lien lin brao, kaeraet gwech ha gwech-all gant broudereziou o testenia eun oberour dourniet mat-tre. N’hon eus, siouaz, lienenn lin ebet deut war-lerc’h ar Gelted, nemet, en eur vro tost d’o bro c’henidik, er Sued, ez eus bet kavet en eur bez eus ar IXet - VIIet kantved kent H. S. eur pennad lien lin gweet moan.
E-touez ar Gelted eus ar Vet - Ia kantved kent H. S. an danvez ma raed gweadennou gantañ peurliesa e oa ar gloan, a veze pourvezet founnus gant ar bandennadou deñved. Adalek derou oadvez an arem, poblou hanternoz an Europ (Jutland ha Skandinavia) a ouie gwea gloan ; kavet ez eus bet er broiou-se, miret mat gant an dourenn givij eus dero an archedou, gwiskamantou en o fez paotred ha merc’hed an amzer-se : bonedou, rouedou, stammet da c’holei ar bleo, kreziou, mentell, bodreou, gouriziou ha saeou gloan digemmesk pe gloan kemmesket a vleo kirvi. Ar gevrenn-se eus ijinerez an Huperboreaned koz n’oa ket aet war fallaat etre douarn ar Gelted. Eus ar gweadennou gloan o deus stummet n’hon eus ken nemet tammou dister, bet miret betek ennomp stag-ha-stag ouz peziou-houarn merglet, ha, padal, diwar an tammouigou-se e c’hellomp anaout ne oa ket ar wiaderien gelt tud dizampart. Testeni ar skrivagnerien goz eus ar C’hreisteiz hon eus ouspenn : brasa meuleudi a rôont d’ar mezeriou gweet gant ar Gelted, re C’halia dreist-holl. Skañv, gwevn, tomm ha kreñv war eun dro, e tereent kenañ ouz tud a rene o holl vuhez en avel. Dont a rejont da veza brudet e-touez ar Romaned hag ar sujidi anezo, hag e voent degemeret gant an holl dud a vrezel pe a labour. Er c’henta kantved goude H. S., e veze ano, er bed roman, eus ar mezeriou keltiek evel ma vez ano hizio, er bed holl, eus lienajou kotons Bro-Saoz. Gant pep brôad keltiek e veze, gwirheñvel eo, he c’hommerien hag e gwiaderien, nemet kenta lec’hiou evit ar gwiskamantou gloan e oa neuze Turnakon, Nemetakon, Andematunnon ha Mediolanon [1].
Ar Gelted a oa anezo liverien gouiziek. « Gant livadur tennet eus louzaouennou », eme ar Roman Plinius Secundus, « e ouzont heñvelekaat limestra Tyr, al limestra kregin hag an holl liviou-all ». An noblañs keltiat a blije d’ezi ar mezer livet splann. En 274 goude H. S., an impalaer galian-roman Esuvius Tetricus (Esuvios Tetrikos) a oa
- ↑ Hizio Tournay, Arras, Langres ha Saintes.