Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
ar brezel

Meur a zoare spegou a oa, d’ezo peb a ano ; veruton, tragula, sparon, hag all. Spegou-zo a oa an houarn anezo hiroc’h eget eur c’hleze ; gant darn e oa eeun dremm an houarn, gant darn all e oa gwagennet evel eur flamm pe gouzreinet evel eun higenn, en hevelep doare ma veze trouc’het ha drailhet ar c’hig ha ma veze frankaet ar gouli pa veze tennet ar speg en-dro. Ar geriou petrinos [1], sunêma, sioloutegon, pe toloutegon a anve e keltieg koz kel lies all a zoareou disheñvel da stlepel ar speg diwar varc’h. Spegou-zo a veze stlapet gant an dourn, re all a veze bannet war bouez al lerenn anvet e latin amentum. Ouspenn daou-gementi hed taol ar speg a rae an amentum (65 metrad e lec’h 25 metrad).

Ar gaison a oa anezañ eur goaf evit gwir, nemet e oa eur goaf-bann. Gallout a reomp a-walc’h sellout outañ evel arm brôadel ar brezelour keltiat. Ledan e oa an houarn anezañ, war a greder, ha stummet e furm eun delienn. Pep brezeliad a yae gantañ daou c’hoaf seurt-se. Gaisata a veze graet eus ar soudard armet evel-se. Deuet eo gaison da gaz, gae en iwerzoneg, ha gaisatios « armet gant ar gaison » d’ar ger iwerzoneg gaide « armet gant eur goaf ». Ar gaison, benveg hag ano, a zo bet amprestet gant ar Romaned (gaesum) ha gant ar C’hermaned (gaisos).

Ar benveg-brezel anvet kateia a oa eur vouc’hal-vann bounner, outi eun troad berr graet gant koad gwevn. Pa veze strinket gant eun dourn akuit, e c’halle, dre drei-distrei, donet en-dro davet ar stlaper. Eur c’hoari-brezel e oa se. Hir-meurbet n’oa ket hed-bann ar gateia, nemet gant ar pouez a oa enni e veze torret kement tra skôet ganti. Bet e oa anezi, en Italia, pleustreta arm ar pobladou villanoviat (ombriat) o veva en tu diouz an hanternoz da venez Apennin : o arm brôadel e oa (skeudennou war Rev. archéol. 1907, pp. 12-4). Implijet e veze dreist-holl gant

  1. Berraet e c’hell beza petrinos diwar *petru-trinos, ger-evit-ger « peder c’had, kad ouz ar pevar zu », da lavarout eo « peurgad, stourm klok, emgann bloc’h ». Ha kement-se a glotfe gant an daolenn a ra Arrianos eus an doare-se da spegata diwar varc’h. Trino a zo aet da gembraeg trin « kann, emgann ». Evit talvoudegez petru aman, kenveria *petru-viroi, *petru-viri, kembraeg petry-wyr (e Levr Taliesin) « Kadourien disi, a oar tali (enebi) ouz ar pevar zu (araok, adrenv, a-gleiz hag a-zehou) », *petru-lama (*petrulamos, ano oberer), kembraeg pedrylaw « ampart, dourn dis, helao (sulamos) », ha lenn J. Loth, Le gaulois petru, son évolution au point de vue du sens, war Rev. des Et. anc. 1916, pp. 280-5.