Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/310

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
310
notennou diwar-benn ar gelted koz

kraoñ-kelvez, mouar, flamboez, sivi, irin glas, hiliber, kistin, magl, hag all.


Died. — Ouspenn dour ha laez, ez ae da zied gant ar Gelted, dreist-holl dour-mel, bïer ha gwin.

An dour-mel, anezañ eun died vezvus graet a zour hag a vel, a heñvel beza bet d’ar Gelted eun evadur lipous ma rae gantañ an uhelidi. En Iwerzon, d’hel lakaat saourekoc’h moarvat, e vesked ennañ kraoñ-kelvez. Medus (deut da mez e krenn-vrezoneg) a raed anezañ e pep lec’h. Eus an ano-se ez oa bet tennet ar ger-doarea meduos, medua, a zistagomp bremañ mezv, mezo. Ano ar « mez » a gaver e meur a ano paotr pe blac’h en henved keltiek : Medugenos « mab an dour-mel », eur C’helt a Vro-Spagn dindan aotrouniez Roma, Medussa, eur Geltez a Vro-Itali en hevelep mare. E Galia, Meduna eo ano eun doueez ; en Iwerzon, Medulos eo ano unan eus paotred-karr an doue Lugus.

Bïer eo a oa died bemdez ar Gelted a bep renk. Kement a zoareou anezañ a oa hag a edou. Kourmi, hervez hiniennou, ez oa ano ar bier-heiz, ar prizeta hini. Deut eo ar ger-se da cuirm en iwerzoneg [1], cwrf e kembraeg, coref, coruf e kerneveg. Kervesu, ano eur bïer all, degemeret er yez romanek, a zo bremañ e galleg « cervoise ». Kelea, kelia, keria a rae Spagniz eus o bïer. Brake a raed, e Galia hag en Iwerzon, eus an heiz friket hag aozet d’ober bïer ; ac’hano Brakiaka, ano doue ar bïer e Breiz-Veur. Eun niver poblou, sujet pe druajet d’ar Gelted e diabarz harzou an impalaerded keltiek, a oa bïer o died voas ; dindan an ano a sabaion, sabaia ez oa died vrôadel Pannoniz, ha dindan an ano a bruton, bruza hini an Dhraked hag ar Phrugianed.

Abred, a-walc’h e voe anavezet ar gwin gant ar Gelted oc’h ober evel gopr-soudarded er broiou en-dro d’ar mor Kreizdouarek. E Galia, er c’henta kantved kent H. S. ez oa anezañ eun evadur enbrôet n’helle nemet ar binvidïen her prena. Ar planta gwiniennou dre galz er vro-se a dennas, moarvat, da astenn ar boaz anezañ [2]. Koulskoude, er IVet kantved goude H. S., edo kevezet c’hoaz ar gwin gant ar

  1. Skridou iwerzonek ar Grenn-amzer a ra meneg eus doareou bïer a veur a liou : ruz evel ar gwin, melen, gell.
  2. Sellout ouz ar pennad a bouez bras embannet gant Vendryes war ar Rev. celt. 1920-1, pp. 19-24 diwar-benn Les Vins de Gaule en Irlande.