oa viou gwazi. Hervez Plinius, diouz ma raent pe ne raent ket gant amann, e vije bet digemmet, e-touez ar C’halianed, etre pinvidien ha paourien. Evit ar c’heuz, anavezet ez oa gant ar pep muia eus Kelted an douar-bras a lakae d’hen oberia pe laez buoc’h, pe laez danvadez pe c’havr. En eneb, en enez-Vreiz, meur a veuriad, ha d’ezo eur builhentez a laez, ne raent ket a geuz dre ziouiziegez.


Yod ha bara. — Ar greun a zebred pe en o fez ha kra-