Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



PENNAD III
————


Ar Brezel


Ar Gelted a zo enno kadarnded al loened fero, ha dre ventegez o c’horf ez int trec’h d’ar peb all eus an Denelez. O c’horfou ramzel, o armou bras-direiz, a lake da gredi e oant bet ganet evit distrujidigez an dud ha diskaridigez ar c’hêriou.

(Dioc’h Florus).


KEVRENN I : AR VREZELIDI HAG AR SERVIJ SOUDARD


Kelta « kelt », e yez hor gourdadou, a oa d’ezañ eur furm wregel keltis ; bez ’e oa ouspenn eur ger diveret dioutañ keltia. Distaget e veze an daou c’her-se hildis, hildia gant ar C’hermaned hag e talvezent e germaneg kement ha « brezeliadez » ha « emgann » [1]. Bez’ e c’hallfe beza, eta, en dije kelta, ano brôadel ar Gelted, talvezet e keltieg koz kement ha « brezeliad ». Eur marteze n’eo ken. Ar pez a zo divarteze avat eo e voe ar Gelted douget a-viskoaz da draou ar brezel.

« Daou dra hepken a brizont ar skiant anezo », eme eur Roman eus an IIet kantvet kent H. S., « ar brezel hag an helavar » [2].

En tu-hont emañ d’ar wirionez. Diskouezet e vezo el labour-skrid-mañ, ennañ eun damskeud eus sevenadur ar Gelted koz, o deus ar Gelted pleustret war skiantou estr eget skiant an helavar ha hini ar brezel. Bez’ e voent, evit-se,

  1. Ar ger Hildis « brezeliadez » a rae dibenn kalz a anoiou prinsezed e-touez ar Franked hag ar C’hermaned all eus an Douar-bras : Brunihildis, Nantehildis, Klothildis, Krimhildis, h. a. En hen-skandinaveg Hildis, deut da Hildr, eo ano eur Valkirienn (doueez ar brezel).
  2. Pe « ar brezel hag al labour-douar » mar deo gwir ar reizadenn a zo bet degaset aman d’ar skrid latin koz.