Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 44

Eus Wikimammenn
troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 203-215)




PENNAD VIII
————


Ar gounid-douar hag ar maga-loened
gant ar Gelted koz


KEVRENN I : AR GOUNID-DOUAR


Araok ar Gelted. — Pleustret o deus poblou Europa war ar gounid-douar hag ar maga-loened pell kent ober implij eus ar metalou. War-dro an XXet kantved kent H. S. eo ez oa en em skignet e kreiz hag en hanternoz Europa ar voaz d’ober binviou hag armou gant arem. Hogen, dek kantved a oa, da nebeuta a-benn neuze, ez anaveze tud ar broiou-hont an edeier hag al loened doñv. Ar furchadennou graet e dismantrou ar c’hêriadennou-war-zour eus kreiz Europa o deus diskuliet e save tud ar c’hêriadennou-se, da oadvez an armou hag ar binviou maen lufret (war-dro an XXXet kantved kent H. S.), kezeg, oc’hen, gevr, deñved, moc’h ha kon. Gounit a raent an avalenn hag e hadent ar segal, daou seurd heiz, tri seurd gwiniz ha daou seurd mell tañvoezennek. Diwezatoc’h, da vare an armou arem (2.000-900 kent H. S.), e reas ouspenn ar gêriadennidi-se gant ar c’herc’h, ar piz bihan hag ar fao, e-pad m’en em roe o c’henvreudeur eus Italia-Uhela da blanta gwinienn ha d’ober gwin.

Anat eo, a-hend-all, diouz kenstudi ar gouryezou nevez-indezeuropek, e vage an indezeuropegerien, d’ar mare ma komzed c’hoaz ar c’henindezeuropeg e kreizenn Europa, ar c’hi (kvô), ar marc’h (ekvos), an taro (stauros, steuros), ar vuoc’h (gwôus), an dañvad (ovis, agumos), ar pemoc’h (sûs, porkos), ar c’havr (kapros, ghaidos, agis pe aga), ar wenanenn e talveze ar mel (medhu) [1] anezi da benna danvez an dour-mel, evadur brôadel an indezeuropegerien. Gounit a raent heiz (yevos, gherzdeyom, gherzda), gwiniz (puros), piz (erevos, orovos), fao pe fer (bhâbha), hag irvin (rapa, ropa) [2].

Kelted ha Rak-Kelted, pa zigor an istorvez, a oa ganto, eta, eun hir-herez a skiant-prenet war ar c’hounidigez-douar.


Ar bras a lec’h dalc’het gant ar c’hounidigez-douar e-touez ar Gelted. — Diouz an hendraezou kavet en hon amzer er Jutland hag en hanternoz eus an Alamagn e ouzomp anat ez oa ar meuriadou-se, a savas tamm-ha-tamm en o c’hreiz, etre an XXet hag an XIet kantved kent H. S., yez ha brôadelez ar Gelted, dreist-holl gounideien-douar ha mesaerien evel ar meuriadou all eus kreizenn Europa ; haelerien-alar ha perc’henned-chatal e voe ar Gelted da genta-holl [3]. Ar stad-vuhez-se a virjont a-dreuz d’ar c’hantvedou, daoust d’o gounidigeziou-brezel, betek an deiz ma kavomp ar sevenadur anezo taolennet er skridou gresieg ha latin.

Diwar ar skridou-se, kemeret dre gevred, e c’heller dastum ez oa, goude ar brezel, an hada-edou hag ar maga-loened an traou m’en em rôe d’ezo dreist-holl Kelted an IIIet, an IIet hag ar c’henta kantved kent H. S. Pennadou ’zo eus Titus Livius ha Polubios hel lavar sklaer anat. E kement lec’h na zeue ket ar Gelted evel argadourien pe c’hopr-soudarded e teuent evel labourerien-douar, mesaerien ha magerien-chatal, hag ivez evel paotred-kezeg, renerien-girri, chalboterien. Er IIIvet, en IIet hag er c’henta kantved kent H. S., ar Gelted, evel ar C’hermaned, an Illirianed hag an Dhraked, kempred ganto, n’oant ket re zouget da veva er c’hêriou tudet-stank eus an Itali, ar C’hres, an Azi-Vihana. Er maeziou eo e raent kentoc’h o chomadur. Setu amañ e pe gomzou e taolenn Polubios (IIet kantved kent H. S.) ar Gelted a oa deut da ziazeza e kompezennou an Itali-Uhela : « Beva a reont war stlabez e kêriadennou divoger. Dic’houzvez ez int eus ar c’hant-ha-kant a draou a laka aezamant er vuhez. N’o devez ken gwele nemet foen pe golo, ken magadur nemet kig ; en eur ger e renont an distera bevidigez. Digas ouz kement na dennfe pe d’ar brezel pe d’al labour-douar, e vanont krenn distudi. Chatal hag aour hepken a vez ganto da binvidigez, o veza n’eus tra all ebet a c’hallfent, diouz red, kas-digas ganto hervez m’o dije c’hoant [4]. »

E-keñver gant ar pennadou emomp o paouez komz anezo ez eus, e skridou an Hen-amzer, pennadou all o testeniekaat o dije eur Gelted bennak dam-zilezet ar c’hounidegez-douar d’en em rei d’ar brezel ha d’ar skraperez. Strabôn a ziskleir n’en em ro Galianed e amzer (derou ar c’henta kantved goude H. S.) gant kement a c’hred d’ar c’hounidegez-douar nemet dre m’o deus ar Romaned lamet diganto o armou hag o rediet da genveva e peoc’h. A-unan emañ Strabôn ha Justinus evit lavarout e pleustr ar wazed, e Galia hag er Spagn, war vicher an armou hag ar skraperez, o lezel gant ar merc’hed evez an ti ha labour ar parkeier [5]. Ar Skordisked, anezo marteze, hervez Florus, ar re daera eus an holl Gelted, dre ma unanont an ijin hag an nerz-kalon, o dije bevet, gouez da Orosius, evel gwir laeron.

Al lavarennou-se, hag i c’houezet eun draig, emichañs, gant avel ha pouferez-natur Kreisteiziz, n’eus tra enno, ez leal, a gement na ve ket gwirheñvel. En eur vro evel Keltia, e-lec’h e veze ar gwragez frouezus-dreist, ma kreske ar boblañs buanoc’h kant gwech eget gorread an douarou gounezet, edo micher an armou, da lavarout eo ar brezel hag ar skraperez, evit tud kreñv ha her dre natur, an hini a



Koueriad kelt oc’h arat (Breiz-Veur).


zegase aes ha prim dreist d’ar re all galloud ha pinvidigez. An darvoudou a reas d’ar Gelted dont da alouberien eun darn vras eus Europa ha da berc’henned eun niver a sujidi n’o deus ket tremenet, moarvat, hep kemma tamm-pe-damm ar c’hoantegeziou hag ar boaziou anezo ; douget o dije a-walc’h eur re bennak en o zouez d’ober fae war labour ar maeziou ha d’e lezel, evit eun darn, gant ar merc’hed ha gant ar poblou sujet d’ezo.

A-hend-all, arabat ez eo ober re a bouez gant ar pennad da heul diouz Ploutarkhos : « Ar Vastarned », emezañ, « a vev diwar ar gopr a vez paeet d’ezo er brezel, rak er boblad-se n’eus na gounideien-douar, na saverien-chatal, na marc’hadourien ; n’o devez ken micher na labour nemet brezeli ha trec’hi. » Eur bobl niverus ha galloudus evel ar Vastarned, pinvidikaet gant preizadegou dibaouez war zouarou an Dhraked, gounideien-douar ha mesaerien, hag a c’halle hep dinerza kas 15.000 a varc’heien ha kemend-all a droadeien da skoazel roue Makedonia, ker galloudek ha ma ’z oant, n’eo ket da gredi n’o dije ket piaouet chatal hag o dije peurzilezet ar maga-loened, dreist-holl ar maga-kezeg. A-vec’h e c’hellje an daolenn-se, treset gant Ploutarkhos, dereout ouz ar bagadou soudarded keltiat a weled, eus ar IVet d’ar c’henta kantved kent H. S., o kantren a-hed glann ar mor Kreisdouarek, ganto o gwragez hag o bugale, dindan renadur pennou eus o gouenn, hag a dremene eus servij Karthadiz da hini ar C’hresianed, eus gopradur ar C’hresianed da hini roueed an Azi pe an Ejipt.

Lavaromp da beurgloza ez eo bet ar c’hounidegez-douar anavezet a-viskoaz gant ar Gelted, nemet muioc’h pe nebeutoc’h o deus pleustret warni diouz an amzer, ar poblou hag ar stadou a vuhez. E-pad an tri c’hantved kent donedigez H. S. e talc’he al labour-douar eun niver a vrec’hiou e Keltia, dreist-holl brec’hiou merc’hed, gwazed eus ar gumun, sujidi ha sklaved. An uheliad, heñ, a rene hag a evesae ; dibaot, avat, war a heñvel, e lakae dourn d’al labour, o veza gwell gantañ embreger e gleze pe sugell e varc’h-emgann eget an alar pe ar falz.


An edeier. — Brasa ha pouezusa gounidegez gant ar Gelted ez oa hini an edeier. Kalz a evez, a amzer hag a zouarou a rôent d’ezi. Ar Gresian Polubios a gomz gant estlamm eus gwinizegou, heizegou ha mellegou ec’hon a weled e kompezennou Keltia treuzet gant ar stêr « Bodinkos » (Pô) [6]. E-pad an eiz vloaz a dremenas Kaesar e Galia (58-50 kent H. S.) e kavas eno, e pep lec’h hag e pep amzer, eur builhentez ed da veva e soudarded. Stank e oa ivez ar gwinizegou e korn gevred enez-Vreiz a voe ergerzet gantañ er bloaveziou 55 ha 54.

Gwiniz, kerc’h, segal ha mell a veze hadet gant ar Gelted. Pevar a anavezomp eus an edou a c’hounezent :

1) gwiniz an Ejïpt (anvet e galleg « poulard »), graet anezañ e keltieg arinka [7] ;

2) ar gwiniz gwenn bras pe siligo. « Ar siligo », eine Blinius Secundus, « a reer gantañ ar brava bara ; eur boezellad vleud diwar siligo Galia a ro daou livr war-nugent a vara. »

3) ar gwiniz tri miz ;

4) eun doare vell hañvet brakis. « Meurbet gwenn eo ar greun anezañ », eme Blinius, « dre boezellad e ro tost da bevar livr a vara en tu-hont d’an holl vleudou all. »

An heiz a veze graet anezañ sasia e keltieg evel e ligurieg. Brudet e oa gant ar Romaned heiz Keltia, hordeum galaticum ; hadet e meurz e douarou yen menez Dindumos, e Galatia, e rôe dre jugerum (25 ar) pemp modius (40 litrad) eus eur bleud mat-tre d’ober bara tiegez. « E Keltiberia », eme Blinius, « e vez hadet an heiz en ebrel hag ez eus daou eost dioutañ dre vloaz. » Daou seurt heiz eta a oa gant ar Gelted :

1) heiz meurz ;

2) heiz an diskar-amzer.

Daou seurt mell a hadent ivez :

1) ar mell ordinal ;

2) ar mell lost-marc’h.

Strabôn a ro da evesaat e tere mat-dispar ouz gounidegez ar mell douar an Itali-Uhela dre ma ’z eo kanouc’hellet-stank [8]. « N’eus ket », emezañ, « gwelloc’h gwarez ouz an naonegez ; o veza ma harz ar mell ouz an amzer ar muia hedro, ne c’houiter nepred gantañ, hag e ve dienez klok eus ar greunou-all. » Eur magadur dreist e oa ar c’holo mell d’an oc’hen ha d’ar c’hezeg. Dre ma splete kement, e c’hounezed ar mell kerkouls en hanternoz hag e kornog Keltia evel er c’hreisteiz pe er reter anezi.


Al louzeier-kegin. — Ar Gelted, debrerien vras a yod diwar vleud edou, n’o deus ket lakaet, evit doare, nemeur a amzer nag a zouar da hada louzeier-kegin. Ognon, kignenn, panez, hag ivez hep mar, moarvat, irvin ha pour hepken a veze gounezet ganto da vat. En Itali-Uhela e haded ouspenn piz bihan, fao ha fer. Mesket e veze gant glannidi ar Bodinkos fao gant gwiniz d’ober yod. E Galia, e c’hounezed dre galz ar rabez da voued-goañv ar chatal.

Tremen a rae peurliesa ar Gelted, evit doare, gant al louzeier-maga a save puilh anezo o-unan en o c’hoadou, en o fradou hag a-hed o gwaziou-dour. Evelse e oa, da skouer : — ar beler (berula e keltieg) ; — ar riforz, hag int o kreski, e korn reter Galia, ken teo ha bugale gouezell ; — an asperjus gouez a founne e broiou-zo, war ar meneziou hag e maeziou ar Rênos-Uhela ; — ar pastounadez melen (siser e latin) ; ar gwella hini a veded e-kichen Gelduba, kastell-brezel war glann ar Rênos ; ac’hano e rae an impalaer Tiberius (14-37 goude H. S.) degas d’ezañ bep bloaz, d’ober evit e brejou.


Gwez-frouez. — Debri a rae ar Gelted eus an holl frouez a save anezo o-unan en o c’hoadou [9] : kraoñ, kraoñ-kelvez, finij, irin, mouar-drez, kerez gouez, rezin, sivi, avalou, per, magl (Trapa natans). N’o dije lakaet evez, avat, nemet ouz an avalenn, ha marteze ouz ar vesperenn hag ar gelvezenn. Aval Galia (mala gallica e latin) a oa anavezet, er c’henta kantved goude H. S., gant ar Romaned a rae anezañ eur ouenn avalou oc’h azvi en diskar-amzer. En hevelep mare, e bro ar Velged e planted avalou displus, anvet spadonia e yez ar bobl-se. Ker stank e oa an iliber en Illiria ma anved, war a lavared, eur rannvro anezi Dardania, eus ar ger illiriek darda « perenn » [10].

Gounidegez ar gwez-frouez, evel hini al louzeier-kegin, ne deas tre war en em astenn nemet e-doug ar marevez kelt-ha-roman. E-touez ar gouennou gwez-frouez a voe neuze degaset e Keltia e c’heller envel ar bechezenn, ar fiezenn hag ar gerezenn. Ar bechezenn a weled e Galia en amzer Plinius Secundus (marvet e 79 goude H. S.). Gounezet e veze ar fiezenn e Lutetia, en hanternoz Galia, e mare an impalaer Julianus (356-360 goude H. S.). Evit ar gerezenn, a oa bet degaset eus an Azi-Vihana d’an Itali gant ar pengadour roman Lucullus er bloaz 67 kent H. S., edo degouezet c’houec’h-ugent vloaz goude, e 53 goude H. S., en tu-hont d’ar mor, en enez-Vreiz. D’ar mare-se en hanternoz Galia e planted dreist-holl ar c’herez luzitaniat.



Oged daou ejen ouz he stleja (Liguria).


War glannou ar Rênos e kaved gwell ar c’herez triliou, du, ruz ha glas, « a heñvel bepred dare da azvi », gouez da Blinius.


Ar winienn. — En darnvuia eus ar broiou m’edo diazezet ar Gelted ne greske ket ar winienn anezi hec’h-unan. Gant-se, ne anavezjont ar gwin nemet diwezat a-walc’h dre ar varc’hadourien deut eus ar C’hreisteiz. Digant ar yezou italiek eo e voe kemeret ano ar gwin, vino-, gant Kelted ar C’huz-heol. Ar Gelted a enbroas en Itali-Uhela hag en Dhrakia a reas anaoudegez gant ar winienn hag ar c’hounidegez anezi [11] ; goude tañva gwin, rezin ha fiez, war a lavare ar Romaned, eo e reas ar Gelted o menoz da aloubi hanternoz an Itali a daole traou ker saourek. E Galia, n’en em astennas ar planta gwinienn dre ar vro nemet da heul aloubadenn ar Romaned.

Anavezeta gwiniegou Keltia er c’henta kantved goude H. S. e oa :

1) ar gwiniegou war grec’hiennou ar Raeted hag ar re war zouarou ar Genomaned, en-dro da gêr Verona. Frouezus-kaer e oant : « Diouz ment an tonellou », eme Strabôn, « e c’heller kaout eur merzout eus puilhder an eostou : e prenn eo an tonnellou-se ha brasoc’h eget tiez. Ouspenn, an aezamant a vez d’o liva gant eur gwiskad teo a der [12] a denn c’hoaz da wellaat ha da virout ar gwin. » Priziet e talc’has da veza ar gwin-se ken mare an impalaer Tiberius : gwell eget gwin Verona ne rae ar barz Vergilius nemet gwin Falern ;

2) gwiniegou gevred Galia. Gwaz a se, mastaret e veze ar gwin diouto gant a bep seurt-aozadennou : glec’hiet e veze ennañ peg d’e zidrenka ; mogedet e veze d’e devaat ; louzaouennou c’houero a gemmesked gantañ d’e vlaza ha d’e liva ;

3) gwiniegou Bituriged Burdigala (Bourdel bremañ) ;

4) gwiniegou krec’hiennou ar « Mosella » en hanternoz. Tennet e veze diouto eur gwin ha d’ezañ c’houez-vat, a zo bet meulet gant ar Galian Ausonius er IVet kantved eus hon oadvez kristen.

Miret eo bet d’eomp gant ar skrivagnerien latin eur geriennou bennak ma rae ganto ar winiennerien geltiat : kandosokkus « skoultrig-red diwar winienn », markus, emarkus « gwinienn peuz-fall ». Er Spagn, da vare ar Romaned, e raed gant rezin ruz ker brudet ar vro-se an ano a kokkolobis hag e heñvel ar ger-se beza keltiek [13].


Al louzeier danvez-micheriou. — Al louzeier danvez-micheriou gounezet gant ar Gelted a c’heller ranna e diou gevrenn :

a) al louzeier gwiadennus : al lin hag ar c’houarc’h (kanab) ;

b) al louzeier livadennus, evel ar pastez (glaston e keltieg), louzaouenn-ar-goukoug, an teod-kaz, al lus hag, anat a-walc’h ivez, ar wrizienn-ruz a heñvel an ano koz anezi, varantia (« garance » e galleg), beza deut eus an Hanternoz.

Raktal goude gounidegez an edeier, pa seller ouz an evez a lakaed outo, e teue gounidegez al louzeier-micheriou. E pobladou ’zo a Geltia edo al linegou, ar c’hanabegou hag ar parkou dindan louzaouennou livadennus hogos kement-ha-kement hag an edegi. Hag, evit gwir, kerkouls hag an edou ez oa al louzeier-se, a oa ret-holl d’ar Gelted. E-keit ha ma pourchase eun darn anezo al lañfas ma raed kerden ha gwiadennou, ar re-all a rôe al livaduriou flamm ha liesliou a gare kement ar Gelted o gwelout war o dilhad, o armou hag o c’hirri.


An temziou. — En tu-hont d’an teil-loened e rae ar Gelted, da strujusaat o farkou, gant meur a zoare temziou : 1) ar marg ; 2) ar c’hleiz gwenn ; 3) ar raz ; 4) an uloc’h (ulfenn, poultrenn) ; 5) al ludu ; 6) ar mell douaret ez glas.

Gant Kelted Italia eo ez oa bet dizolôet nerz-struja ar mell douaret ez glas ; an Aedued hag ar Biktoned, diou boblad a C’halia ha d’ezo douarou gleb, eo a rae gant ar raz. Evit ar marg, marga e keltieg, e oa implijet dreist-holl gant ar Velged hag ar Vrezoned. D’her c’havout e veze kleuzet doun a-wechou. Tri doare a anavezed anezañ :

1) ar marg gwenn, glissomarga e keltieg. « Tregont vloaz e pad en douarou d’o strujusaat », eme Blinius ; « gwelloc’h eo d’ar foennegou eget d’an edegou » ;

2) ar marg meinek, akaunumarga. « Strujusaat a ra eun dirienn e-pad hanter-kant vloaz hag e tere kerkouls d’an douarou-ed ha d’an douarou all » ;

3) ar marg koulmel (« colombine » e galleg), eglekopala. « Kerkouls eo d’an ed ha d’ar foenn. »

Margula, ger-bihanaat diveret a marga, a zo bet degemeret e latin Galia ha deut, a greder, d’ar galleg marne.


Ar muzulia-douarou. — Tri a anavezomp eus ar muzuliou ma rae ar Gelted ganto da verka gorread o douarou : an arepennis (aet da c’halleg arpent), o talvout an hanter eus jugerum ar Romaned, da lavarout eo daouzek « ar » hanter ; — kandeton ar maeziou a dalve war-dro ugent « ar » ; — kandeton ar c’hêriou, ennañ war-dro eiz pe nao « ar ».



Oc’h arat (engravadur war roc’h eus oadvez an arem, Liguria).


An tri muzul-mañ a oa karrezennou reiz ha d’ezo da hed-tu, an arepennis pevar-ugent ilinad gresian (war-dro 44 santimetr), ar c’handeton maeziou kant ilinad. Savet ivez diwar an ilinad e oa penna muzul hed-hent ar C’halianed, al leuga pe leo, enni 5000 ilinad (war-dro 2217 metr) hag, ouspenn, muzul-hent ar C’hermaned, ar rasta, a oa an hanter hiroc’h.

Eur ger all a anavezomp o sellout ouz muzulierez ha bonnerez an douarou. Randos eo pe randa a dlee beza da lavarout « ribl, bevenn, harzou eur park pe eur vro ». Her c’havout a reer en ano *Eviranda a raed, e Galia, eus eun niver a lec’hiou-annez war harzou diou boblad [14]. Ar ger-se, degemeret e briz-latin Galia, a zo bet miret e yez romanek ar vro-se ; hizio c’hoaz, e departamant an « Aube », e reer an ano a rande eus an torosennou a zo bet kemeret da vonnou etre ar c’humunou.


Ar binviou labour-douar. — Penna binviou labour-douar e oa ar bigell, ar bal, ar rañv (*rama, *ramia), ar rastell-brenn, ar filzier hag ar fllc’hier a bep ment en arem pe houarn, an oged (*okita), an alar.

Daou zoare eler a oa :

1) an alar dirod ha digontell, ar c’hosa hag an anavezeta ; aratron an hen-Arianed e oa-heñ ; n’oa nemetañ, gwirheñvel, a gement a vije graet gantañ, er c’henta kantved eus hon oadvez kristen, e-touez Breiziz hag Iwerzoniz ;

2) an alar war gilhorou ha kontellek, a oa bet ijinet gant eur boblad keltiek pe geltaet eus an Alpou, ar Raeted. Plaumorati a raed eus an alar-se. Amprestet eo bet digant ar Gelted an dra hag an ano gant ar C’hermaned (en hen-alamaneg plovum « alar », e saozneg plough).

Daou ejen a veze peurliesa, diouz doare, da stleja an alar pe an oged. Eun aremenn eus ar marevez kelt-ha-roman kavet e Breiz-Veur [15] a zo skeudennet warni eur c’houer keltiat, gwisket gant ar kukullus pe vantell gabellek, o haelat eun alar dirod ha digontell gant daou ejen stag outañ. E domaniou bras Galia, en amzer Plinius Secundus (kenta kantved eus hon oadvez), da vont founnusoc’h gant al labour, e staged ouz an eler hag ouz an ogedou diou denn-loened pe deir war eun dro.


Ar medi ed ha foenn. — Gant ar falz eo e veded an ed e doare na veze trouc’het dioutañ nemet ar pennou ; ar soul, chomet war e droad, a dalveze da doi tiez ha da c’houzeria. E Galia e veze eostet ar mell evel an ed, tañvoezenn ha tañvoezenn, gant kribou dre zourn. Kolo heiz, « flour-tre d’an ejened », a veze miret evito. Gant soul mell ne veze ket tôet : devet e veze alies ha marteze lakaet da demz al ludu dioutañ.

Er c’henta kantved eus hor rann-amzer, Kelted Galia o doa ijinet eun doare mederez ma raed ganti war zouarou plaen hag en domaniou bras. Eur seurt tumporell e oa war ziou rod, bountet gant eun ejen, ha dent houarn er penn a-raok anezañ da ziframma ar pennou-ed. Ar re-mañ a goueze en tumporell e-lec’h en em zaspugnent. Evel-se e veze aet buanoc’h gant ar medi ha graet gant an nebeuta tud ha loened [16].

Ar Gelted, da drouc’ha foenn, a rae gant ar falc’h vras dizanat da Greisteiziz. A drugarez d’ar beñveg-se e c’hellent ivez mont buan gant al labour, talvoudusa tra war zomaniou bras hag e temz-amzer hedro Keltia.


Karrdiou, grignoliou war beuliou pe dindan zouar. — Da serri an eostou ken na vijent dournet, e rae Kelted enez-Vreiz hag an Douar-bras gant tiez ec’hon a dalveze da zourndiou, ma chelled dourna an ed enno ez arouarek hag er gwasked. Er Spagn e weled war ar maeziou grignoliou savet a-us d’an douar war beuliou prenn. En hevelep bro, en enez-Vreiz, en Dhrakia hag er C’halatia, ez oa grignoliou dindan-zouar, a ra ar Roman Varro ar veuleudi anezo en e skrid De re rustica : « Er strad anezo », emezañ, « al leur a zo streouet a golo. Ne deus en o diabarz na glebor, na sourrad avel, rak n’o digorer nepred nemet ha ret e ve mont d’an arboelladenn. Hanter-kant vloaz e vez miret an ed enno, hag ar mell eur c’hantved. »


An dourna hag an niza greun. — Da zistaga ar greun e raed gant ar freilh. An daou hent all a ra Plinius Secundus meneg anezo, 1) flastra an toc’had ed dindan treid ar c’hezekenned ; 2) freuza anezo war al leur gant eur seurt oged (tribulum), n’eus ket da gredi o dije ar Gelted graet nemeur ganto.

Da niza greun, e raed gant ar c’hrôuer a oa añvet krêtron en enez-Vreiz hag en Iwerzon [17].

  1. An indezeuropeg medhu « mel », deut da medus, pe medu en hen-geltieg ha da mez e brezoneg, a dalv en eil yez hag en eben kement ha « dour-mel, chufere ».
  2. Diwar-benn ar furmou a voe gwisket d’an holl c’heriou-se eus an indezeuropeg gant ar yezou nevez-indezeuropek, gresieg, latin, keltieg, germaneg, lituaneg, slaveg, lenn e levr d’Arbois de Jubainville, Premiers Habitants, levr kenta, eil mouladur, an notennou e traoñ ar pajennou 205-218 hag ar bajenn 291. Arabad lavarout, evel m’en deus graet d’Arbois, ez eo an indezeuropegerien o deus kenteliet Europiz war ar c’hounidegez-douar. Da genta, n’eus netra a lakafe anat e teuje an indezeuropegerien eus kreiz Azia. En eneb, pep tra a ziskouezfe kentoc’h ez eo ar bobl-se en em grouet en Europa end-eeun, evit doare er c’hompezennou etre ar mor Du hag ar Baltik ma vevent eno diwar hemolc’h ha maga-loened. Ar yezoniez a ro da gredi ne zeuas ket tre an indezeuropegerien war wellaat el labourerez-douar nemet diwar ma ’z ejont doun er broiou frouezus ha koadek eus kreiz Europa (war-dro 2.500 kent H. S.). Ouspenn-se, teir da vihana eus al louzaouennou gounezet gant kêriadenniz-war-zour kreiz Europa, er bloaz 3.000 kent H. S., a zo deut eus ar C’hreisteiz : ar re-se eo gwiniz an Ejipt (triticum turgidum), an heiz c’houec’h regennad greun (hordeum hexastichon), gounezet an eil hag egile abaoe an amzeriou pella gant Berbered an Ejipt, hag al lin deliou striz (linum angustifolium) a gresk anezañ e-unan er broiou war ar mor Kreizdouarek. Gounezet e veze ar gwiniz, an heiz, ar mell, al lin, ar piz hag an ognon, er bloaz 3.000 kent H. S., gant ar poblou kroc’hennet-gwenn eus an Ejipt hag ar Siri (Berbered ha Rak-Semited). — Gwirheñvel, avat, o doa tizet poblou kreiz Europa, en eilvet milved kent H. S., dounoc’h skiant war al labour-douar eget ar pobladou a oa en em ziazezet war glann ar mor Kreizdouarek.
  3. Alfred Nutt a gouez da geja a-unvan ganeomp war ar poent-se hag heñ hep mont diwar studi hendraezou ragistor. Lenn en e levr The Celtic Doctrine of Rebirth (London, 1897), pp. 143-153, ar pennadou Ritual sacrifice in the Celtic World, Comparison of Greek and Celtic Agricultural Sacrificial cults.
  4. Amañ ne raje Polubios, war a greder, nemet adskriva diwar Fabius Pictor, eur skrivagner eus an IIIvet kantved kent H. S. en dije taolennet giziou Kelted e amzer.
  5. « Spagniz », eme c’hoaz Justinus, « a vez gwell ganto o mirc’hed-emgann hag o armou eget o gwad o-unan ».
  6. « Ar c’hompezennou treuzet gant ar Bodinkos hag an adstêriou anezañ a zo trec’h », emezañ, « evit ar braster hag ar frouezusted, da gement kompezenn a anavezomp en Europa. Chom berr a rankomp pa glaskomp taolenni pinvidigez ar vro-se. Ker puilh eo an ed ma ’z eus bet gwelet meur a wech en hon amzer (IIet kantved kent H. S.) ar medimnos (52 litrad) gwiniz o talvezout peder obolenn (0,60 lur) hepken, ar medimnos heiz diou obolenn (0,30 lur) hag ar metrêtês (39 litrad) gwin hep sevel an dalvoudegez anezañ en tu-hont d’eur muzuliad heiz (0,30 lur). Ker founnus ha ker marc’had-mat eo ar bevañs ma lavar peurliesa an ostizien pourchas d’ar veajourien kement a ve red d’ezo evit peb a balefarz eun obolenn (4 santim) ha dibaot ez eer dreist d’ar priz-se ».
  7. Ne oar ket a-unvan war ar poent-se. Hervez hiniennou e vije arinka ar Gelted brasa seurt yell.
  8. Kanouc’hellet e oa bet gant an Etrusked a biaoue ar c’hompezennou-se kent donedigez ar Gelted. — Ar mell (Panicum miliaceum) a ziskouez beza bet, en Europa, Azia hag Afrika, hena gounidegez mab-den.
  9. N’eus skrid ebet en Hen-amzer a gement hel lavar, nemet gwirheñvel eo kement-se, o veza ma veze debret an holl frouez a anvomp amañ gant kêriadenniz-war-zour kreiz Europa en oadvez an armou hag ar binviou maen lufret (war-dro XXXet kantved kent H. S.) hag en oadvez an armou arem (2000-900 kent H. S). Ar winienn c’houez a gaved neuze e kreisteiz Galia.
  10. Eur martezead n’eo ken, evel m’eman an diskleria albaneg-breman dardan « tieg, gounideg-douar », Autran, Nom propre grec, p. 206. Eus an arvarusa eo mont da anoiou divoutin an Hen-amzer diouz geriou ar yezou breman, pa vezer dic’houzvez eus orin hag istor ar geriou-se. Re vras eo ar c’hemm a c’hell beza c’hoarvezet e stumm hag e ster geriou eur yez e-pad an ugent kantved m’en deus padet an oadvez kristen. — An Dardaned a zo eur boblad eus ar Balkaniou hag eus Azia-Vihana he deus kaset, e-kerz an eil milved kent H. S. tarvhedadou-tud betek an Indez (Dardistan) e-ser an Elumed (Elumoi, Elumaioi), an Danaed (Danaoi, Danawoi, Danavas), ar Garianedi (Karioi, Arioi), al Lukianed (Lukoi) pe Dremiled (Tremileis, Tremilai). Ar re-man a ziskouez beza bet anverien da Zravidiz : o gouenn hag o yez a zo aet da get ; o ano en deus treuzvevet ha graet berz evel aman hini ar Franked e-touez romanegerien Galia. Eun amzer a zivrôadegou eo bet an amzer-se evit ar poblou liesyezek (indezeuropek, kaokazek, h. a.) a oa o veva e korn gevred hor rannved : Pelasgoi (Poulestiou, Pelesheta), Teukroi (Takkaro, Tukhara, Toc’harii), Tursanoi (Toursha), Iawones (Yavanas, Iavanim), Ac’haïwoi (Akaouasha), Maidoi (Mêdoi), Iberoi, Kaldaioi (Kalubes, C’halubes), h. a. Tarvhedata stank a rejont tro war dro d’ar mor Kreizdouarek betek ar Spagn, Afrika, hag a-dreuz penn Azia betek traon Arabia ha bro-Sina. Levriou Autran a zo awenus da lenn diwar-benn an divrôadegou-se.
  11. Diwar marevez an armou arem (2000-900 kent H. S.) e veze gounezet ar winienn gant poblou an Itali-Uhela ha meuriadou ’zo eus an Dhrakia. Ar gwin a raed anezañ zelas e thrakeg, methu ha khalis e gresieg. Methu eo furm gresiek ar ger indezeuropek medhu deut da medu « dour-mel » e keltieg. Zelas ha khalis a zo distreset eus eur ger indezeuropek ghalis. — Gant ar poblou kaokazek (d’ezo yezou nann-indezeuropek) e hanval beza bet ledet gounidegez ar gwini (Vitis vinifera) hag oberidigiez ar gwin er broiou tro-war-dro d’ar mor Kreizdouarek ha betek an Indez. A ouenn gaokazek e tiskouez beza ar gresieg oinos, al latin vinum, ar semiteg jain, wain « gwin ». Kenveria ar georgieg gvini, diwar eun hen-stumm *guine. E sumereg tin ha gestin a lavare « died » ha « gwin », hag a dalveze ouspenn « buhez » ha « prenn-buhez ». Kenveria al latin vita « buhez » ha vitis « gwini », hag ar persianeg nôs « gwin » (Firdousi), diwar an avestaeg anaosa « divarvel, divarvus ». Gant Sumeriz, an doueez anvet Gestin-an-na « gwin an nenv » a oa c’hoar da Dammouz, doue an ed (kenveria, e-touez ar C’hresianed, Dêmêter ha Dionusos). A-zivout ar winienn hag ar blantenn graet anezi e sumereg u-nam-til-la « plantenn a vuhez », C. Autran, Sumérien et Indo-européen, 1925, pp. 43-4 ha passim. Gwinienn eo bet marteze da genta ar blantenn-dreist, ar blantenn a zivarvelez, ma veze tennet diouti gant an Arianed an died sakr anvet soma en indezeg ha haoma e perseg, Autran, Tarkondemos, 1922, pp. 33-4 ; 125, n. 4 ; 163-73’ ; 263-4 ; La Grèce et l’Orient ancien, 1924 (diwar Babiloniaca), pp. 214-6.
  12. Emañ Strabôn o paouez lavarout « ez eo an tererez evit Italia-Uhela, ouspenn d’an holl binvidigeziou he deus a-hend-all, eur vammenn c’hounidus kenañ. »
  13. Hen-geltiek kokkos « tane », kembraeg coch « ruz ». Evit an eil gevrenn kenveria Lobeton, ano-den.
  14. *Eviranda a zo brernañ Ingrande, Ygrande, Eygurande, Yvrandes, hervez ar broiou. — Randos pe randa a zo furm hen-geltiek hor ger rann. Diwar-benn eur ger keltiek-all bet amprestet gant al latin hag o tenna d’ar muzulia-douarou, cectoria, lennit Vendryès, war Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes rendus des séances, 1933. — Adnotenn. *Eviranda (ha neket *Ikoranda) a vije furm goz Ingrande, h. a., hervez Lougnon, en eur pennad moulet war Rev. archéol. etro 1893 (M. M. 1943).
  15. Wright, the Celt, the Roman and the Saxon, p. 256. — Eler dirod a zo engravet ar skeudenn anezo war reier Skandinavia ha Liguria. War reier Liguria, ouspenn an haeler e lost an alar, ez eus eur paotrig o kerzout dirak ar yeoad-ejened. An ogedou, evel an eler, a zo outo bep a zaou ejen. Diwar dourn Oadvezidi an Arem an engravaduriou-se. Adskeudennou gant Déchelette, Manuel : Age du Bronze.
  16. Lenn koulskoude pez a lavar, diwar-benn mederez ar C’halianed, ar c’homandant Lefebvre des Noëttes en e levr L’Attelage et le Cheval de selle à travers les âges, I, 1931, p. 95.
  17. Krêtron a zo deut da criathar en hen-iwerzoneg, croider e kerneveg ha croezr e brezoneg-krenn (krouer bremañ). — Diwar-benn an dibri edennou kras, ar mala hag ar pibi, ar bleud (blâto-), ar bara (*baragos) hag ar yod, an aoza bïer (kourmi, kervesu) ha mez pe chufere (medus), gwelout an dekvet pennad, trede kevrenn.