Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/313

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
313
an tiegez, an ti, ar vevidigez

garrezennad douar, eun hanter-leo hed da bep tu d’ezi. Er c’hloziad ec’hon-se en doa daspugnet a bep doare bouedou ha pentoniou leun a evaduriou blazet-mat. A-hed meur a zervez mevelien a rôas da breja eno da nep piou bennak a zegoueze. En Azia-Vihana, eur Galatiad pinvidik, Ariamnes, en doa embannet e predje a-hed bloaz e holl genvroiz. Lakaat a eure sevel a bep tu, nes an hentou, tinellou prenn ha raoskl ec’hon a-walc’h da rei bod pep-hini anezo da bevar c’hant a gouvidi. Degaset e voe eno bleud e-leiz, tonelladou gwin ha kaoteriou arem mentek, da geginerien da boaza en dour bras bemdez ejened, moc’h, meot ha loened all, a-vern. Kement Galatiad a zeue eus ar maeziou pe eus ar c’hêriou a gave eno ar gwella degemer a-berz ar vevelien. An diavaezidi o tremen zoken a veze pedet d’ar banvez, ne vern a be vro e vijent.


Al lontegez hag an dilontegez. — Gwasa ’zo ec’h eve ar Gelted, re alïes, bïer, dour-mel ha gwin betek peurvezvi. D’ar gwall-dech-se, ha n’oa ket stankoc’h ganto eget gant ar C’hermaned, ar Skuthed, an Illirianed, ha zoken an Ibered [1], e tleas ar Gelted hag o c’henvrezelerien meur a zrouziwez drastus. En enez ar Sikeled, e-pad ar brezel kenta etre Roma ha Karthada, e kollas Karthadiz, kenvrezelerien ar Gelted, dre lontegez ar re-mañ, ugent mil a dud ha tri-ugent olifant-emgann. « Toui a ra Kelted Galia », eme ar Siriad Ammianus Marcellinus, « ne sav diwar dour mesket er gwin nemet kontamm » ; hag e stag : « Mezo e vez dalc’hmat eur c’halz tud eus ar werin na reont nemet kantren tu-mañ tu-hont, hag i peurgollet o fenn ganto. »

An dilontegez he deus bet dalc’herien d’he harpa e-touez ar Gelted koz. Ar rouanez Boudikka, er c’henta kantved eus hon oadvez kristen, a veul dilontegez ar Vrezoned leal da c’hiziou o zadou-koz ha na evont nemet dour. E Galia, da vare Kaesar, da lavarout eo eur c’hantved abretoc’h, e tifenne

  1. Brudet ez eo, ez reiz, ar Spagnoled-vremañ evit o dilontegez. Beza a-walc’h e vije bet an Ibered wechall disheñvel diouto er c’heñver-se. Plato en e skrid-studi de Legibus a zeu gantañ eur rollad eus ar brôadou brezelglar (polemika) boazet d’en em vezvi, hag a ra meneg eus an Ibered a-gevret gant ar Skuthed, ar Bersed, Karthadiz, ar Gelted hag an Dhraked. Da c’houzout eo ivez a be Ibered e komz Plato, rak m’edo o kenveva er Spagn gwechall meur ouenn-dud, spered ha boaziou disheñvel da bep-hini.