Mont d’an endalc’had

Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 39

Eus Wikimammenn
troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 173-176)




PENNAD VII
————


An Arz hag an Ijinerez


KEVRENN I : RAKSELLOU


An danvez-studi. — Arz ha micheriou ar Gelted a anavezomp dre gant ha kant a draou, bet kavet er broiou a voe en o dalc’h. Dizolôet ez int bet, evit an darnvuia, er beziou hag er beredou eus an oadvez keltiek, war diazez kreñvlec’hiou ha kêriadennou koz, e govili dalc’het gwechall gant ar Gelted, e naoz stêriou pe lennou e-lec’h e oant bet kollet pe taolet da brof d’an doueed, e kuziadellou m’oant bet fiziet enno gant o ferc’henned.

An traou-se, dastumet da zanvez-studi war arz ha micheriou ar Gelted, a zo anezo armou da skei ha d’en ern zifenn, binviou a bep seurt, kinklereziou kezeg, tammou kirri, poderez, braoigou ha traou o sellout ouz ar stiperez hag ar gwiskamant. Hogozik holl ez int graet gant metal (dreist-holl arem, houarn, arc’hant hag aour) pe c’hoaz pri, askorn pe gorn, goularz, goural ha gwer. Ar pep brasa eus an traou graet gant prenn, lin, gloan, kouarc’h (kanab) pe ler, n’int ket deut betek ennomp, o veza n’hall ket seurt danveziou herzel ouz an amzer, nemet e rafe a du d’o mirout, meur a dra rekis-mat, dibaot d’ezo kendegouezout.


An derou hag an istor : a) arz hag ijinerez hanternozel ; b) arz hag ijinerez hallstattel ; k) arz hag ijinerez an Ten. — Da veiza ervat ar pez a zeuio war-lerc’h arabat lezel o vont diwar wel an diou wirionez-mañ :

1° An arz hag an ijinerez a zo daou dra distag krenn diouz ar ouenn hag ar vrôadelez. Poblou disheñvel dre o ganedigez hag o yez, gant ma chomfent pell amzer kichen ha kichen en eur vro, o devo alies a-walc’h an hevelep arz hag an hevelep ijinerez, pe, da vihana, arzou hag ijinereziou demhenvel, dre m’en devo pouezet warno nerz an hevelep degoueziou.

2° Eur vrôadelez a c’hell en em furmi ha beva e-pad eun niver kantvedou hep kaout arz ebet diouti hec’h-unan. E genivelez ha kresk eur vrôad an arz end-eeun an hini a ziglor an diweza. Da skouer, ar vrôadelez keltiek a oa anezi, hep mar ebet, adalek an Xet kantved kent H. S., ha koulskoude er Vet hag er VIet hepken e welomp o tiwana hag o vleunia eun arz a gement a ve, ez wir, tra ar Gelted.


a) Arz hag ijinerez hanternozel. — D’an amzer bell-se (XXet - Xet kantved kent H. S.) pa n’oa c’hoaz nemet hendadou ar Gelted eur steudad dister a veuriadouigou diazezet a-hed mor an Hanternoz, e oa o arz hag o ijinerez, war-bouez nebeut, arz hag ijinerez ar meuriadou tosta a veve er Jutland, en enezennou ar mor Baltik hag e penn kreisteizel Skandinavia. Sevenedigez labouriou ar meuriadou skignet en holl gevrenn-se eus an Europ a oa d’ezi eur stumm diouti hec’h-unan, daoust d’an disheñvelderiou a save diwar m’edo en o zouez meur a c’hovel vihan, eun doare anat da labouriou pep hini hag int koulskoude heñvel pe heñveloc’h ouz re ar meuriadou tosta. Ar aremennou diwar ar govili-se a drec’h d’an aremennou savet er mare-se gant aremourien kreizenn ha kornog Europa dre gened o furmiou, liester o fatromou, klokder an oberiadur ha pinvidigez an ornadur linennek a zo bet engravet warno.

Sellout ar sevenadur-se evel tra ar Gelted pe ar C’hermaned n’heller ket ober, rak :

1° anat-splann eo n’he devoa nag ar yez keltiek nag ar yez c’hermanek kemeret c’hoaz, d’ar mare-se, ar stumm distag a weled ganto daouzek pe bemzek kantved diwezatoc’h : n’oa anezo c’hoaz nemet diou c’houyez indezeuropek, karez-nes an eil d’eben ;

2° hiniennou eus meuriadou an Hanternoz n’oant ket neuze marteze indezeuropat dre o yez ;

3° piaouet eo bet war eun dro ar sevenadur-se gant meuriadou gwall-zisheñvel o brôadelez.

An ano a sevenadur hanternozel (pe huperborean) a zerefe outan, rak ar meuriadou-se end-eeun, o veva war aodou mor Hanternoz hag ar mor Baltik hag er gompezenn vras nesa, eo a renke ar C’hresianed, er VIIet, er VIet hag er Vet kantved, dindan an ano a Huperboreaned « ar re a vev en tu-hont d’an avel-sterenn. » Kosa skridou ar C’hresianed, hag enno danevellou marzus diwar-benn furnez an Huperboreaned, hirder o buhez, o mailhded evel telennerien ha kanerien, an azeulerez a lident d’an heol, ne lavaront ger eus ar ouiziegez hag an ampartiz o deus diskouezet o labourat an arem. A-hend-all e venegont an darempredou a oa bet gwechall, da heul kenwerz ar goularz moarvat, etre o bro-int hag ar re a vev war c’hlann « ar mor-all » (heteran thalassan) hag ar profou « paket gant kolo gwiniz » an Huperboreaned da dempl bras an heol en enezenn.

Mar deo savet-dreist arz hag ijinerez meuriadou an Hanternoz, e tleont kement-se, hep mar, d’o darempredou gant ar poblou sevenetoc’h a veve en aodou hag enezennou ar mor Kreizdouarek.


b) Arz hag ijinerez hallstattel. — Gant an amzer ha da heul ergerz eun darn eus ar Gelted war-du ar c’hreisteiz hag ar mervent e savas kemmadennou en o arz hag o ijinerez. Ijinerez Hallstatt [1] (Xet - Vet kantved kent H. S.) a reer eus an ijinerez anavezet dreist-holl dre ma kemer, war eun dro, an arem hag an houarn da zanvez an armou hag ar binviou trouc’ha. En Alpou, e Bro-Illiria, e voe an andon anezañ ; ac’hano en em skignas war holl vroiou kreizenn Europa.

Boutin e voe etre eur maread poblou illiriat ha liguriat hag ar re eus ar meuriadou keltiek a oa deut da ziazeza er vro veneziek etre ar Mein hag an Danuvios hag e reter ha kreizenn Bro-C’hall. Ar Gelted eo, marteze, a gasas ar sevenadur hallstattel-se e mervent Bro-C’hall hag er Spagn. Bro-C’hall ar gwalarn, enez-Vreiz hag Iwerzon ne voent ket diraezet gantañ.


c) Arz hag ijinerez an Ten. — Er pempvet kantved ar sevenadur anvet sevenadur an Ten [2] a ziglor hag a stag d’en em skigna war an holl vro hallstattel nemet ar Spagn.

Anavezet eo ijinerez an Ten dre ar vegenn uhel tizet gantan er govelerez-houarn. En e ren ivez e teujod d’ober implij eus ar peziou-moneiz. Kreizenn e skignadur a ziskouez beza bet traoñienn ar Rênos pe ar broiou tro-dro, da lavarout eo ar rannvro ma voe, kredabl, diazezet enni, er pempvet kantved, impalaerded Ambikatus. Ijinerez an Ten eo hini Kelted an Istorvez, Kelted ar gounidou-brezel bras : e zegas a reont ganto en enez-Vreiz hag en Iwerzon, en Italia an hanternoz, traoñienn an Danuvios, gourenez ar Balkaniou, betek e kreizenn an Azi-Vihana. Tremen a eure zoken harzou ar broiou piaouet gant ar Gelted e barr o galloudez, dreist-holl diouz tu ar biz-reter, e-lec’h en em skignas e-touez ar C’hermaned etre an Elb hag an Oder ha betek e Skandinavia.

War-dro dibenn ar c’henta kantved kent H. S. hag e-kerz ar c’hantved war-lerc’h e voe mouget a-nebeudou sevenadur an Ten e broiou keltiek an douar-bras, gant ar sevenadur gresian-roman ; ne zalc’has en e sav nemet e-touez Kelted enez-Vreiz hag Iwerzon.

Arz hag ijinerez an Ten, savet diwar kemmesk ha kresk danveziou a veur a andon, hogen ganet war glann ar Rênos, en eur vro geltiek, ha skignet dre Europa a-bez gant Kelted, n’eus nemeto a gement o dije gwir da veza anvet arz hag ijinerez keltiek. Anezo e vezo komzet er pajennou da heul.


  1. An ano-se eo hini eul lec’h, tost da Salzbourg, er meneziou a vonn er c’hreisteiz traonienn an Danuvios-Uhela. Kavet eo bet el lec’h-se eur vered vras ma touared tud enni etre ar bloaz 800 hag ar bloaz 500 kent H. S. D’ar c’houlz-se e oa Hallstatt eur penlec’h dreist evit ar c’henwerz, gant he mengleuziou holen-douar ha dre m’en em gave war an hent bras a heulied da gerc’hat goularz eus an Albis (Elbe) d’ar mor Adriatik.
  2. Eus ano eul lec’h war lenn Neuchâtel a zo bet kavet ennan roudou eur c’hrenvlec’h keltiek savet war beuliou. Eun ti-kustum e oa, diouz an arrebeuri anezan, V. Gross, La Tène, un oppidum helvète, 1886.