Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
notennou diwar-benn ar gelted koz

e-touez ar muia « brezelgar » eus poblou an Hen-amzer. Ret-holl e oa d’ezo beza. Ganto, evel gant an holl vrôadou eus an Hanternoz, dinerz o renerez ha dic’halloud peurliesa da zifenn madou, buhez ha frankiz broiz, e kave ar re-mañ o gwella gwarez dre veza kadarn, kreñv, ouesk ha boaz da embreger an armou. An holl gwitibunan a veze eta brezeliad, adal ar roue, an drouiz hag ar barnour, betek an distera tieg, mesaer pe marc’hadour. Muioc’h pleustret e veze evelato, skiant ar brezel gant rummadou tud-zo evel an noblañs pe an dud eus ar werin a rae o micher eus ar brezel hag a feurme o divrec’h da neb o faee.


Ar servij-soudard. — Digemma a zo d’ober etre an argadennou da bell-vro hag ar brezeliou-diabarz pe ar brezeliou d’en em zifenn. Peurliesa an argadennou da bell-vro a veze aozet evel-hen : eur rener, anavezet gant an holl dre e gadarnded hag e ampartiz er brezel, a zastume soudarded a youl vat war ar marc’hallec’hiou hag er bodadegou hag a yae war-raok, ganto. Diredi e oa an engouestl.

Pa zegoueze eur brezel a-ziabarz pe eur brezel d’en em zifenn, e ranke an holl kerzout. Neb na sente ket a veze kastizet dre goll e fri, e ziskouarn, eul lagad pe eur vrec’h. Ma veze grevus-bras an traou e veze graet eur vodadeg armet : an holl wazed gouest d’en em ganna a dlee en em voda, armet holl, el lec’h hag en deiz merket, evit en em guzulia war stad an traou ha dilenn eur rener-brezel. An hini en em gave an diweza war dachenn ar vodadeg a veze lazet.

Nag ar gozni nag ar gwanderiou ne harzent an uhelidi geltiat da vont d’ar brezel. Gwelet e veze alies renerien, gwennet d’ezo o fennad bleo ha brevet o c’horf gant an hir-oad, bec’h ganto chom war o jao, o kerzout e penn ar vrezelidi war an emgannlec’h.


KEVRENN II : ARMOU-SKEI HAG ARMOU-EMZIFENN


Armou-stlepel. — E-touez an armou-stlepel eo envel ar maen a veze skôet gant an dourn pe gant an dalm, ar wareg hag ar bir (pe saez), ar speg. Armou koueriaded ha chaseourien e oa ar wareg hag ar bir, kentoc’h eget armou brezelidi. Ar brezelour keltiat ne rae ket ganto peurliesa hag a leze an implij anezo da dud ar werin.