Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/311

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
311
an tiegez, an ti, ar vevidigez

bïer e Lutetia, hanternoz Galia. An impalaer Julian, a vevas er gêrig-se eus 356 da 360, a zo deut d’eomp diwar e lerc’h eur flemmgan ma c’hrozmol fentus ennañ ouz « ar c’houero a evaj a denn ar Gelted eus an tañvouezennou ». Kavet ez eus en hon amzer eur voutailh-soudard pri eus ar marevez roman, enskrivet warni e briz-latin ar geriou-mañ : Ospita, reple lagorta cervisia « tavarnourez, leugn ar voutailh a vïer ». Trôellou-neza eus an hevelep rann-amzer ha kavet en hevelep bro a zo warno an enskrivadur-mañ hanter-geltiek hanter-latin : Nata vimpi curmi da « plac’h koant, disken bïer da eva ».

N’eus skrid ebet o testenia o dije graet ar Gelted, e mare o frankiz, gant evaduriou diwar frouez, evel avalou, per, hiliber, hag all. Hogen, e c’houzomp ez oa darn eus an evaduriou-se anavezet gant ar Rak-Kelted, hag e voe anavezet darn-all er marevez kelt-ha-roman.


Temziou-boued. — Ar re benna anezo a oa : 1) an holen, ma raed gantañ da salla kig-moc’h ; 2) ar gwinegr hag ar c’houmin. Gant hemañ ar Gelted war glann ar mor-Bras hag ar mor Kreizdouarek a demze ar pesked a grazed en tan ; her meska gant ar bïer-heiz a raed ivez a-wechou ; 3) amann ha bloneg. Gant amann ha bloneg-moc’h e raed evel Kreisteiziz gant eol ; 4) mel. Ar mel ivez a dalveze da veur a dra. Ar Geltibered her c’hemmeske gant ar gwin, hag Iwerzoniz gant al laez hag ar bïer a event. En Iwerzon e veze debret, e-lec’h holen, gant kig ha pesked ; mezet e veze e toaz eur seurt bara lorc’hus hag er yod gwiniz d’ober anezañ eul lip-e-bao.


Predou. — Strabon a daolenn d’eomp ar Gelted azezet e-giz kemenerien war grec’hin koun pe vleizi en-dro da gaoteriadou kig. Poseidonios en deus taolennet an doare ma kemerent o fredou er mare ma weladennas o bro. Azeza a rae ar genbrederien war foenn pe golo en-dro da daoliou izel-izel a garged a gig hag a vara. Kinniget kempenn e veze ar c’hig, war bladou pri pe brenn e ti ar beorien, war bladou kouevr pe arc’hant e ti ar binvidien. Ne rae ket ar brederien gant loaiou ha fourchetennou : « Pa veze aozet an daol, e tibabe pep-hini eun ezel-loen bennak en e bez, ha kregi ennañ gant e zaou zorn hag e zibri dre zanta en e greiz, ma ’z pije lavaret loened o preja. » Mar doa an tamm re galet, e