Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148
notennou diwar-benn ar gelted koz

D’ar stumm lennegez-se e tenne an diou zanevell da heul, testeniet gant skrivagnerien an Henamzer :

1) ginivelez brôad ar Gelted, ganet ha kelennet gant eun Doue ;

2) donedigez an Dioskured : « Ar Gelted war glann ar Mor Bras », eme eun danevellour gresian, « o deus eun azaouez dreist ouz an Dioskured ha, hervez eun henlavar miret en o zouez abaoe an amzeriou pella, dre ar Mor Bras e tegouezas an doueed-se. »


Danevellou-meur, gwerziou istorek pe vrôadel. — Bez’ e oa anezo danevellou lavar-plaen pe rimet, pe marteze lavar-plaen ha rimou kemmesket, war c’hanedigez ar brôadou hag ar c’hêriou, ha kanaouennou pe veulganou d’an dud-veur varo, d’ar benvrezelourien vrudet o doa astennet bro o zadou ha renet ar Gelted da c’hounezidigez ar bed. Pennadou-zo eus skridou gresian pe latin a zo enno, evit doare, eun diverradur pe eun heklêo euz gwerziou-meur savet er yez keltiek. Mar degemerer kement-se da wir, setu amañ diwar betore danvez e vije bet steuet darn eus an danevellou pe ar c’hanaouennou-se :

1) ar biturix Ambikatus : « Eur roue meurbet kalonek, pinvidik ha galloudek e oa Ambikatus, a rene war holl boblou Keltia. Deut mat d’an doueed, a gelenne anezañ, e reas berz er brezeliou hag en emgannou hag e teuas d’eun hir-oad, endra ma wele, war e dro, kement park eus e rouantelez divent o teurel ed a-builh ha pep gwreg o c’henel eur bobl a vrezelourien [1]. Re stank e teuas ar boblañs evit ma vije renet gant eur roue hepken. Ambikatus a gemennas e kasje mibien e c’hoar, Belovêsos ha Segovêsos, paotred yaouank ha taer, war-du broiou nevez a vije merket gant an doueed dre nij an evned. Aotren a reas da Velovêsos ha da Segovêsos lakaat o-unan niver ar re a yaje ganto, e doare ma vije a-walc’h eus ar re-mañ evit herzel ar poblou da stourm ouz an argadenn anezo. Segovêsos a zegouezas d’ezañ dre evezia nij an evned koadou Erkunia ; Belovêsos heñ a voe heñchet gant an doueed war-du Italia. »

  1. Lakaat e-keñver an ano keltiek a blac’h Virotouta « pobl a dud », da lavaret eo « mamm d’eur bobl a dud ». Diskleria an ano-se en eun doare-all a heller ober : « Krenv evel eur gour, evel eur gwaz » (kenveria eun ano hen-geltiek all a blac’h : Sagrobena « ar Vaouez krenv »).