Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
150
notennou diwar-benn ar gelted koz

yaouank ha kalonek, ouz o heulia gwragez ha bugale e-leiz. En em ranna a rejont e daou vagad : darn a gerzas war-du Mor bras an Hanternoz hag a zalc’has penn pella Europa ; ar re all, goude treiza ar Rênos, a ziazezas etre ar Pireneou hag an Alpou, tost d’ar Senoned ha d’ar Gelted [1].

Alesia savet gant eun den-meur, doue pe hanterzoue. « Dastumet gantañ eun arme, an den-meur a gerzas war-raok betek Galia hag a beurredas ar vro-se, ouz he skarza diouz al laeron a waste anezi hag o terri boazamantou enep ar gwir, evel muntrerez an dud estren. Eun engroez tud a bep gouenn o veza deut a-ratoz da greski e armead, e savas eur gêr vras ha kaer-meurbet a voe anvet Alesia. An den-meur a vevas enni, ha dre zimeziou gant merc’hed roueed, e lezas ganti eur remziad tud kreñv ha galloudek. Nemet pa guitaas, ez eas buan Alesia war goaza : tud ar broiou tro-dro en em veskas gant kêriz hag holl ez ejont adarre d’eur vuhezegez diseven. Daoust da se, e talc’has ar Gelted da enori kêr Alesia evel pennlec’h ha kêr-benn Galia. »

An danevell-se a zo bet miret d’eomp gant Diodoros, en deus, sur a-walc’h, he c’havet e Poseidonios. Diwanet e tle beza e-touez an Aedued, m’edo tud Alesia unan eus ar meuriadou sujet d’ezo.

savidigez Lugudunon. « Tost da stêr Arar e sav menez Lousdoulos. Daou vreur, Mômoros hag Atepomâros, argaset diouz ar renerez gant Seseroneus, war c’hourc’hemenn eun orakl, a yeas di da sevel eur gêr. Kleuziet e oa an toufleziou. A-greiz-holl e tegouezas brini ha, goude gournijal amañ hag ahont, e kludjont war ar gwez tro-war-dro. Mômoros, desket war an diougana dre an evned, a anvas ar gêr nevez-c’hanet eus an ano anezo Lougodunon. »

b) e-touez Kelted Italia :

ar gov Heliko. Bet e oa en Italia o veva diwar e vicher ;

  1. Senoned C’halia a oa anezo, er c’henta kantved kent H. S., eur bobl diazezet war ribloù stêriou Sequana hag Ikaunis (Yonne). Eus Senos « hen » eo tennet sur a-walc’h an ano anezo. Kelted e oa an ano a venne kemerout eviti hec’h-unan, d’an hevelep mare, ar bobl a zalc’he ar vro etre stêriou Sequana ha Garumna.