Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
notennou diwar-benn ar gelted koz

gantañ eur vantell ruz, eun doneg ha bragou melen. Prizet-tre e veze an danveziou briz-roudennet : graet e veze ganto brageier, tonegou, mentell. E 222 kent H. S., ar roue kelt Virdumâros, a voe lazet e Mediolanon [1], en Italia, en eun emgann ouz ar Romaned, a zouge bragou roudennet. Er bloaz 61 goude H. S., ar rouanez Boudikka a oa ganti eur sae vriz-karrezet ; an darnvuia eus he zud, eme Diôn Kassios, a oa gwisket gant dilhad marellet evelti. Ar c’hiz koz keltiek da wiska dilhad, ma rae roudennou a veur a liou karrezennou moan warno, a zo bet miret betek-hen gant Skosiz.

Ar brouderez n’oa ket dizanav. Ar pennou a zouge gwiskamantou broudet a aour, hervez ar Gresian Strabon (kenta kantved goude H. S.). Roched brezel ar roue Virdumaros, en IIIet kantved kent H. S., a oa kaeraet gant aour, arc’hant ha liviou flamm. Ar verb gallek broder « brouda », ar ger iwerzonek brot (« beg, flemm ») hag hor ger « broz » a zo didarzet o zri eus eur ger hen-geltiek brozdo. Tokarmou, ornaduriou engravet warno, eus oadvez ar frankiz, skeudennouigou hag izelvosou eus an oadvez kelt-ha-roman a c’hell marteze rei d’eomp eun tañva eus ar broudereziou keltiek.

Darn eus an danveziou gloan aozet gant ar wiaderien geltiat, hag i teo, blevek ha lies-liou, a dalveze a-wechou, en tiez ar roueed, da balennou pe da lennou. Dre o liviou birvidik hag o ornadur linennek e tegasent da goun, heñvel eo, d’ar Romaned desket eus ar c’henta kantved goude H. S., ar pallennou brudet a wied e kêriou Aleksandria ha Babilon hag e bro ar Barthed.


KEVRENN IV : AR VICHEROURIEN [2]


Ar vicherourien geltiat e mare ar frankiz. — Ar Gelted koz a oa anezo eur gevredigez vrezelidi, urziet dreist-holl e sell eus an armou hag ar gounidou-brezel, ha koulskoude, en o zouez, evit doare, n’oa ket disprizet labour an daouarn na kaeliet ar vicherourien er renkou izela eus ar Gevredigez. Eun darn eus ar Gelted, da vihana, a gave d’ezo e oa d’an ijinerez eur vammenn doueek : sellout a rae tud Galia o doue brôadel,

  1. Milano hizio.
  2. E keltieg Iwerzon kerdo « micherour », kerdastos « aremour » a zo tennet eus kerdâ « arz ».