Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
152
notennou diwar-benn ar gelted koz

naouennou-se. Eur bobl eus kompezennou an Danuvios Izela e oa ar Goralled (Koralli). Da arouezintiou-brezel o doa rodou — rod an heol — ha moc’h gouez « savet o bleo war livenn o c’hein ». Bez’ e oa anezo, sur a-walc’h, unan eus ar bagadou a yae d’ober kevredad ar Vastarned hag e tlee beza o c’hanaouennou diwar-benn an emgannou a rejont d’ar C’heted, d’an Daked, ha d’ar poblou thrakiat all, m’o doa argadet an douar anezo [1]. Justinus a zezrevell ar bomm-danevell-mañ diwar ar brezeliou-se : « Ar C’heted n’o doa ket en em zifennet mat ouz ar Vastarned. O roue Orolos, da gastiza o digaloniez, a reas d’ezo kousket o fenn trôet ouz troad o gwele, ha servija o gwragez evel m’oant boaz da veza servijet ganto, ken n’o dije gwalc’het dre o c’hadarnded an dismegañs dellezet d’o c’hollou kenta. »

Miret eo bet d’eomp gant an hevelep danevellour koun ar spouron a saouzanas poblou an Danuvios pa zegouezas ganto ar Gelted : « Goude diazeza e Pannonia, e reas ar Gelted, e-pad hir vloaveziou, brezel d’ar poblou all ; trec’hiou ker bras a c’hounezjont hag e savas kement a aon rak o ano ken e weljod roueed, n’oant tamm ebet gourdrouzet ganto zoken, prena ar peoc’h a briz uhel. »


Meulganou d’ar benrenourien ez veo. — Eun doare kan e oa hag a rae berz eus ar c’henta, dre ma tenne da vad ha da lorc’h an noblañs hollc’halloudek. Ar braz eus stummadur ar meulganou-se a anavezomp mat a-walc’h dre skridou an Henamzer. Deraoui a rae darn anezo dre veuli gouenn ar renour, ar wrizien goz anezi hag e noblañs ; anoiou e c’hourdadou a rôed o poueza war ar re anezo a oa kouezet en emgann. Goude-se e teue meuleudi ar renour e-unan, e gadarnded, e daoliou-kaer, e veli hag e binvidigez.

Dre an derou anezo e tenne ar seurt kanaouennou d’an hen-zanevellou relijius ha d’ar gwerziou istorek, pa lavare

  1. E-touez ar poblou-all-se, ret eo menega an Agathursed a oa aourus-kenan ar vro annezet ganto, ken ma oa deuet ar c’hiz en o zouez d’ar wazed zoken samma o c’horf hag o izili a vraoïgou aour a bep seurd. Livet e oant ouspenn eus o bleo d’o seul gant liou glas ar glaston (Isatis tinctoria). Boutin etrezo e oa ar merc’hed, ha lezennou o doa, anezo gwerzennou dre gant ha kant. A c’hellje beza e vije ar gêr a Zakia anvet e gre ar Romaned Porolisson (e-harz Mojgrad) eur c’hrenvlec’h bet savet gant ar Gelted. Keltiek e hellje beza an daou c’her aet da ober hec’h ano : kenveria ar c’hembraeg por « what is over, supreme », ha llys « a court ».