Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 64
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944 (p. 429-435)
AN ANOIOU-LEC’HIOU
Teir c’hevrennad a hellomp ober eus an anoiou-poblou, anat a-walc’h an dalvoudegez anezo :
1° An anoigu brezelek : Katuriges « rouane an emgann », eur boblad a zalc’he odeou menez Matrona, en Alpou ; Veragri « al lazerien vras », eur boblad all o terc’hel traonienn Poennina ; Petrukorii « ar peder armead » (Galia).
2° An anoiou o verka doareou mat an ene pe ar c’horf, uhelder ha hended ar ouenn, ar renk ; Kaleti « ar re galet » (Galia), Kavari « ar ramzed » (Galia), Aedui « ar re danek » (Galia, Breiz-Veur), Katuvellauni « ar re galonek en emgann » (Galia, Breiz-Veur), Brigantes « ar vrientinien, an dud-jentil » (Breiz-Veur), Senones « ar re goz » (Itali, Galia, Breiz-Veur), Rêmi « ar re genta » (Galia, Breiz-Veur), Bituriges « rouane ar bed » (Galia).
3° An anoiou-poblou diwar lec’hiou : Arevaki, poblad eus ar Spagn anvet evelse diouz stêr Areva ; Ambisontii, meuriad keltiat pe geltaet eus an Norikon o chom war riblou stêr Isontia ; Erkuniates, poblad eus ar Bannonia graet anezi an ano-se, moarvat, diouz he bro c’henidik, an Erkunia. En eur rummad gant an anoiou-se e c’heller lakaat ivez anoiou evel : Allobroges « an diavezidi », eur bobl deut eus an Hanternoz a aloubas ar vro douret gant an Isara e rann gevret Galia ; Kombroges « ar genvroiz », ano kemeret er VIet kantved goude H. S. gant darn eus meuriadou Enez-Vreiz.
Anoiou zo a oa, hervez gwelet, lez-anoiou dismegansus bet rôet, hep mar, gant amezeien hag enebourien. Eur boblad a Vreiz-Veur a oa hec’h ano Ankaletti « ar re laosk ». Unan all, eus kornog ar Spagn, a veze graet anezi Praesamarki a dalv, war a greder, kement ha « lonkerien evel mirc’hed ».
Anoiou all a zo diveret, evit doare, eus geriou hag a dalveze da envel gwez pe loened. Brannovikes ha Lemovikes, anoiou diou boblad a C’halia, a heñvel talvout, an eil « brezelidi ar vran », egile « brezelidi ar c’haro » pe « an evlec’h ». Eburones, ano eur boblad eus hanternoz Galia, a heñvel beza dedarzet eus eburos, « ivinenn » [1]. Marteze ivez e tleer sellout Brannos, Lemos hag Eburos, neket evel anoiou boutin a loened hag a wez, hogen evel anoiou divoutin a baotred. E-touez an anoiou-poblou diwar anoiou-tud e c’heller menegi ; Urbigeni « mibien Urbos » [2], unan eus ar pevar rummad oc’h ober brôad an Helveted ; Karisti ha Pelendones, diou boblad eus ar Spagn, Teutobodiaki, meuriad a C’halatia, Karos, Pelendos ha Teutobodios a zo anoiou-paotred a anavezomp dre veur a enskrivadur. Teutobodiaki a dalv, moarvat, « mibien, kileed [3] pe gosgor Teutobodios ».
Poblou zo a voe anvet, hervez, diouz an doare micherourien a gaved ar stanka en o zouez. A seurt gant ar re-se eo Morini « ar voraerien » (Galia) [4]. Atrebates pe Atrebatii « ar verourïen » (Galia, Breiz-Veur), Rêdones « ar vleinerien-girri » [5] (Galia), Kimbri « ar riblerien », ano rôet gant ar C’halianed d’eur boblad C’hermaned, Selgovas « an hemolc’herien », ano graet gant Breiziz eus eur rummad tud, a ouenn rak-keltiek moarvat, anezo eul lodenn eus poblad an Atekotted.
Eun nebeut anoiou a heñvel tenna d’eun dro iskis bennak eus ar gwiskamant pe an armou. Evelse, war an Douar-bras, Agosages « ar re a zoug mantilli e bleo loened kornek » hag, en Enez-Vreiz, Ordovikes, « brezelourien o horz » pe « o bataraz ».
Rouez meurbet eo an anoiou doueek. Nemetati, ano-pobl a Vro-Spagn, a c’hellje beza tennet pe eus nemeton « santual » pe eus nemetos « sakr ». Nemet, graet eo bet ivez gant ar ger « nemetos » da ano divoutin a baotr.
An anoiou-lec’hiou. — Diouz an dalvoudegez anezo e c’heller kevrenni an anoiou keltiek a lec’hiou etre seiz rummad :
1° An anoiou doueek : Dêvoduron « treiz an doueed » (Galia), Dêvobriga « krenvlec’h an doueed », Dêvobrigula « kreñvlec’h bihan an doueed » (Spagn), Dêvonantos « traonienn Doue » (Galia), Kamulodunon « kastell Kamulos » (Breiz-Veur), Lugumagos « tachenn Lugus » (Iwerzon). Er marevez kelt-ha-roman, an impalaered Julius Kaesar hag Augustus o veza bet lakaet a renk gant an doueed, e voe savet briz-anoiou a seurt gant : Kaesaromagos « tachenn Kaesar » (Breiz-Veur), Augustonemeton « neved Augustus » (Galia), Juliobriga « kreñvlec’h Julius » (Spagn).
Eienennou, stêriou ha kêriou a Vreiz-Veur, Galia, Germania ha Bro-Spagn a raed anezo Dêva, Dêvona, Dêvana, diwar dêvos « doue ». Belisama a veze graet e Breiz-Veur eus eur pleg-mor, e Galia eus meur a douinell [6]. Belenatis pe Belenatos, dedarzet eus an ano-doue Belenos, e oa ano eur menez a C’halia. Belenos a zo aet da envel annezlec’hiou e Galia. Eus Borvo, ano-doue, e oa bet tennet an anoiou-lec’hiou Borvona, Borvone. Eus Virotutis « Yac’haer-tud » pe « ar Gwir Yac’haer », lezano da Apollo, eo bet tennet e Galia an ano-lec’h Virotute [7].
2° An anoiou diwar al lec’hiadur : Akaunon « ar roc’hell », ano meur a gêriadenn a C’halia, Rokkadunon « kastell ar roc’h » (Galia), Artaios « maenek ? », Gravonantos « traonienn ar groan », Skaldobriga « krenvlec’h stêr Skaldos », Karobriva « Pont stêr Karos », Gabalodunon
« kastell ar C’habaled (poblad) » (Galia), Uxama Barka « Barka Uhela », ano eur gêr a Vro-Spagn, Dubron « an dour », Dubra « an douriou », ano meur a gêriadenn e Galia hag e Breiz-Veur [8], Moridunon « kastell ar mor » (Breiz-Veur), « kastell al lenn » (Germania), Bragoduron « treiz stêr Bragos » (Germania), Bodinkomagos « tachenn stêr Bodinkos » (Italia), Anderitus « ar roudour meur » (Galia), Kondatomagos « tachenn ar c’hember » (Galia). Lies lec’h e Galia a veze graet anezo Kondas « ar c’hember », Kondate « kemberlec’h » [9], hag eur ger diveret eus an ano-se a gaver e Kondatisko, a oa, er Vet kantved goude H. S., ano abati Sant-Klaoda, er Jura. Amboglanna « glann ar stêr » a veze graet eus eur gêriadenn a Vreiz-Veur, ha Genava « ar genou, an aber » eus eur gêriadenn a C’halia.
Er vro-se, end-eeun, e kaved eur rannvro Aremorikos « e-harz ar mor », Viminavos « treuzet gant stêr Vimina », Mosavos « douret sant stêr Mosa », Uketikos « e-lec’h ma sav kêr Uketia », hag eun draoñienn Bebronika « e-lec’h ma tremen stêr Bebrona ».
3° Anoiou diwar ar plant hag al loened : Tamonakos, Tamonika « al lec’h ma ’z eus kefiou gwez », Qrennakos « al lec’h prennek, gwezek » (Iwerzon), Gabrosenton « hent ar c’havr », Urokêton « koad an uros » (Breiz-Veur), Aballo, Aballone « Aval, Avalon » (Galia), Aballava. Aballakka « Avalou, Avalac’h » (Breiz-Veur), Aballosa « avalus » (Galia), Vinoialos « frankizenn ar gwini » (Galia), Uromagos « tachenn an ejen-meur » (Helvetia), Brokkomagos « tachenn ar broc’h » (Galia), Matukaion « kae an arz » (Norikon), Eburodunon « kastell an ivinenn » (Pannonia), Vernoialos « frankizenn ar gwern », Kassanoialos « frankizenn an derv », Sparnakon « spernek », Svarnomagos « spernva » (Galia) [10].
Ar ger a dalveze da envel an avank, bibros, bebros, a gaver e Bibrakt, bibrax, anoiou lec’hiou annezet (Galia, Breiz-Veur) hag e Bebrona, ano-stêr (Galia). Bez’ e oa en Iwerzon eur gêr anvet Vernomagos « tachenn ar gwern », e Galia eur stêr hec’h ano Vernodubron « dour ar gwern » hag eur c’hoad ec’hon graet anezañ Dervon « derv » [11].
4° Anoiou diwar stad-vuhez an dud pe diwar oberiaduriou o ijinerez : Rigomagos « tachenn ar roue » (Galia), Bardomagos « tachenn ar barz » (Itali), Karrodunon « kastell ar brezelour ? » (Skuthia), Eporedia « kêr an doñverien-gezeg » (Itali), Karbantia « kêr ar c’hirri » (Itali), Karbantorate « al lec’h ma ’z eus kirri » pe « ar garrerez » (Galia), Briva « ar pont » (Galia), Brivate « al lec’h ma ’z eus eur pont » (Galia, Breiz-Veur), Komboros « fardell a-dreuz d’eur stêr evit ar pesketerez », Komboronate « lec’h fardellet » (Galia), Parronantos « traonienn ar goaf », Attegia « adti », Tegakos « tïet, tïek, tïezek », Briga « krenvlec’h » (Galia), Dunon « kastell » (Galia, Iwerzon), Rotoialos « frankizenn ar rod », Rotomagos « tachenn ar rod » (Galia), Gobannion « ar c’hovel » (Breiz-Veur) [12].
5° An anoiou aet d’ober anezo eun ano divoutin a zen : Kambodunon « kastell Kambos » [13] (Breiz-Veur), Korboialos « frankizenn Korbos » (Galia), Eskingomagos « tachenn Eskingos » (Itali), Turobriga « kreñvlec’h Turos » (Spagn).
Novion (Spagn), Segobodion, Roudion ha Vindonissa (Galia), Noreia (Norikon), a zo anezo anoiou-kêriou dedarzet eus an anoiou-tud Novios, Segobodios, Roudos, Vindonios, Noros. Urborigion « rouantelez Urbos » a veze graet eus eur bastell-vro en Iwerzon ; Ikorigion « rouantelez Ikos » e oa ano eur gêr vihan e korn biz Galia.
Dindan renerez Roma en em ledas ar c’hiz da envel an domaniou bras, a oa ker stank d’ar c’houlz-se e Galia hag e lec’h all, diouz ano ar perc’henn anezo, stag outañ an dibenn-ger -akos, -akon (latinaet en -acus, -acum). An domaniou anvet er c’hiz-se a hellomp ober tri rummad anezo : a) ar re ma toug ar perc’henn anezo eun ano keltiek-rik, da skouer, Konnakos « domani Konnos » ; b) ar re m’eo tennet eus ar c’heltieg ano-tiegez o ferc’henn, da skouer, Cambiacus « domani Cambius » ; Cambius a zo eun ano-tiegez diwar an ano keltiek Kambos ; k) ar re a zo gant o ferc’henn eun ano latin rik : Sabiniacus « domani Sabinius » [14].
Beza a-walc’h o dije ar geriou savet gant an dilostger -akos merket dreist-holl e keltieg pennlec’h an domani, da lavarout eo an douar dindan an ti-annez hag an adtiez, hag e rajed gant eul lost-ger all da furmi ano an douarou, parkou, peurvaniou ha koadou stag ouz ar pennlec’h. Bezet a vezo, e kavomp meneg e Galia eus eun ti anvet Karantonakos eus ano ar perc’henn kenta anezañ Karanto, e keit ha ma veze graet Karantonikos eus ar maeziou stag ouz an ti-se.
6° An anoiou a zo aet eun ano-pobl d’ober anezo : Manapia (Menapia ?), kêr-benn ar Venaped (Iwerzon), Suessation, kêr-benn ar Suessetaned (Suessetani, Bro-Spagn), Durokornovion « treiz Kerneviz » (Kornovii, Breiz-Veur), Katurigomagos « tachenn ar Gaturiged » (Galia).
Eus an oadvez kelt-ha-roman e teu anoiou-broiou a neuz gant : Katuvellaunikos « ar bastell-vro dalc’het gant ar Gatuvellaoned », Petrukorion « bro ar Betrukored », *Pixtovon, *Piktovon « bro ar Biktoned » (Galia). Brigantika « Bro ar Vriganted » (Breiz-Veur) [15].
7° An anoiou stummet da zoarea ha da daolenni : Senomagos « an hen dachenn » (Iwerzon, Galia), Uxelodunon « ar c’hastell uhel » (Breiz-Veur, Galia), Vellaunodunon « ar c’hastell mat » (Galia) ; Verona « ar stêr vras » (Itali). En Itali e kaved lenn Bennakos « e lec’h ma ’z eus kalz a vegou-douar » (bennos « korn, beg-douar »), e Germania stêriou Labara « an hini a lavar, a son » ha Roura, Raura « an hini a drouz, a hiboud », e Galia stêriou Dumnissos (dumnos « doun ») ha Dubis « du », ar mammennou tomm graet anezo Borvo, Borvona « an hini bero, an hini vero », koadou Arduinna (arduos « huel ») ha Magalina (magalos « mell, bras »), menez Kantobennikos (kantos « gwenn », bennos « korn, beg eur menez »), e Breiz-Veur stêr Natro « an naer », enni kalz a gammplegiou.
Eus a-douez an anoiou-lec’hiou n’heller ket renka en hini pe hini eus ar c’hevrennou a-raok e venegimp ; a) ar c’hêriou a zo an ano anezo netra ken nemet eun niverenn, evel : Trition (er Spagn), furm nep-reiz eus tritios « trede », Petuaria (e Breiz-Veur), furm wregel eus petuarios « pevare », Petuarii (e Galia), liesder an hevelep ano-niveri [16] ; b) an anoiou o verka natur al lec’h hepken hep e zoarea e nep giz, evel ; Dunon « ar c’hastell », eur gêr a Iwerzon, Abona « an aven », stêriou a Vreiz-Veur, Dubra « an douriou » ha Lautra « an naoz, ar ganol », stêriou a C’hermania.
Stêriou ha meneziou e-leiz en Iwerzon, Breiz-Veur ha Galia, n’heller ket disklêria an anoiou anezo dre ar C’heltieg. Kement-se a ro da gredi e teu an anoiou-se eus ar yezou a veze komzet eno kent donedigez ar Gelted. Arabat ankounac’haat, koulskoude, n’hon eus nemet eun hanter-anaoudegez eus geriadur an hen-geltieg. A-hend-all, diouz ma vez an neuz keltiek gant eun ano pe ano ne dleer ket lakaat en asur ez eo keltiek e gwirionez : keltiekaet eo bet, hep mar ebet, gant ar Gelted an anoiou estren a zegemerent. Trôadou a zo e voe esaet d’ezo hen ober gant an heñveledigez a oa etre geriou ar c’heltieg ha re ar yezou indezeuropek all a voe distroadet gantañ.
Eus m’eo keltiek ano eun niver a gêriou, bourc’hiou ha kêriadennou, ne dleer ket dastum, evit se, ez int bet holl savet gant ar Gelted. Adenvel kêriou hag a oa anezo en o raok ne rejont ken alies, hep mar ebet. Evelse, en Itali, kêr etruskek Felsina a voe adanvet ganto Bononia hag, e kreiz Europa, ec’h anvjont Turikon eur vourc’h koz-koz a oa anezi endeo en oadvez an armou hag ar binviou maen.
- ↑ Pe eus eburos « * pemoc’h-gouez, houc’h-dant », hen-alamaneg ebur, eber. War an aoter d’an doueez Tutela Boudiga savet e Burdigala (Bourdel) e 237 goude H. S. gant ar Breizad Marcus Aurelius Lunaris, sevir augustalis e kêriou Eborakon (pe Eburakon, Kêrevrog, York e saozneg) ha Lindon (Lindum Colonia, Lenngolun, Lincoln), e oa skeudenn eur pemoc’h-gouez oc’h ardamezi kêr pe vro c’henidik ar saver. E keverek edo ar skeudenn-se gant skeudenn an doue Garumna, doue stêr Vourdel (gourel e oa an anoiou-stêriou, gant a zoken da zibenn), Courteault, Un autel votif à la Tutelle découvert à Bordeaux, war Rev. des Et. anc. 1922, pp. 236-46. — Ouz pemoc’h-gouez Lunaris, kenveria ar penn houc’h-gouez a zo laket da gabell da Vritannia gant Klaudianus (IVet kantved goude H. S.) en e veulgan da Stiliko.
- ↑ Unander Urbigenos. Aet eo Urbigenos da Urien e brezoneg.
- ↑ Kile a zo eur ger koz o talvezout kement ha « kenseurt, kompagnun ».
- ↑ Morini e oa, e Breiz-Veur, al lesano rôet d’an Durotriged (poblad eus mervent an enezenn), gouez da Richard of Cirencester.
- ↑ Rêda, karr skañv war beder rod. Sellit ouz an navet pennad. Ar ger dinaouet *vorêdos « (ar marc’h a zo) dindan (da lavarout eo dirak, ouz) ar rêda », bet degemeret e latin, a zo bet distreset e veredus, er ger hiron paraveredus. Heman a zo aet da alamaneg pferd « marc’h » ha da c’halleg palefroi « palafrez ». Ar stumm kembraek diwar vorêdos, gorwydd, a vije *gourouez e brezoneg. Hor gêr rouez, roez « dibaot, distank, boulll » a zo bet e genta talvoudegez « buan, prim, mibin, herrek ».
- ↑ Ar furmou bremañ eo Blismes ha Blesmes, touinellou e departamant an « Nièvre » hag en hini ar « Marne ».
- ↑ Belenus a zo aet da c’halleg Beaune, Baulne, Beaulne ; Borvona da Bourbonne, Borvone da Bourbon, ha Virotute da Vertus (departamant ar Marn).
- ↑ Deut da Dover e Bro-Saoz, Douvres e Bro-C’hall.
- ↑ Kondas a zo aet da c’halleg Condes, Candes, en anoiou-lec’hiou, ha Kondate da Condé. Evit an dibenn-ger ate, kenveria an anoiou-lec’hiou iwerzonek Dunaidh, Corcaidh, Mucaidh, a c’houlenn en o diagent stummou hen-geltiek *Dunate « dinlec’h », *Korkate « kerc’hlec’h », Mokkate « Moc’hlec’h », Rev. celt, 1922, p. 164.
- ↑ Sparnacum, Sparnomagus a zo aet da c’halleg Epernay, Epernon ; Vernoialus ha Cassanoialus da Verneuil ha Chasseneuil. Stank-meurbet eo bet an anoiou-lec’hiou en ialo e Galia. Ialo a zo deuet da gembraeg ial « digoadenn, frankizenn ». Euil, eil eo e galleg-breman.
- ↑ An tri ano-se a zo bremañ ar furmou anezo : Fernmagh {Iwerzon), Verdouble (departamant an « Aube »), Der (departamantou an « Aube » hag ar « Marne » -Uhela).
- ↑ Diskleriet a-hend-all e c’hallje beza hini pe hini eus ar geriou-se : Eporedia, Karbantia, Gobannion, da skouer, a vije marteze berraduriou evit Eporediobriga « kreñvlec’h (an den anvet) Eporedios » (an doñvaer-kezeg), Karbantiobriga « kreñvlec’h Karbantios » (ano-den diwar karbanton « karr »), Gobanniodunon « kastell (an den anvet) Gobannios » (diwar gobas « gov »).
- ↑ Pe « ar c’hastell kamm ».
- ↑ Sabiniacus a zo aet, e Bro-C’hall, hervez ar rannvroiou, da Savigny, Savigné, Sévigné, Savigneux, Savignac, Savigna, Savignat.
- ↑ Petrucorium ha Pictovum a zo aet da Perigord ha Poitou e galleg bremañ. Brigantika a zo deut da veza Breennech e kembraeg-krenn, ha Breennech a zo bet skrivet Bernicia e skridou latin ar Grenn-amzer.
- ↑ Petuarii a zo deut da « Péviers » pe « Pithiviers ».