Mont d’an endalc’had

Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 57

Eus Wikimammenn
troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 317-328)




PENNAD XI
————


Neuz-korf ar Gelted koz, o Gwiskamant
hag o Zemz-spered


« Ment ramzel, bleo hir melen-aour, skouedou bras, klezeier hir-divent, kanadennou-brezel en eur redek d’an enebour, youc’hadennou ha korolladennou emgann, strapad armou ha skouedou a stokont diouz eur c’hiz vrôadel, pep tra gant ar Gelted a heñvel heza reizet da hada spont er c’halonou. »

Titus-Livius


KEVRENN I : NEUZ-KORF AR GELTED


Penaos e oa neuziet ar Gelted hervez skridou an Hen-amzer. — En eun tu emañ skrivagnerien an Hen-amzer evit skeudenni ar Gelted koz evel tud ventek, ramzed anezo a-wechou zoken, d’ezo bleo melen-aour (aurea caesaries) ha daoulagad glas. Gwall-disheñvel e oant, eta, diouz an Hellened, an Italianed ha Kreisteiziz all, a veze anezo peurliesa tud vihan ha duarded [1]. Brudet e oa braventez ar merc’hed keltiat ; meulet e vez gant ar skrivagnerien c’hresian gwennder o c’hroc’hen hag o ment kenedus hag uhel. Ar c’haerder anezo, ken disheñvel diouz hini merc’hed ar C’hreisteiz, a c’hounezas, hervez, ar Romaned : skeudennet eo alies war ar mogeriou taolennet a gaver e Pompei hag e lec’hiou all merc’hed bleo melen, daoulagad glas, hevelep neuz d’ezo gant merc’hed an Hanternoz, Keltezed pe C’hermanezed. Er c’henta hag en eilved kantved goude H. S., itronezed an uhela tiegeziou eus Roma a live o bleo e melen, da zevreza ar merc’hed keltiat, pe a wiske zoken maoutennou graet gant bleo alaouret o c’hevezerezed. Ar c’hristen Tertullianus (IIet kantved), en e skrid De cultu feminarum, a rebech garo d’ezo ar boazamant-se.

Kelted-zo, hag i mentet-dreist, o devoa saouzanet Kreisteiziz. Strabon a lavar en doa gwelet e ruiou Roma Brezoned yaouank, ne dize ket ar vrasa paotred eus kêr ar penn pe an diouskoaz anezo. Florus, o komz eus ar Gelted a argadas an Itali hag ar C’hres hag eus an aon a save razo, a evesa e tiskouezent, dre o ment dreist-natur, o armou bras-meurbet, hag o c’hadarnded, beza ganet evel a-ratoz evit dispenn an dud ha dismantra ar c’hêriou. En enep, Pausanias (173 goude H. S.) a ziskleri n’en deus kavet netra dreist-ordinal e ment an dud-se a ra ar Gelted anezo kavari « ramzed » [2]. Diwar ment ramzel Kelted a voe e tiwanas, moarvat, e touez ar C’hresianed, mojenn ar ramz Keltos, tad ar ouenn geltiek.


Neuz-korf ar Gelted hervez ar skeudennou anezo. — Kalz a skeudennou Kelted a zo deut betek ennornp diwar dourn ar C’hresianed hag ar Romaned : delwennou [3], kizelladuriou boset-izel, peziou moneiz, medalennou, kameennou. Dibaot eo ar skeudennou merc’hed ; paotred eo a vez skeudennet peurliesa, d’ezo korfou frammet nerzus hag eun aer vrezeliat, oc’h ober anezo skoueriou dispar a gadourien hag a soudarded. Darn anezo a zo kaer-dreist o dremmou, enno skeud an noblañs, ar striv hag an herder [4] ; ar c’horf anezo, skoaziet ledan ha dargreizet moan, a zo eur skouer a nerz hag a vraventez. Re all, en enep, kigennet ha korfet tevoc’h, a zo pounneroc’h en o stumm ; neuziet garo eo ar penn anezo, alies zoken chatalek [5]. An holl skeudennou-se, hag int disheñvel eun draig a-hend-all, a zegas koun eus an dud velegan a vev hizio an deiz c’hoaz, war aodou mor an Hanternoz hag ar mor Baltek. En eun tu emañ, eta, penn-da-benn skrivagnerien ha skeudennerien an Hen-amzer evit pez a sell neuziadur ar Gelted koz.


Neuz-korf ar Gelted hervez furchadennou an amzer-vremañ. — An neuz-den diskleriet ha skeudennet evelse gant an Hen-amzeridi a zo heñvel-tre ouz hini ar ouenn a zo an ano anezi gant an denoniez gouenn hirbennek velegan an Hanternoz (Homo Europaeus eus Lapouge), hag a zo anat dre : 1° he hirbennegez (hirder klopenn he fenn) ; — 2° he dremm hirgelc’hiek ; — 3° he fri moan, kroumm a-wechou ; — 4° liou melen he bleo ; — 5° liou glas he daoulagad ; — 6° he ment uhel [6].

Kement ha ma c’heller merzout diouz ar furchadennou graet er beredou keltiek eus oadvez an armou houarn, eun darn hepken eus poblañs Keltia a vije bet neuziet evelse. Er beziou roueed pe uhelidi, annezet pinvidik, e kaver alies a-walc’h eskern tud kentoc’h uhel ar vent anezo, hir pe hiroc’h klopenn o fenn, ha d’ezo ez veo, moarvat, bleo melen ha daoulagad glas. Heñvel eo, er c’hontrol, neuz-korf an dud beziet dister ouz hini ar bobl a zo o veva hizio er broiou e-lec’h ma reer ar furchadennou-se.

Ar pep brasa-holl eus ar boblañs, her c’hredfed a-walc’h, a oa anezi eta, er c’henta kantved kent H. S. evel en hon amzer : 1° e Galia, e kreizenn Europa hag en Itali-Uhela, tud krennbennek (furmet-krenn klopenn o fenn) ; mentet-etre, bleo ha daoulagad du pe zemzu ; — 2° er Spagn, e Breiz-Veur hag en Iwerzon, tud hirbennek, bleo ha daoulagad du, mentet krenn pe vihan, nemet er penn hanternoz eus enez Vreiz, e-lec’h e kaver tud bleo du, mentet-uhel, peuz-ramzel a-wechou.


A belec’h e teue ha penaos edo kevrennet diouz ar poblou hag ar stadou a vuhez neuziou-tud disheñvel Keltia. — An duarded-se a oa anezo ar pep brasa a-bell eus ar poblou rak-keltiek. En enep, neuz an dud velen, mentet-uhel ha daoulagad glas e oa, gwirheñvel eo, an hini a gaved ar stanka e-touez ar Gelted kosa, da lavarout eo e-touez ar poblou diazezet, en Xet kantved kent H. S., a-hed glann mor an Hanternoz, er gompezenn ec’hon etre ar stêriou Albis ha Rênos. Ar gounidou-brezel bras kaset da benn gant ar poblou-se en dek kantved da heul, an doare souezus m’en em astennas galloud o armou, ar brud a heuilhas o ano a reas d’eun niver meuriadou ha tud all a veur a ouenn disheñvel klask o hevelebekaat ha degemerout ar yez ha darn eus ar giziou hag ar c’hreañsou anezo.

Er c’hantved kenta kent H. S. an holl geltiegerien n’edo ken o stumm hini an dud neuziet melen. A zo kaeroc’h, poblou keltiek a voe n’oa anezo nemet tud disheñvel a-grenn diouz an doare-neuz-se. Evelse e oa, da skouer, ar Silured a stourmas ker start ouz ar Romaned : dre o ment verr, o c’hroc’hen livet, o bleo du ha rodellek, e tegasent da goun d’ar Roman Tacitus eus Ibered ar Spagn. E-touez Kaledoniz, er c’hontrol, e weled kalz a dud vras bleo melen pe ruz zoken.

Er brôadou ma kaved an daou doare-neuz war an dro, hini ar rak-Kelted a dlee beza stank, dreist-holl, e-touez al labourerien-douar, ar vicherourien, ar varc’hadourien, ar soudarded war droad hag ar vevelien war varc’h, e-keit ha ma kaved an niverusa, hep mar, tud neuziet melen evel ar Gelted koz e-touez an uhelidi, a rôe da boblou Keltia o roueed, o renerien-vrezel hag an dibab eus o c’hadourien [7].

O veza m’o devoe Kreisteiziz d’ober gant tud ar stad-se, ken war an dachenn-emgann, ken en emweladennou da zivizout feuriou a beoc’h pe a gevredad, int-i eo a daolennjont dreist ar re all, seul-vui ma ’z edo an neuz anezo dizanat d’ezo hag her c’havent iskis-souezus.


Penaos en em gemmeskas ar gouennou-tud disheñvel eus Keltia. — Poblou rak-keltiat Kornog Europa a oa bet d’ezo ivez uhelidi ha rouanez [8] hag e voe, e meur a lec’h moarvat, dimeziou etre an daou rummad renerien, Kelted ha rak-Kelted, ken na zeujont d’en em beurgemmeska d’an diwez. Ar Gelted a ouenn uhel ne erezent ket peurliesa rak an dimeziou gant diavezidi kendere ganto. War-dro 120 kent H. S., eur Geltez eus ar Spagn, merc’h d’eur roue an Oretaned [9], a eureujas gant ar pengadour karthadat Hannibal. E 183 kent H. S., roue ar Vakedonia, Philippos, war-nes staga gant eur brezel ouz ar Romaned, a c’houlennas skoazell ha kevredad ar Vastarned, poblad galloudus ha brezeliat. Meur a zen yaouank eus gwella tiegeziou ar boblad-se a zeuas da lez ar roue hag e lavaras unan anezo rei e c’hoar da bried da vab Philippos. Er c’henta kantved kent H. S., Adobogiona, prinsez a ouenn rouanez Galatia, a eureujas eur Pergamad a renk uhel.

Hevelep dimeziou a c’hoarvezas, moarvat, er c’hevrennou all eus ar bed keltiek, ken ma tisleberas tamm-ha-tamm, da heul an holl gemmeskadou-se, neuz-gouenn an drec’hourien geltiat. Hizio, er broiou ma vez komzet bepred ar yezou keltiek, ez eo bet diverket a grenn gant ar ouenn duard niverusoc’h egeti. A-vec’h ma tiwan c’hoaz a-bell-da-bell, dre unanou amañ hag a-hont, evel dre hir-hererez. En Iwerzon, ar brezeliou diabarz kriz a renas e-pad ar Vet, ar VIet, hag ar VIIet kantved goude H. S., dre ober o rann eus noblañs an enezenn, o deus, moarvat, buanaet anezi da zisheria.


Skouer ar gened er broiou keltiek. — Prizet-dreist e oa gant ar Gelted eur vent uhel hag eur c’horf kreñv ha kenedus. Verkingetorix a voe dleour, evit eun darn, eus e Ievezon war e genvroiz d’e vent uhel ha d’e neuz-den dispar. E vent uhel, e yaouankiz hag e gened a reas ivez d’ar pengadour roman Kekina (kenta kantved goude H. S.) plega a-grenn dindan e veli ar C’halianed renet gantañ. En emgannou, an uhela ha brava paotred a veze graet anezo ar renkaden genta ha gward-enor ar renerien.

Eur pennad bleo hir melen-aour a veze sellet evel ar priziusa eus an holl ornaduriou. E Galia, ar baotred hag ar merc’hed, ha n’oant ket melegan dre natur, a live o bleo e melen gant dour-raz hag eun doare soavon, anvet sapo, tri seurt anezañ da vihana. En Iwerzon, eun dremm hir-gelc’hiek, bleo melen aour ha rodellek, eur c’hroc’hen gwenn, diouweuz moan ha ruz, daouarn stummet-kaer gant bizied hir ha striz, a dremene gant an holl gwitibunan da anzaveta skouer ar gened ha da sura aroueziou eur gwad uhel.

Da e kaved, en holl vroiou keltiek, rei d’ar yaouankizou anoiou o tiskleria braster, nerz, braventez, gwennder, ha sked. Paotred a veze graet anezo Argiotalos « tal erc’h », Kantos « an hini kann », Neutto « ar skedus », Assedomaros « bras evel eur goaf », Kavaros « ar ramz », Nertomaros « bras dre an nerz », Esunertos [10] « nerzus evel Esus », Urogenonertos « kreñv evel ganadur an ejen-meur », Smertulitanos « ledan evel Smertos ». Merc’hed a anved Vinda « gwenn », Belisama « heñvel ouz ar flamm », Nerta « nerzus », Sagrobena « ar vaouez kreñv », Smertomara « bras evel Smertos », Kassimara « kaer ha bras » pe « bras dre he c’haerder ».


Nerz-korf ar Gelted. — O veza ma tiskennent eus gouennou tud o veva, milvedou a oa, e rannvroiou yen pe glouar Europa, enno koadou ha stêriou e-Ieiz, ar Gelted o deveze kalz da c’houzañv er broiou tomm-grizias hag alïes dizour ha dic’hlasvez a ra tro d’ar mor Kreizdouarek. Kreisteiziz, en o skridou, o deus pouezet war ar si-se, betek ober a-wechou eus ar Gelted korfou gwak ha dinerz na vijent ket evit herzel ouz ar skuizderiou padus. Dislavaret eo an damalladenn-se, gant levriou an Hen-amzer end-eeun, miret enno koun marc’hekadennou sebezus ar Gelted a-dreuz Europa hag an taoliou-kaer a rejont, evel gopr-soudarded, er C’hres, e Sikelia, e Siria hag en Afrika. Ar skoueriou da heul a ziskouez e oa ar Gelted kerkoulz poanierien ha ne vern pe Europiz all en o amzer.

E Galia, en emgann stêr Sambra (e 57 kent H. S.), edo arme ar Gelted, enni troadeien hepken, e spi en eur c’hoad, war lein eur grec’henn, hag en o c’heñver, en tu-hont d’ar stêr, an arme roman war eur grec’henn all. Souden e tifourk ar Gelted eus ar c’hoad hag e redont war-du ar stêr « herrus, eur souez », eme Gaesar, « ma hañvalent beza, war eun dro, er c’hoad, e-kreiz ar stêr ha war hor c’hein. Ken herrus all e voent gwelet o skrimpa hor c’hrec’henn hag o tizailha hor c’hamp hag ar soudarded a oa o sevel an difennou anezañ. » An daouzekvet hag ar seizvet « legio », grounnet ganto, a voe lazet an holl ofiserien anezo hag e oant bet kaset da get anez ma tegouezas an « dekvet ». Daoust da se, e talc’has an emgann meur a eurvez, hep ma tiskouezas e nep doare ar Gelted beza faez.

Dirak mogeriou Gergovia (er bloavez 52) ec’h eilpenn ar Gelted, en eur c’hrogad den-ouz-den, ar seizvet « legio », anezi eur strollad dibabet, pa n’helle dont e-barz da soudarded pe da is-ofiserien nemet ar pep kadarna eus an arme roman ; c’houec’h kantener ha daou-ugent ha seiz kant soudard a gouez maro war an dachenn. En hevelep bloaz, troadeien Verkingetorix, hag i diviet gant hir-c’hortoz ha yun e-pad eur mizvez, en em gann a-hed daou zervez e-harz menez Alesia.

E 51, ar Gadurked, serret gant o zropellou en Uxellodunon, a c’houzañv hep fallgaloni holl grizderiou ar sec’hed. Ar C’hastell anezo a save war eur grec’henn serz e rede eur stêr ouz he zroad. Harzet e voe ar Gadurked gant ar spegou hag ar bouledou-maen stlapet gant ijinou-brezel ar Romaned da ziskenn di da gerc’hat dour. Evit mirout outo en hevelep doare da dostaat ouz ar vammenn a strinke war ar grec’henn e-harz ar mogeriou, e stummas Kaesar gant prenn eur savenn, warni eun tour a zek solieradur a harze ouz ar feunteun. Ar spegou taolet a-ziwar lein an tour-se a skôe d’ar maro neb a dostae. War an dro, hep gouzout d’ar Gadurked, Kaesar a rae kleuzia, e-harz ar savenn, hentou dindan douar etrezek ar vammenn. En Uxellodunon, kezeg, chatal, tud zoken, a varve gant ar sec’hed. Hep koll kalon, ar re sichet a zilammas eus kêr meur a wech. Taga a rejont ar Romaned, o kas lakaat an tan war an tour prenn dre ruilha ouz troad ar savenn tonnellou leun a soa, a beg-du hag vleñchou krin entanet. Evit d’ezo c’houita war an holl daoliou-se, ha daoust m’en devoa an diouer a zour lazet eur c’halz anezo, e talc’hjont ken n’o devoe kleuziadennou ar Romaned, o tizout ar vammenn, distrôet ha disec’het anezi. Ouz he gwelet aet souden da hesk, ar Gelted, o kredi d’ezo e oa se eun urz a-berz an doueed, en em zaskoras.

E mezeven 53, ar penn-kadour roman Crassus a gouezas gantañ a-greiz-holl, e gouelec’h ar Siria, armead ar Barthed, anezi gwaregerien war varc’h. Gwaregou ar Barthed, hir ha kreñv, a strinke start-skrijus saeziou hir gouzreinet ma veze treuzet ganto skouedou ha hobregonou ar Romaned. Ar re-mañ war droad, armet gant goafiou-bann ha klezeier, n’oant ket evit tostaat d’o enebourien. Ha termen ne welent d’o foaniou, o veza m’edo gant arme ar Barthed kañvaled sammet a saeziou, e kemere ar varc’heien diouto dre m’o deveze ezomm. Bez’ e oa gant ar Romaned mil marc’heg keltiat, bet degaset eus Galia gant mab Crassus a fizie meurbet enno. War c’hourc’hemenn e dad e kerzas hemañ en o fenn, da gas tizout ar Barthed. Dedennet e voe ganto pell diouz an arme ha kelc’hiet. Neuze e savas eun taer a grogad den-ouz-den a zo bet displeget piz d’eomp gant ar Gresian Ploutarkhos. Ar Barthed, peurc’holôet a skantennou houarn, int hag o jaoed, a oa armet gant gouzifiadou kreñv, a skôent ganto taoliou kriz ouz korfou ar Gelted, hanter-noaz pe armet-skañv. « Ar re-mañ », eme Bloutarkhôs, « a groge gant o daouarn e gouzifiadou ar Barthed hag, o lammat outo a-dro-vriad, e tiskarent anezo a-ziwar o c’hezeg hag, eur wech kouezet d’an douar, n’oant ken evit sevel gant pouez o armou. Meur a hini eus ar varc’heien geltiat-se, o tiskenn diwar o mirc’hed, en em sile dindan re o enebourien hag o zoullgofe gant o c’hlezeier. En ern winta a rae al loened gant ar boan, ouz o flastra dindan o zreid mesk-ha-mesk gant o enebourien, hag e kouezent maro war al lec’h. Hogen, netra ne rae d’ar Gelted gouzañv muioc’h eget an tommder hag ar sec’hed n’oant ket boaz outo. Lazet e voe kalz eus o c’hezeg, a ’n em strinkas ouz gouzifiadou ar Barthed, hag e rankjont neuze kiladenni, en eur gas ganto Crassus yaouank, a oa gloazet. En em denna a rejont war eun dunienn-draez ; staga a rejont o c’hezeg hag e savjont eun doare moger gant o skouedou. » Ar wrez leskidik strinket a-blomm gant an heol da goueza war o fenn, ar c’hompezennou gwastet ha dizour m’en em gannent enno, sked arouezintiou seiz hag aour ar Barthed [11], son kañvaouus o zaboulinou brezel [12], an engroez diniver a dud hag a gezeg ouz o grounna, pep tra a hañvale dont ken-ha-ken d’o mantra ha da ziougana d’ezo ar maro pe ar sklaverez. Nikun, evelkent, eus ar baotred kalonek-se ne wan-galonas hag, o terc’hel penn a bep tu, e kendalc’hjont gant an emgann ken n’o devoe saeziou an enebourien o ledet holl gwitibunan war an dachenn.


Ar bleo. — Ar Gelted a zouge o bleo hir ; ar sklaved hep-ken a oa touz o fenn ; mael « touzet » pe « moal », en iwerzoneg, a dalveze ouspenn kement ha « sklav ».

An uhelidi a lakae evez braz ouz o bleo : o gwalc’hi hag o c’hribat a raent, hag e tastument anezo a-dreñv peurliesa, war gern pe gil o fenn, e doare da zizoloi ez ledan o zal. Dremmou paotred, war ar medalennou, a zo o bleo plañsonet ha rannet e plezadennou bihan a-istribilh en-dro d’o fenn ; hiniennou a zo o fennad bleo diskempenn ha houpet-holl.

E danevellou iwerzonek, dezrevellet enno darvoudou a vije c’hoarvezet war-dro ar c’henta kantved eus hon oadvez kristen, e vez meneg a-wechou eus brezelourien, a ziskenne betek o dargreiz ar pennad bleo anezo, hag heñ « rodellek evel kreoñ eur maout-tourc’h ». E skeudennou an Hen-amzer n’eo ket gwall-hir bleo ar Gelted, dam-verr eo zoken bleo ar « soner hir-gorn » miret e mirdi ar C’hapitol. Evelse emañ ivez ar « vaouez keltiat » eus an hevelep mirdi.


Ar baro. — Eun nebeul Kelted a zouge o baro, nemet berrik a-walc’h peurliesa. An darnvuia anezo a aotenne o divoc’h hag o elgez, o virout hepken ar c’hizennadou-gweuz a zougent hir hag a-zivilh. Pennou-zo eus ar medalennou hag ar peziou moneiz a zo ganto kizennadou hag eur bouchad hir. Ar pennou Kelted a ra korniou uhela geler-vaen gwinieg Amendola a zoug ar c’hizennadou ha kuchennadou-elgez berr-berr, ar pez a vez anvet gant ar varverien-vremañ « eur bouchig ».


Livadur ar c’horf hag an dremm. — Holl Europiz, anat a-walc’h, a oa ganto ar boaz da liva o c’horf hag o dremm e derou rann-amzer an armou arem (war-dro an XXet kant-ved kent H. S.). Diwar neuze ez a ar c’hiz-se buan da goll ha n’oa ken anezi, moarvat, war an Douar-bras, en oadvez an istor, nemet gant teir foblad nann-keltiek hepken : an Illirianed, an Dhraked hag ar Sarmated. Miret e oa, er c’henta kantved kent H. S., en enez-Vreiz hag ivez marteze en Iwerzon, « An holl Vrezoned », eme Gaesar, « a liv o c’horf gant pastez (glaston), ar pez a ro d’ezo eul liou pers hag o laka euzus da welout en emgannou [13] ».


An naetadurez. — Ar Gelted, da vihana an uhelidi eus ar vro, a oa naet-tre. Ouspenn an evez pemdeziek o devoa ouz o bleo hag o baro, e walc’hent alies o c’horf hag e c’houronkent el lennou hag er stêriou. « Ar Geltibered », eme Diodôros, « a zo eveziek ouz o c’horf ha naet en o doare-beva. » Ammianus Marcellinus, o komz eus Kelted Galia, a lavar : « Holl gwitibunan ez int naet ha prederius ouz o c’horf. Ne weler nikun, paotr pe blac’h, er vro-mañ, a gement a zougfe dilhad fank pe roget, ar pez a weler ken alïes en holl vroiou all ».

Gant alouberez ar Romaned e voe degaset war an Douar-Bras hag en enez Vreiz ar c’hiz d’en em gibella gant dour tomm e kibellou prenn pe vaen. E ti Deiotaros, roue Kelted an Azi-Vihana (kenta kantved kent H. S.), ez oa eur c’hibellec’h. E dismantrou kêr Vibrakt (dibenn ar c’henta kantved kent H. S.) ez eus bet kavet diazezou eur c’hibelldi bihan, ennañ tri c’hombod : eur rak-kambr, eur stoufailh, eur geuneudeg ma loje ivez enni ar sklav stag ouz an ti.

En Iwerzon, e-kerz ar pemp kantved kenta eus hon oadvez kristen, edo ar boaz, anat a-walc’h, gant an holl uhelidi da gibellat e kibellou prenn. Bemdez e veze kibellet, diouz an abardaez peurliesa. Pa zegemered eun ostiz, kenta tra a raed e veze aoza d’ezañ eur gibelladenn. Alies, kent kibellat, e veze taolet en dour eur pez houarn ruziet en tan.

Iwerzoniz a oa ganto ivez ar c’hiz, pa savent diouz ar beure, da walc’hi o dremm hag o daouarn. Gant ar baotred hag ar merc’hed eus an noblañs e veze o ivinou skarzet ha krennet aketus. Eur vez e oa tremenet ganto kaout ivinou fank pe grennet fall.


Binviou-ficherez. — Ar binviou-ficherez penna kavet er beziou keltiek eo aotennou, pinsedouigou, kribou, spilhennou bleo, melezouriou e metal lufr.

An aotenn (*altinos pe *altina e keltieg enez-Vreiz) [14] a oa en arem pe houarn ha stummet disheñvel-tre diouz hon aotennou-bremañ. Ober a raed ganti da aotenni an divoc’h hag an elgez hag, ouspenn, da drouc’ha bleo ar c’horf. Kaesar a zezrevell d’eomp edo ar c’hiz gant ar Vrezoned aotenni o c’horf a-bez, o virout hepken o fennad bleo ha kizennadou o baro. Re all, e lec’h aotenni o c’horf, e zisvleve gant pinsedouigou.

Boaz ar melezouriou e metal lufr, dizanav d’ar gosa Kelted, en em ledas a-nebeudou da heul an darempredou ouz an Etrusked, ar C’hresianed hag ar Romaned. Melezouriou arem, kavet e beziou Breizadezed eus oadvez an houarn, a zo e-touez an taoliou-micher lezet ganimp gant an arz keltiek. Kelc’hiek eo ar melezouriou-se, gant eun dournell arem kempennet kaer ; an enebenn anezo a zo kaeraet gant kizelladuriou ar c’hoanta.


  1. Bez ’ez eus bet a-nebeudou, e-touez ar C′hresianed, ar Romaned hag an Ibered, tud melenvlevek pe ruzvlevek ha glaslagadek. Dianav a-grenn n’oa ket zoken an neuz den-se e-touez Libuiz hag Aziadiz. Bez ’ez eus bet ivez, a-skign e-touez duarded berr-vent ar C′hreisteiz, duarded all diwar gouennou mentet-dreist ha korfet-krenv eur souez, evel ma oa bet er ragistorvez gouenn Kro-Magnon (a oa, er XIVet kantved goude H. S., ar rika aspadennou anezi e-touez Gouanched an enezennou Kanari), ha, diwezatoc’h, ar ouenn dinarek (a zo paot-meurbet hizio an dud diwarni e-touez Albaniz, Bosniz, Herzegoviniz ha poblou-all eus ar Balkaniou). Eur fazi eus ar brasa e vefe kredi e oa unneuzietoc’h hag unouennoc’h poblou an Hen-amzer eget ar poblou breman.
  2. Kavaros a zo deut da cauur, cawr, er yezou brezonek. Lavaret e veze cauurvarc’h « marc’h ramzel » evit « kañval » e kerneveg, hag e reer, e kembraeg, cawrfil (mil, loen) eus an olifant. E brezoneg, n’eus ken eus ar ger-se nemet dindan ar stumm keur- en anoiou evel keureug « eog ramzel », kerluz (evit *keurluz) « doare pesk-mor bras ».
  3. Ar brava delwennou o taolenni Kelted a zo anezo adskeudennou e maen-marbr dioc’h delwennou arem savet gant kizellerien Pergam da eñvori an trec’hiou gounezet gant rouanez ar gêr-se, Attalos hag Eumenes, ouz ar Gelted a waste an Azi-Vihana.
  4. Da skouer, ar penn miret er Mirdi Breizek (British Museum).
  5. Da skouer, penn ar soner hirgorn hag ar C’helt en em laz goude laza e wreg (Mirdi ar C’hapitol).
  6. Arabat ankounac’haat ez eus ouspenn, e-touez an dud melen-vlevek ha glaslagadek o veva en Hanternoz Europa, tud krennbennek ha krenzremmek. E-touez Finned ha Slaved Rusia e vez kavet ivez eun eilouenn korfet-dister, iziliet-moân ha berr he ment.
  7. Ar Gelted a vrezelekaas dindan Kaesar ha Labienus er Spagn, en Afrika hag en Azia, anezo ar pep uhela eus o brôadou, a oa hogozik-holl paotred mentek ha kaer-dreist.
  8. An eñvor anezo a gaver er mojennou a gonte ar C’hresianed diwar-benn Kuknos « AIarc’h » ha Nanno, roueed al Ligured e Galia, Arganthonios, roue an Dartessed, Gargoris ha Habis. roueed ar Guneted, er Spagn, Antiphates, roue al Lestrugoned, en enez-Vreiz.
  9. Beo hizio c’hoaz o ano en ano-lec’h Nuestra Señora de Oreto. Graet e veze « Germaned (Germani, Germanoi) » anezo. Ac’hano ano o c’hêr-benn gant Ptolemaios : Orêton Germanôn. Eul lezano e oa, emichans. Pe andon d’ezan, n’ouzomp ket. Anezan marteze eun distresadur diwar eun ano-all. Kenveria Germanioi laket d’eur bobl a Bersia e oa o gwir ano Karmanioi (ac’hano Karman, Kerman, Kirman, provins ha kêr e kevrenn gevred Persia), C. Autran, war Babyloniaca, VIII, 1924, p. 148. Eur bobl-all o veva en amezegiez an Oretaned diouz tu ar c’hreisteiz, Mastietani, Bastietani o ano, a zo bet graet ivez anezo Bastarni e skridou-zo eus an Hen-amzer, eun ano hennez bet laket d’ezo marteze gant keltiegerien.
  10. Lavaret o veze e keltieg, moarvat, nertos evit « nerzus » ha nerton evit « nerz ». Ouz Esunertos kenveria an ano krenn-vrezonek Doenerz, Donerz.
  11. Florus.
  12. Justinus.
  13. Isatis tinctoria al louzawourien eo ar pastez anvet glaston en hen-geltieg. War an Douar-bras, an Agathursed, anezo Thraked moarvat, o veva en uhelvro aourus-tre a anver breman Treuzsilvania, a oa ganto ivez ar c’hiz d’en em liva gant pastez. Kenveria boaz an Arii pe Harii displeget gant Tacitus en e levr diwar-benn ar C’hermaned : en noz e raent o argadadennou-brezel, livet holl o c’horf hag o skouedou e du, Dumézil, Mythes et dieux des Germains, 1939, pp. 80-1. Livadur ar penn, dremm ha bleo, a oa anezan en Iwerzon e derou an amzervez kristen, da zezvarn diouz an taolennadur a vez graet d’eomp eus brezelourien veur o dije bevet er c’houlz-se gant danevellou skourr an Uladed. Gwelout d’Arbois de Jubainville, l’Epopée celtique en Irlande, 1892.
  14. A c’hellfe beza e vije *altinos pe *altina diwar eur furm gosoc’h ha reisoc’h *artinos, *artina, distresidigez an r en l (ha vice-versa : an l en r) o veza eun darvoud eus ar paota er soniadouriez. Hogen, bez ’ez eus en iwerzoneg eur ger art « maen » a c’houlenn en e ziagent eur stumm hen-geltiek *arta a c’hellje beza dinaouet dioutan *artinos, *artina. An hevelep andon a c’hellje beza d’an izel-latin a ouenn geltiek artavus « kontellig, kanived » ha d’an euskareg artadzi « sizailhou ». Paot a-walc’h e tiskouez beza an amprestadennou diouz ar c’heltieg en euskareg, Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, levrenn V (Gwalarn 86, Genver 1936), p. 12, n. 9. Diwar-benn ar benveg anvet diouz an danvez ma veze graet da genta, kemer kelenn diouz Skêtla Segobrani, levrenn II (Lugus), p. 60, n. 2.