Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/309

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
309
an tiegez, an ti, ar vevidigez

zet [1], pe malet e bleud. Ar bleud a yae d’ober bara (*baragos) ha, dreist-holl, yod pa ziskouez ar Gelted beza bet debrerien vras a yod. Meneg a zo gant ar Gresian Ploutarkhos eus ar pouthouarniadou yod a gase ganto maouezed keltiat an Azi-Vihana pa ’z aent d’o devez-kouronka gant o bugale. Er IVet kantved, ar Pannoniad sant Jerom, en eur skrid garo, a ra eus e eneber, eun Iwerzoniad diskibl d’an disivouder breizat Morigenos (Pelagus), « eur sot-nay, pounneraet dre yod Skosiz ».

Hervez ar beajour Poseidonios e tebre ar Gelted nebeut a vara. N’oa tamm disheñvel o bara diouz an hini a rae, hir-gantvedou a oa, poblou an Europ : eun doare-c’houistoc’h ez oa, hag int pounner ha fetis, a boazed war vein plaen goret. Er stumm-se eo e raed bara en enez-Vreiz, c’hoaz er c’henta kantved kent H. S. D’ar mare-se koulskoude, o doa ar Gelted ijinet diou wellaenn er baraerez : 1) e raent gant tamouezennou reun-marc’h da zivrena bleud ; 2) e lakaent goell bïer da c’hoi toaz ; evel-se e raed ivez er Spagn.

Ar bara skañv-se a voe bepred anezañ, moarvat, e Galia hag er Spagn, eun dra a lorc’h na weled nemet war daol ar binvidien. Er VIet kantved goude H. S. ne anaveze kouerien C’halia bara estr eget c’houistoc’h fetis ar Re-goz. Ar bara dic’hoell, warnañ, diouz eun tu, skeudenn ar rod-heol hag ar groaz, ha soubet an toaz anezañ en druzoni pe el laez, a oa ivez, d’an hevelep mare, hag a vanas a-hed an holl Grenn-amzer, ar bara n’oa nemetañ a gement a anavezed e Breiz-Veur hag en Iwerzon. Baraennou ar Gelted a oa d’ezo lies furm : rod, kurunenn, kreskenn, kerniel, hag all.


Louzeier-kegin ha frouez. — Hag i debrerien vras a gig hag a yod, ne zebre ar Gelted, war a heñvel, nemet nebeut a louzeier. Ar re baoura anezo hepmuiken, pa n’o deveze ken da zibri, a chaoke diouz skouer al loened-chatal, gwriziou ha deliou glas. Prizetoc’h en o zouez ez oa ar frouez, moarvat. Da vare Galisa dizalc’h ez ae ganto peurvuia ar frouez a daole drezo o-unan, kuit a evezerez mab-den, ar c’hoadou hag an douarou all dic’hounid : aval, kraoñ,

  1. Diwar an dibri pemdeziek eus edennou en o fez ha krazet e teu uzadur an dent a verzer e relegou ar Gelted koz, zoken e relegou tud yaouank. Cf. Doktor Hamy, Les Premiers Gaulois, in Anthropologie, 1906, p. 18 ; 1907, p. 133.