Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
147
ar yez hag al lennegez

a-grenn eo d’eomp e istor er peb-all a Europa hag e Galatia. Eun dra hepken a zo diarvar. Er gevrenn eus Galia a zo bet adkeltieget e derou ar Grenn-amzer gant enbrôadegou ar Vrezoned, e oa marô-mik, peurvaro en-holl-d’an-holl, ar c’heltieg pa c’hoarvezas an enbrôadegou-se. Anat eo bet laket kement-se dre studi anoiou-lec’hiou an Arvorig. Ar re a zo bet degemeret gant ar Vrezoned en o yez a oa ganto, d’ar mare end-eeun ma voent degemeret, ar stumm a vez gant an anoiou romanek pe romaneget war c’hallekaat [1].


KEVRENN II : AL LENNEGEZ


Eul lennegez dre c’henou n’o doa ken ar Gelted koz, evel an Hen-C’hermaned, an Illirianed hag an Dhraked. En eñvor an dud hepken e fizied d’o mirout an oberou savet dre gomz pe war gan. Gant-se, hini anezo n’eo deut betek ennomp. Eun damskeud a c’hellomp da gaout, evelato, eus doareou al lennegez-se diwar an diskleriadur a gaver amañ hag ahont e skridou an Henamzer. Meneg a zo bet uheloc’h eus lizeradur-kelenn an drouized ; ne zistroimp ket war se.


Danevellou diwar-benn oberou ha taoliou-kaer an doueed. — Damgredi da vat a c’heller ez eus bet, e-touez ar Gelted evel e-touez ar C’hermaned [2], danevellou ha barzoniezou diwar-benn oberou ha taoliou-kaer an doueed, an emgannou hag an ergerziou anezo. Izelvosou ha delwennou-zo eus an oadvez kelt-ha-roman a heñvel beza bet skeudennet gant kizellourien diouz seurt danevellou. Evel-se eo, da skouer, an doue douger ar rod-heol o vac’ha dindan treid e varc’h ar ramz lost-naer ; an doue Smerios pe Smertos, e vataraz gantañ, o stourm ouz an naer, hag all.

  1. Ar Fouilhez, Sene, h. a. J. Loth, L’émigration bretonne en Armoriqne du Ve au VIIe siècïe de notre ère, 1883 ; Les mots latins dans les langues brittoniques, 1892 ; Les langues romane et bretonne en Armorique, war Rev. celt. 1907 ; Les traits caractéristiques du gaulois d’après un livre récent, war Rev. arch. 1921, I, pp. 108-19, dreist-holl pp. 117-8, ha n. 2 p. 117.
  2. Bez’ e oa, hervez Tacitus, gant Germaned ar c’henta kantved goude H. S. gwerziou koz diwar-benn an doue Tuisto pe Tuisko, ganet eus an douar, e vab Mannus, krouer o gouenn, ha war vibien ha gourvibien all da Vannus o doa rôet d’ar meuriadou o « gwir anoiou ».