Titus-Livius eo en deus miret d’eomp ar pennad-se en doa kemeret, moarvat, e levriou eur C’helt eus Italia, an Insubr Cornelius Nepos. Diverradur eur werz keltiek e c’hallje beza [1]. Justinus, o tiverra skridou eur C’helt eus Galia, Trogos, a ro d’eomp testenn eur werz-veur all savet d’an hevelep darvoud, nemet n’emañ ket displeget keit-all :
« Ar Gelted a oa deut kement war greski ma n’helle ken o douar genidik derc’hel anezo. Tri c’hant mil den a gasjont da bell da glask eur chomlec’h nevez. Darn eus ar re-mañ a ziskennas en Italia, a gemeras Roma hag a loskas anezi ; darn all, renet gant nij an evned, a argadas Illiria ha, graet ganto eul lazadeg euzus eus Illiriz trec’het, e tiazezjont e Pannonia. Ar Gelted, brôad garo, her ha brezelgar, eo ar re genta a dreuzas an Alpou, meneziou o lein didrec’h ha yen-marvel. »
Al lennegez, gwerziou ha soniou, diwanet en-dro da ano Ambikatus, a zo, war a greder [2], unan eus an traou a bouezas da virout, e-touez Kelted an Douar-bras, unvez ar yez. Boutin e tlee beza, d’an nebeuta, etre ar Gelted eus Galia, Italia ha kreizenn Europa. E-mesk an danveziou-kan pleustret gant ar Gelted, e pep hini eus ar rannvroiou anezo, e c’heller menega :
a) e-touez Kelted-Galia
1° ar Gelted hag ar Velged o kuitaat an douarou e reter ar Rênos hag o tiazeza e Galia. Hekleo eur werz diwar-benn aloubidigez hanternoz Galia hag Enez-Vreiz gant ar Velged a gavomp marteze er pennad-mañ diwar eur skrivagner koz gresian ha miret d’eomp gant Ploutarkhos : « Ar C’halated [3], pobl keltiat, a oa anezo meur a zek mil dud,
- ↑ Titus-Livius en deus distreset an diverradur-se ouz e zisplega hag ober gant ar biturix (roue-meur) Ambikatus roue ar Vituriged, eur boblad eus kreizenn C’halia. N’eo ket eno, hogen war riblou ar Rênos, en em gave er Vet hag er IVet kantved kent H. S., penn ha kalon Keltia. Eus daou ribl ar Rênos, gouez da Appianos, e teuas ar Gelted, alouberien Italia ; eno e voe ganet sevenadur keltiek an Ten. Adkemeret eo bet tezenn Titus-Livius gant C. Juliian, nemet gwelloc’h a se n’eo ket.
- ↑ D’Arbois de Jubainville, Premiers Habitants, II, 388-393.
- ↑ Galatas (unander Galata) eo an ano-brezel a gemeras, en IIIet kantved kent H. S., ar meuriadou keltiat chomet etre an Albis hag ar Rênos. Da lavarout eo, hep mar, kement ha galatios « kadarn » ha galakos « kalonek », deut da veza galde ha galach en iwerzoneg. Deveret eo ar geriou-se eus gala « kadarnded », « taol-kaer », deut da veza gal en iwerzoneg. E galleg, Galata a zo aet da Jalde da genta, da Jaude da ziweza, en anoiou-lec’hiou. Da Jaille eo aet Gallia : eun ano-lec’h eo, aet da ano-tiegez. — Adnotenn : Jaude a veze skrivet Jalde er XIVet kantved, G. Poisson, Note sur l’étymologie du nom Jaude, Clermont-Ferrand, l910 ; Rev. celt., 1911, p. 120.