Mont d’an endalc’had

Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 24

Eus Wikimammenn
troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 75-78)


KEVRENN IV : KRENVLEC’HIOU HA SEZIZOU


Savet o deus ar Gelted kreñvlec’hiou a veur a zoare a zisplegomp amañ warlerc’h :

1) eur c’hleuz (pe foz) hag eur savenn uhel graet gant an douar tennet eus ar c’hleuz ; war lein ar savenn e veze pe eur c’harz-peuliou pe eur c’hae. Hadet e veze warni peurliesa gwez ha gwezigou, evel kelvez hag iliber. Hennez e oa an doare kael anavezeta e-touez Breiziz hag Iwerzoniz ; en Iwerzon e voe dalc’het gantan betek an XIIIet hag an XIVet kantved goude H. S.

2) el lec’hiou ma founne ar mein e saved eur voger sounn gant mein sec’h, da lavaret eo hep raz na pri. Mentet bras e oa ar mein-se a-wechou hag e veze neuze ar voger stumm gant ar re a anver « mogeriou Kuklop ». Ar c’haera kreñvlec’h seurt-se, o chom c’hoaz en e bez, eo an Dun Aengus, a sav en Iwerzon war lein eun tornaod serz dirak ar mor bras divent ; 6 metrad ledander hag eus 6 metrad da 15 metrad uhelder eo ar mogeriou anezañ.

3) eur c’hleuz hag eur voger deo graet gant douar, ouz he harpa en diavaez eur vur sounn savet gant mein mentek, peuz-divrazet, hep pri na raz, nemet strollet ez int bet ha frammet gant preder. Doare gant ar seurt kaeliou eo ar voger a gelc’hie Noviodunon « Kastell-Nevez » ar Suessioned, a zo bet kavet an dismantrou anezan tost da gêriadenn « Pommiers » (departamant an Aisne).

4) eur voger, ouz hec’h ober eur frammadur start a dreustou bras kenstrollet gant tachou houarn eus a 0,20 da 0,32 hed. Douaret eo ar framm-se en eur savenn pri ha krogailh gwisket an diavaez anezi gant eur vur sounn e mein sec’h. Taolennet piz eo bet an doare kael-se gant Kaesar en e levr Commentarii. Eun niver eus kêriou keltiek Galia a oa seurt mogeriou en-dro d’ezo. Eus a 5 da 7 metrad ez ae dounder ar c’hleuziou hag al ledander anezo eus a 10 da 24 metrad. Eus a 6 da 14 metrad treuz hag eus a 4 da 12 metrad uhelder e veze ar voger. Redek a rae eeun hep pleg na kilbleg na touriou. Warni e veze eur c’harz peuliou pe klouedou oc’h ober garidou (spled). A-wechou eun dôenn blenken a save a-us d’ar garidou da waskedi an difennourien ouz an daredou diouz krec’h [1].

En enez-Vreiz hag en Iwerzon e veze peurliesa ar gourizou-douar kelc’hiek pe hirgelc’hiek, nemet e oa ivez darn anezo karrezek pe hirgarrezek. War an Douar-bras ez eo treset peurvuia ar gourizou ez direiz, diouz stumm an douar hag an difennou-natur, torrodou, geuniou, stêriou, a raed ganto ar gwella ma veze gallet.

Darn eus kêriou kreñv Galia a oa lec’hiet war lein meneziou pe krec’hiou uhel evel Alesia, Gergovia, Uxellodunon. Re all a oa difennet a bep tu gant geuniou, evel Avarikon (Bourges). Re all c’hoaz, evel Lutetia, Metiosedon (Melun), a save war enezennou e-kreiz stêriou.

Hiniennou, e-touez ar c’hreñvlec’hiou keltiek-se savet war an uhel, n’hellent ket beza kemeret dre nerz an armou, zoken gant ar Romaned. Kaesar a c’houitas dirak Gergovia ha ne ginnigas ket zoken kemeret dre arsailh nag Alesia, nag Usellodunon.


Kuziadellou. - En tu-hont d’ar c’hreñvlec’hiou-se, o doa ar Gelted, e-kreiz geuniou ha koadou didreuzus, lec’hiou gwarez e c’helle er brezel en em denna enno merc’hed, bugale ha kozidi. Al lec’hiou-se n’oant ket kreñvaet na stummet diouz beza difennet : kuziadellou ne oant ken.


Sezizou. — An difennourien a vernie war ar gompezenn ledan furmet gant lein ar mogeriou, mein teo ha treustou lemmet, d’o stlepel war bennou an arsailherien. Ar re-mañ a c’hrounne ar c’hreñvlec’h da drouc’ha an hentou outañ hag a daole eur grizilhad mein ha birou, en hevelep doare ma rafent d’an difennourien tec’hel diouz ar voger ; daredou entanet ha boledou pri goret-ruz a veze stlapet ivez da dangwalla tôennou kolo an tiez [2]. Goude-se, e rae an arsailherien ar vaot, da lavarout eo ec’h en em stardent a renkadou stank, o terc’hel o skouedou a-us d’o fenn, hag e kerzent betek troad ar mogeriou hag an doriou, o kas diskar pe skeuliata an eil re ha divarc’ha ar re-all.

Ar Gelted, pa arzailhent eur c’hrenvlec’h, a blante tro-dro, war goafiou ha spegou, korfou an enebourien lazet ganto. Heuilhet e voe ar voazamant-se gant soudarded Kaesar e sesiz Munda (45 kent H. S.). « Ar c’helc’h-grounna, eme oberour an « Danevellou war brezel ar Spagn », a voe graet gant armou ha korfou maro an enebourien hag ar gloued gant daredou, skouedou ha goafiou, a-ziouto pennou trouc’het, o dremm war-du kêr, en hevelep doare m’en deveze an enebour, a bep tu en-dro d’ezañ, aroueziou saouzanus hor c’hadarnded » [3].

E-pad ar brezel ouz Kaesar (58-51), e reas Kelted Galia anaoudegez gant an ardivinkou a rae ganto ar Romaned da gemerout ar c’hreñvlec’hiou, da lavarout eo an touriou prenn, ar savennou, an daeziou pe andorennou, hag an ijinou brezel, balista, catapulta, onager, scorpio, a daole da bell boledou maen pounner ha daredou bras-meurbet. Evel m’oa ganto kilvizien akuit, e rejont buan diouz heñvelekaat an holl ijinou-se [4].


Ar c’hreñvlec’hiou keltiat dilezet. — E Galia, etre ar bloaz 28 kent H. S. hag ar bloaz 39 goude H. S., e voe dilezet an darnvuia eus ar c’hreñvlec’hiou keltiek savet war ar meneziou, hep mar war gourc’hemenn ar Romaned. Dilezet e voe Bibrakt, sur a-walc’h dindan an impalaer Augustus war-dro ar bloaz 5 kent H. S., ha kaset kêriz da gêr nevez Augustodunum (Autun). Betek an IIIet kantved goude H. S. kêriou Galia, nemet ar c’hêriou hag ar c’hastellou kreñv savet gant ar Romaned war hed ar Rênos, a chomas divoger.

En IIIet kantved, ar C’hermaned, torret ganto difennou ar Rênos, a wastas Galia e-pad meur a vloavez. Da heul an argadennou-se eo e voe savet en-dro da gêriou Galia mogeriou uhel diouz giz ar Romaned gant kraneliou, tarzellou ha touriou.

En enez-Vreiz, an darnvuia eus ar c’hêriou a oa bet kreñvaet en hevelep doare gant ar Romaned. Ouspenn-se, en IIet kantved, evit en em skora ouz argadennou ar Bikted hag ar Vrezoned eus an Hanternoz, e savjont eur vur ramzel, harpet a lec’h da lec’h gant kastellou-kreñv ha kêriou mogeriet, hag en em astenne eus an eil mor d’egile. Vallum Hadriani a veze graet eus ar vur-se gant ar Romaned ha, marteze, Luguvallum « moger Lugus » gant ar Vrezoned.


  1. Mogeriou-zo a c’hourize eul lec’h ec’hon : re ar c’hrenvlec’h keltiek a weler an dismantrou anezañ e Murcens (departamant al Lot), a gloz 150 hektar ; re Vibrakt 135 ; re Vesontio (Besançon) 133 ; re Alesia 97 ; re Gergovia 70.
  2. En hanternoz Galia hag en enez-Vreiz, e lec’h e save gwiskadou glaou-douar a-rez da c’horre an douar, e raed evit doare, e lec’h pri, gant tammou glaou-douar. Anavezet e oa loskusted ar glaou-douar er broiou glaouek. En enez-Vreiz, er marevez kelt-ha-roman, e oa tantadou glaou-douar e tiez hag e templou eus kêriou-zo.
  3. « Goafiou, a-ziouto pennou trouc’het, o dremm war-du kêr » eme oberour an De bello Hispaniensi commentarii. Kement-se a zegas da goun « ar gifienn a valloz » e boaz er Grenn-amzer e-touez ar C’hermaned. Eur gifienn hir e oa, skôet an troad anezi en douar, ha pintet war he blein penn trouc’het eur marc’h tro ouz an ti ma venned dirolla outan droukverz, klenved ha maro.
  4. Ar valista a oa anezi eun arbalastr (kroazwareg, fustwareg) bras-meurbet a stlape treustou hir pe spegou divent n’oa evit herzel outo na hobregon, na skoued. Karrobalista a veze graet eus eur valista douget war eur c’harr, ouz e stleja daou vul pe daou loen-kezeg ; 55 eus an ijinou-se a veze dre legio. Gant unnek den e veze graet en-dro da bep karrobalista. Ar skorpio anvet er IVet kantved goude H. S. manubalista, a oa bihanoc’h ha berroc’h an hed-taol anezañ. Ar gatapulfa « hangounell » a daole boliji maen ken teo ha penn eun den. An onager a oa anezan eur gatapulta vihan, douget war eur c’harr sterniet outañ daou ejen. 300 metr e oa hed-tenn ar valista ; hini an onager n’oa ket en tu-hont da 150 metr.