Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/312

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
312
notennou diwar-benn ar gelted koz

veze dibeziet gant eur gontellig m’oa stag ar gouhin anezi ouz feur ar c’hleze. Eva a raed bep tro-ha-tro en eul lestr pri pe arc’hant. Treuzkaset en-dro e veze gant eur mevel eus an tu kleiz d’an tu dehou. Nebeut a eved bep gwech, stank avat e veze an taoladou. Krennarded ha krennardezed, hag alies bugale, a veze oc’h ober war-dro an taoliou.

Da zibenn ar pred en em zihuede ar gengouvidi dre c’houren etrezo, hep en em gregi a-dro-vriad. Betek en em c’hloaza ez aent a-wechou evelato, hag en em laza o dije graet panevet d’ar sellerien disranna anezo.

Er banveziou bras ha lorc’hus ez oa krenn an taoliou ma rae ar vanvezerien eur c’helc’h en-dro d’ezo. D’an hini uhela dre e gadarnded, e c’hanedigez pe e zanvez, ez oa dleet al lec’h-kreiz. En e gichen e teue da azeza penn an tiegez ha, lerc’h-ouz-lerc’h, pep-unan eus ar gouvidi diouz o brud hag o stad. A-dreñv d’ezo e rae an dougerien skouedou ha goafiou eun eil hag eun trede kelc’h kengreizennek d’an hini kenta. Prederiet ha bevet e vezent evel o mistri. P’en em gave eur roue e-touez ar gengouvidi, ne stage den da zibri ken na vije bet gwelet o tañva unan pe unan eus ar meuziou war an daol.

« Gwechall », a lavar ouspenn Poseidonios, « pa veze bet rôet d’ar gouvidi, en eur banvez, diouhar a-dreñv eul loen bennak, e rae ar gwella kadour e rann eus ar vorzed ha, ma teue unan e dael gantañ diwar-benn an tamm-se, e save emgann etre an daelour hag heñ ken na vije lazet an eil pe egile ». Ar boaz-se kollet e Galia e derou ar c’henta kantved kent H. S., a oa anezañ c’hoaz, heñvel eo, en Iwerzon er c’henta kantved goude H. S. Caurat mir « tamm ar c’heur » (kavaros) [1] a raed a se. E kembraeg e veze graet kynrann « kentrann » eus ar gwella tamm rôet d’ar gwella kadour (Rev. celt. 1913, p. 376).

Banveziou, bet rôet gant roueed kelt an douar-bras, a oa deut da veza brudet en Hen-amzer. E Galia, roue an Arverned, Luernios, en doa lakaet kloza gant peuliou-prenn eur

  1. Kavaros « ramz » ha « kadour-meur » a zo deut da caur en iwerzoneg, cawr e kembraeg, keur e brezoneg. Ar ster a « ramz » a zo bet trec’h d’egile e kerneveg hag e brezoneg : keureug « eur seurt eog », kerluz (evit keurluz) « eur seurt pesk-mor » e brezoneg ; keurvarc’h « kañval », keurvil « olifant » e kerneveg. Kavaros, aet da keur e brezoneg, n’en deus mann d’ober gant ano sant Kaourantin a zo diwar eun hen-geltieg Kobrantino.