distro en hanternoz an Alpou, e-touez e genvroiz, e tougas anezo da c’hounid dre an armou ar vro-se dispar ; heñ eo a renas o arme a-dreuz ar meneziou.
2° Belovêsos o treuzi an Alpou hag o sevel Mediolanon (Milano) e-kreiz kompezennou an Insubred.
3° Elitovios ar C’henoman. Treuzi a reas an Alpou war-lerc’h Belovêsos hag e tiazezas e bobl en-dro da gêriou Verona, Brixia ha Tridenton.
4° argadenn Brennos a laka an tan war Roma. Diwar an danvez-mañ e voe steuet, evit doare, meur a gan, o vragal enno divuzul balc’hder ar Gelted hag o c’hasoni ouz ar Romaned.
k) e-touez Kelted an Danuvios :
1° ergerz bagadou Segovêsos a-dreuz da goad Erkunia ha gounezidigez ar vro a-hed an Danuvios.
2° ar rouanez Onomaris, treizidigez an Danuvios ha gounezidigez ar vro e kreisteiz ar stêr-se.
3° an argadenn vras ouz ar C’hres dindan renadur Brennos, ha gwastidigez santual meur Delphi.
4° Bathanattos ar Skordisk. Bez’ e rene eun darn eus ar bagadou o tistrei eus Delphi hag e voe anvet an hent m’o blenias drezañ diouz e ano, Bathanattia. E vrezelourien a chomas etre menez Skordos hag an Danuvios hag e voe graet anezo an ano a Skordisked. Nemet e talc’has, en o zouez, diskennidi o renour da veza anavezet dindan an ano a « Bathanatted ».
5° furnez ha kadarnded ar Volked. Bez’ e c’hallje beza, e-mesk ar boblad-se, danevellou ha meulganou savet d’ezi hec’h-unan ; her c’hredi a rafed a-walc’h diwar testeni Kaesar. E dalc’h anezo edo ar rann eus an Erkunia a vez douret gant ar Moenos, adstêr ar Rênos, hag ar Sala, adstêr an Albis. Brezeliou hir a rejont ouz ar C’hermaned hag ar brud gounezet ganto er stourmadou-se a zo testeniet mat dre ar berz a reas o ano e yez o enebourien : Volka eo an ano a voe graet gant ar C’hermaned eus an holl Gelted hag eus ar poblou keltiek romanekaet [1].
6° emgannou hag uheloberou gourdadou ha pennou ar Goralled. Valerius Flaccus eo a ra meneg eus ar c’ha-
- ↑ Volka a zo deut da veza diwezatoc’h, er yezou germanek, Walah, Walh, Wealh, ha goude Welsch, Welsh. An hen-uhel-alamaneg Walha a c’houlenn en e ziagent eur furm hen-c’hermaneg *Walc’hoz.