Mont d’an endalc’had

Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 23

Eus Wikimammenn
troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 58-75)


KEVRENN III : ARMEOU HA DOARE-BREZELEKAAT


Setu eun daolenn graet gant Kaesar eus an doare m’en em ganne ar Vrezoned gant o c’hirri-brezel ; « Da genta e reont dezo nijal herrek en-dro d’an enebour, o teurel daredou ; a-walc’h e vez alies an aon rak ar c’hezeg ha tourni ar rodou da lakaat mesk er renkadou. P’o devez graet o hent da greiz ar skouadronou, e sailhont diwar o c’hirri d’en em ganna war droad. Neuze ar baotred-karr a gil tamm-ha-tamm diouz ar veskadeg hag a chom a-hed taol, d’an emgannerien d’en em denna daveto, mar bez re denn warno gant niver an enebourien. Evel-se ec’h unan ar Vrezoned, en emgannou, herrder ar marc’heg gant stabilded an troadeg. Diwar eur studi pemdeziek e tizont ivez ma c’houzont derc’hel a-sav o c’hezeg hag i war red en eun dinaou sounn, o lentaat pe o zrei diouz o c’hoant, redek war al laz, en em zerc’hel sounn war ar yeo hag ac’hane sailhat en o c’hirri. »


Marc’hegiez. — En tu-hont d’ar vrezelourien pignet war girri-emgann, o doa ar Gelted marc’heien ha troadeien. Marc’hegiez ar Gelted a oa brudet ; trec’h e oa a-galz da varc’hegiez ar Romaned hag, er c’hrogadou a voe etrezo, e chomas peurliesa ar gounid gant ar Gelted.

Gant ar Gelted a argadas ar C’hres er bloaz 279 kent H. S., e veze oc’h ambroug pep marc’heg, daou vevel war varc’h. E-pad an emgann, e chome an daou-mañ war-dreñv ; ma veze lazet ar mestr, an eil pe egile a rae evitañ ; ma veze gloazet, unan a gase anezañ d’ar c’hamp, e keit m’edo egile o kemeret e lec’h ; ma veze divarc’het, unan pe egile a zegase d’ezañ e varc’h. Anvet e veze ar strollad-se trimarkisia.

Gant Kelted Illiria e veze da heul pep marc’heg eur soudard war droad a rae en emgann evit ar brezeliad kouezet a-ziwar e varc’h ; iskuit a-walc’h e oa ar soudarded-se war droad da c’hallout, krog o dourn e moue ar c’hezeg, o heulia d’ar red.

Marc’heien ar Geltibered a oa ker boas da stourm war droad ha ma ’z oant d’en em ganna war varc’h : pa welent edo o zroadeien re denn warno gant an enebour, e lamment d’an traoñ a-ziwar o c’hezeg, e lezent ar re-mañ en eur renkad hag ez aent da rei harp d’o c’henvrezelidi war droad ; boazet e veze al loened da chom diflach ken distro o mistri [1].


Troadegiez. — En em ganna war varc’h pe en eur c’harr-emgann hounnez e oa, dreist-holl, giz an den a lignez uhel. Ne zisprize ket evelato ar pep kaloneka hag uhela anezo stourm war droad. Troadeien Kelted an Hanternoz, Brezoned ha Belged, ha re Kelted ar Spagn, a oa brudet dre o c’haleter. Padal, pa veze plaen ha distrouez an dachenn ha reiz an emgann, n’oa ket troadegiez ar Gelted par da hini ar Romaned, en abeg, dreist-holl, d’an dizurz ha d’an disentidigez a veze enni. Rannet e oa etre bagadou, 6.000 soudard e pep-hini, a anved katerva. Da argadi ez ae troadegiez ar Geltibered e furm eur genn. Redek a raent, er c’hiz-se, a-benn herr d’an enebourien, e doare d’o dismantra kerkouls dre nerz hag herrder ar stokadenn ha dre daoliou an armou.


Bannielou, trompilhou, chas-emgann. — Ar bannielou a veze anezo, an darnvuia eus an amzer, eur skeudenn loen en arem, peurliesa eun tourc’h gouez en e sav, e vleo a bik war livenn e gein, pintet e penn eur fust. Pa rae an arme eun arzao, e veze sanket ar fust en douar. Tennet e veze er-maez pa adkroge an armead gant he hent. An Insubred, unan eus poblou keltiek Italia, a oa ganto bannielou aour anvet « ar Re Zigeflusk », dre ma vanent an darnvuia eus an amzer serret e-barz templ doueez ar brezel ha na zeuent er-maez nemet pa veze ar vrôad en eur riskl bras bennak.

Pa veze meur a vrôad, ha kevredigez etrezo ouz eur c’henenebour bennak, e veze lakaet o bannielou holl a-gevret en eur strollad a rae ar renerien al le (lugion) warnañ da chom unanet. War ar c’hannlec’h e stourme brezelidi pep meuriad strollet en-dro d’o banniel. Eus niver bras an arouezintiou-brezel a veze gorrôet a-ziwar ar c’hadlan gant ar Romaned goude o emgannou-trec’h ouz ar Gelted, e c’heller tenna e oa gant pep kêriadennad-soudarded eus ar Geltvro eun arouezinti diouti hec’h unan.

Ar Gelted a oa ganto daou seurt trompilh-emgann da vihana : an eil eeun pe zam-eeun an añchenn anezi, a oa hec’h ano karnux pe karnon ; eben a oa kroumm evel hor c’horniou-hemolc’h bremañ. Stummet e oa ar beg anezi e doare penn eul loen boemus, digor bras e c’heol. An trompilhou keltiek a oa skiltrus-meurbet ar son anezo.

Alies-kaer e veze heuilhet ar Gelted er brezel gant kon embreget a-ratoz evit an emgann. Er bloaz 122 kent H. S., ar roue Bituitos a oa gantañ en e arme bagadou chas-emgann. Ar re brizeta anezo a zeue eus enez Vreiz. N’ouzomp ket pe ano a veze graet eus ar c’hi-emgann e keltieg koz. E brezoneg gwechall e oa anvet kadgi pe aergi [2].


Armeou. — Ar c’hirri-emgann, ar varc’hegiez, an droadegiez, ar chas-emgann, bodet holl a-gevret en-dro d’ar bannielou, a rae eun arme, a anved e keltieg koz korios, [3] pe slouga, sloga. Deut eo sloga da veza lu e brezoneg ; ar ger-se hon eus dilezet, hep ezomm ebet, evel kel lies all a c’heriou keltiek, evit kemerout eur ger gallek.

An armeou keltiek a zo bet a-wechou d’ober anezo eun niver bras-meurbet a stourmerien. An arme a voe argadet ganti ar C’hres er bloaz 279 kent H. S., a oa enni 152.000 soudard war droad ha 61.200 a varc’heien. Ambrouget e oa gant 1.000 karr da zougen ar bitailh, ar re c’hloazet ha dibourc’h (diwisk) diwar an enebour, ha, war e lerc’h, e teue e leiz a varc’hadourien-red. E-touez ar soudarded war droad a oa enni, kalz n’oant ket Kelted hogen Illirianed.

An arme savet gant Kelted an Itali e 228-225 kent H. S. a oa enni, gant ar skoazell deut a-berz Kelted eus tu-hont an Alpou, 50.000 brezeliad war droad hag 20.000 brezeliad war varc’h. Arme Bituitos, e 121 kent H. S., a save he nerz da 200.000 den. Nerz arme ar Velged, e 57 kent H. S., a oa 290.000 soudard. E 52 kent H. S., an arme veur savet dre C’halia a-bez da zisezisa kêr Alesia, a oa enni 8.000 a varc’heien ha 240.000 soudard war droad ; ne oa avat an darnvuia eus ar re-mañ nemet brezelidi dister, tieien, mesaerien pe vicherourien ma oant, armet fall ha distudi ; 80.000 anezo hepken a ouias en em ganna ; ar re-all a vanas hep ober netra hag a dec’has a-benn an diwez.

Erfin, en emgann bras a voe graet er bloaz 61 goude H. S. ouz ar Romaned, ar Vrezoned, en o fenn ar rouanez Boudika, o doa kaset war an dachenn 90.600 a dud, tost da vat.


Penvrezelourien. — An armeou keltiek a oa peurliesa en o fenn eur rener hepken ; a-wechou e oa daou pe dri. Darn eus ar benvrezelourien geltiat a voe brudet en Henamzer : Brennos, a oa dindan e renadur an arme geltiek a voe trec’h d’ar Romaned en emgann an Allia hag a voe tangwallet ganti kêr Roma (390 kent H. S.) ; Belgios, a gannas, er bloaz 281, roue Makedonia, Ptolemaios Keraunos (ar C’hurun) ; Brennos, an eilvet eus an ano-se, eus a ouenn ar Braused (Prausoi) a oa e penn an arme vras a argadas ar C’hres daou vloaz diwezatoc’h ; Kombutis hag Orestorios, eil renerien dindan Brennos, a chomas gwall-vrudet o ano en Hellas da heul an torfedou euzus a rejont en Etolia e 279 ; Britomaros, Konkolitanos hag Aneroestos (pe Ariovistos), a oa dindan o gourc’hemenn, e 225, arme geltiat an Itali ; Ortiagon, Kombolomaros ha Gaulotos, renerien arme geltiek an Azi-Vihana e 189 kent H. S. ; Istolatios, a c’hourc’hemene war arme ar Gelted hag an Ibered unanet a-enep Karthadiz, e 220 ; Avaros ha Retugenos, lesanvet al Luc’hedenn, pennou kelted Numantia er bloaz 133 ; Katugnatos, a vlenie an Allobroged en em savet ouz ar Romaned er bloaz 62 ; Verkingetorix, penrener brezel Galia e 52-51 ; Karatakos, a oa e penn arme ar Vrezoned e 51 goude H. S. ; Galgakos, e oa bleniet gantañ Brezoned an Hanternoz en emgann ar menez Graupios.


Kerzadegou, kampaduriou, treiza ar stêriou. — Lavaret eo bet [4] ne ouie ket ar Gelted kemeret an eveziou reta en amzer a vrezel, e tiazezent o c’hamp e lec’hiou izel ha diemzao, ne lakaent ket gedourien, e kerzent hep sklerijennerien en o fenn ha war o c’hosteziou. M’o dije graet er stumm-se, n’o dije biken gounezet Europa dre vrezel, n’o dije biken trec’het an holl boblou o deus trec’het, Ibered, Ligured, Etrusked, Romaned, Gresianed, Illirianed, Thraked, Germaned, hep niveri en Hanternoz hag er C’huz-heol poblou all n’int ket deut o anoiou betek ennomp. A-hend-all gwirheñvel eo [5] o doa an darnvuia eus ar Gelted dizesket, en o brezeliouigou-diabarz, meur a reolenn eus ar brezelerez bet anavezet hag heuliet gant o zadou, ar benargadourien vras. Ne c’hoarvezas kement-se, avat, nemet pa ’n em gavas ar Gelted diazezet da vat er broiou aloubet ganto. Etre ar remziadou a zo bet faezet gant ar Romaned ha gant ar C’hermaned, etro derou an oadvez kristen, hag ar remziadou o devoa gouezet bazyeoa Europa eus ar mor-Bras d’ar mor-Du hag eus moriou an Hanternoz d’ar mor Kreizdouarek, ez eus bet meur a gantved a ziforc’h, ha, gant ar c’hantvedou-se, meur a gemmad o c’hoarvezout e temz-spered hag e boaziou diskennidi an drec’hourien.

An armeadou keltiek a veze peurliesa gorrekaet ar c’herzed anezo gant eur bagad kirri a bep seurd, warno ar pakadou hag ar breizadenn. Pa gampe eun arme, e raed a-wechou gant ar c’hirri-se karget pounner eur vardell en-dro d’ar c’hamp. Karrako, ha diwezatoc’h karrago, a veze graet e Galia eus ar vardellad-girri. Er c’herzadennou, e kerze brezelourien pep meuriad holl a-gevret : ar strolladou soudarded a oa kement anezo hag a veuriadou. Marc’hegerien e oa ar gward a-raok hag ar gward a-drenv. E 225 kent H. S., en Itali, e tegouez d’eun nebeut marc’heien eus penn a-raok armead ar Gelted skei gant rag-ward an arme roman hag ez int paket. E 58 kent H. S., e Galia, ar 500 marc’heg a oa anezo gward a-drenv arme an Helveted a gann hag a laka da dec’hel marc’hegiez Kaesar, enni 4.000 a varc’heien.

Kefridi eun darn eus ar varc’heien e-pad ar c’herzadennou e oa redek-diredek bro, anaout al lec’h m’edo an enebourien, merzout an niver anezo, spia o finvadennou, steui troiou ouz o rag-wardou, o sklêrijennerien, o fourvezerien. E Galia, er bloavez 53 kent H. S., Indutiomâros, penn an Drevired, a ra d’e varc’heien anaout lec’hiadur kamp ar Romaned ; dinesaat a reont tostik-tost, betek teurel spegou dreist da zifennou ar c’hamp ; daea a reont ar Romaned d’an emgann ha dirolla d’o c’hunujenni. E Galatia, e 189 kent H. S., eur bagad marc’heien geltiat a zibouf a-greiz-holl, a argad en eur leuskel youc’hadennou bras hag a laka mesk e rag-wardou an arme roman kampet tost da grenvlec’h Kuballon. Eun nebeut deiziou goude, 400 marc’heg roman, a rae eun anavezadenn e-harz menez Olumpos, a zo eilpennet ha laket da dec’hel gant eur strollad marc’heien geltiat.

Kaesar a veneg meur a wech e rae ar C’halianed gant sklêrijennerien, exploratores gouez d’ezan. E 54, ar Velged, a laka seziz war gamp Kikero, letanant Kaesar, a zo kemennet d’ezo gant o sklêrijennerien eman Kaesar o tostaat. E 52, Verkingetorix a glev digant e sklêrijennerien kement a c’hoarvez en Avarikon hag e kamp ar Romaned. En hevelep bloaz, e voe spiet gant sklêrijennerien Kamulogenos strewet a-hed glann gleiz stêr Sequana, finvadennou Labienus, letanant Kaesar, a zalc’he ar c’hlann zehou.

Ar benvrezelourien akuit a zibabe da ziazeza o c’hamp lec’hiou aes da zifenn, dreist d’ar re-all krec’hiou pe veneziou. E 189 kent H. S., Kelted an Azi-Vihana a sav daou gamp, unan war venez Magaba, egile war venez Olumpos. Heman, reizet an diazezadenn anezan gant Ortiagon, a oa krenv kenan. Diouz tu an hanternoz d’ezan, e oa harzet a-grenn an tremen gant rec’hier a-serz, nemet war tri foent : unan dre greiz ar menez, damwisket a zouar el lec’h-se ; an daou all war ar roc’h noaz, er reter-gevred hag er gwalarn-kornog. Diouz tu ar c’hreisteiz tuniennou douarek a save war hir-zinaou uhel a-walc’h. Unan eus an tuniennou-se, war hed eur miltir roman (1400 metr) diouz ar c’hamp, a zifenne an hent a gas da venez Olumpos hag a helle talvout da rag-zifenn, evit herzel ouz an enebourien da vont war-raok. Ortiagon a lakas 4.000 kadour d’he derc’hel. Ar c’hamp end-eeun, war gement lec’h ma c’helled tremen, a voe krenvaet gant eur c’hleuz hag eur c’harz peuliou.

E Galia, e 52 kent H. S., Kamulogenos a ziazez e arme war glannou ar Sequana, en eul lec’h difennet gant eur c’heun ec’hon a skoe war ar stêr. Ar bloaz war-lerc’h, Korreos a ra d’e soudarded kampa war eur grec’hienn uhel, e-kreiz eur c’hoad, geuniou en-dro d’ezan. En enez-Vreiz, e 51 goude H. S., Karatâkos a grenva e vrezelourien a-drenv d’eur stêr, war veneziou serz ; el lec’hiou war blênoc’h dinaou, aesoc’h an dostidigez anezo, e ra sevel eur voger vein sec’h.

Ar skrid iwerzonek, danevellet ennan argadenn ar rouanez Medua e Bro-Ulad, a zesrevell evel-hen kement labour a ya d’ober eur c’hampadur : 1°) bonna an dachennad merket da bep strollad brezelourien ; 2°) sevel touzinellou brankou, teltennou ; strewi kolo d’an dud da azeza ha da c’hourvez warnan ; 3°) aoza pred ; 4°) dibri ; 5°) mont da gousket. D’ober buan an holl labouriou-se, e voe trec’het Iwerzoniz gant an 3.000 Galian degaset gant roue Menapia [6]. Pa stage Iwerzoniz gant o fred, e oa aet, a-benn neuze, ar C’halianed diouz taol hag e c’hoarie o zelennourien eun delennadenn d’ezo. Pa voe peurgoaniet da Iwerzoniz, edo ar C’halianed holl en o gwele, holl kousket, a zo kaeroch ! « Ken trec’h eo, eme ar rouanez, ar vevelien hag ar sklaved anezo da vevelien ha da sklaved Iwerzoniz ha ma ’z eo trec’h o c’hadourien hag o zud yaouank da gadourien ha da dud yaouank Iwerzon bodet en hon arme » [7].

Miret e veze ar c’hampou, da vihana a-hed an noz, gant gedourien. Goude emgann Delf (279 kent H. S.), e kavas d’ar soudarded a rae ged war gamp Brennos e klevent en diabell strap an armou ha trouz treid eur bagad bras a virc’hed o kerzet war vili ar menez. Re denval e oa a-benn neuze d’ezo da anaout o fazi ; gant-se, e tihunjont ar c’hampad o youc’hal edo an enebourien o tegouezout.

Kampou ar Gelted a oa a-wechou ec’hon meurbet ar vent anezo. E 57 kent H. S., diouz an tan hag ar moged a save diwar gamp ar Velged, e verkjod neuze d’ezan en tu-hont da eiz miltir roman (tost da 12 kilometr) hed.

Pa veze eur stêr da dreiza e-pad eur brezel, e veze graet eur radell, pe, diouz red, eur pont bagou. Saverien-pontou akuit war o micher a oa e-touez ar C’halianed [8]. E 121 kent H. S., ar roue Bituitos, c’hoant d’ezan d’ober d’e armead treiza stêr Rotanos [9], a ra staga bagou an eil ouz eben gant chadennou houarn hag o golei gant eur planchod, e tremenas warnan a renkadou tud ha loened.

Taoliou-souprenn, kerzadennou-tro, gwidreou-brezel. — Ar Gelted o deus graet implij er brezel eus kement doare finesaou, taoliou dic’hortoz, ha gwidreou-brezel a oufed da ijina. Lakaomp a-wel eur skouer bennak.

E 295 kent H. S., en eur brezel ma oa holl boblou an Itali, Kelted ha nann-Kelted, en em unanet ennañ ouz ar Romaned, eur strollad bras a varc’heien geltiat, goude treiza stêr Tibr e-pad an noz, a gelc’hias didrouz-kaer 4.000 soudard roman a oa kampet, da rak-gward, e-harz kêr Glusium hag o lazas holl gwitibunan.

E 279, er C’hres, e oa harzet an arme geltiat gant stêr Sperchios a rede doun ha herrek etre diou c’hlann a-serz. Trouc’het e oa bet an holl bontou hag, en tu-hont d’ar stêr, en em gave armead ar C’hresianed, renet gant an Atheniad Kallippos. Eur follentez e vije bet klask tremen. Brennos, oc’h ober an neuz d’en em aoza da se, a zalc’has ar C’hresianed war evez hag, e-pad an noz, gant 13.000 soudard dilennet e-touez ar re greñva hag ar wella neuerien eus e armead, e tiskennas buhan ar stêr betek tost d’an aber anezi e-lec’h, oc’h en em leda a-zehou hag a-gleiz, e ra lennou ec’hon ha d’ezo nebeut a zounder. Tremen a reas ar soudarded, darn diwar neuñv, re all war o skoedou bras aet ganto da radellou. D’ar goulou-deiz, ar C’hresianed, pa glevjont kelou, dre aon rak beza kelc’hiet, en em dennas, o lezel an treiz dizifenn.

Setu, en hevelep brezel, eur skouer vat eus an « distrei an enebourien » : goude lezel ar Sperchios, ar C’hresianed o devoa dalc’het ode vrudet an Doriou Tomm. Eno, harpet war emzao-dreist al lec’h-se, e lakjont ar Gelted en argoll. Neuze eo ec’h ijinas Brennos kas Kombutis hag Orestorios, gant 800 a varc’heien ha 40.000 a droadeien, da wasta an Etolia. O klevet kelou e oa o bro tan ha gwad holl, ar gadourien etoliat, anezo ar pep niverusa hag ar pep gwella eus troadeien ar C’hresianed, a guitaas raktal, ken m’en em gavas gwanaet ar C’hresianed ha dic’halloud da herzel gant an hevelep berz ouz argadennou ar Gelted.

Er IVet kantved, en eur brezel ouz an Illirianed, ar Gelted a ra van da veza dindan aon ha da dec’hel. Dilezel a reont o c’hamp, hag ennañ eur banvez eus ar c’haera, nemet mesket e oa bet gant ar meuziou eul louzou skarzus kreñv meurbet, a lakas an Illirianed divarrek d’en em ganna hag o rôas dizifenn da gleze didruez ar Gelted.

E 225 kent H. S., en Etruria, en em gav ar Gelted, da guz-heol, kenver-ha-kenver gant eun arme roman. Chom a reont a-sav, ha, serret an noz, e krogont tantadou evel evit kampa. Neuze e kasont a vagadou, sioul-bras, o holl droadeien war-du kêr Faesulae e-lec’h e tleont ehana ha sevel eun eil gamp e-keit ha ma van ar varc’heien er c’hamp kenta da zerc’hel ar Romaned dindan o fazi. Da darz an deiz ar re-man a zifazias : steuziet e oa troadegiez ar Gelted, hag ar varc’heien, o pignat war o jaoiou, a steuzias ivez d’o zro timat, nemet e lezjont gant ar Romaned amzer a-walc’h da vont d’an armou ha d’o heulia. Gant ar spi e trec’hfe aes d’an dec’hidi-se, e redas ar penn-kadour roman war o roudou. Evel ma wele en dremwel mogeriou Faesulae, a-greiz-holl e tiguzas troadegiez ar Gelted, ha hi diskuizet hag urziet mat, hag e sailhjont gant e arme. 6.000 Roman a gavas o maro en emgann-se ; ar re-all a dec’has.

E 216 kent H. S., en Itali, ar Gelted, kelou d’ezo e tlee an arme roman, enni 25.000 a dud, treuzi ar c’hoad bras a anved e keltieg Litana, a heskennas an holl wez en daou du d’an hent, doun a-walc’h, e doare ma chomfent en o sav nemet e vije trawalc’h eus eun taolig-bount d’o lakaat da goueza. Pa voe an holl Romaned o kerzout war an hent striz ha diaes, e roas ar Gelted al lusk d’ar gwez pella hag, a bell da nes, ar c’hoad a-bez a ziskaras. Kement na voe ket flastret a rankas mervel dindan taoliou ar Gelted.

E 196 kent H. S., Korolamos, roue ar Voged (eur boblad keltiat eus an Itali), a ya d’eun arme roman, p’edo, faez gant eun derveziad kerzout, o sevel difennou en-dro d’he c’hamp, hag a laz d’ezi 3.000 a dud.

En Azi-Vihana, ar Gelted, war-nes skoulma eun emgann gant Attalos, roue Pergam, a fizias o aour hag o arc’hant e mirourien leal, gant ar gourc’hemenn, ma vije drouziwez, d’o fenna war an douar. En gortoz e oant dre an taol-se da virout ouz an enebour da redek war o lerc’h.

E Galia, er bloaz 51 kent H. S., ar Velged, savet aon ganto na vije al lec’h a zalc’hent grounnet gant ar Romaned, a zaspugn a verniou bras, hed-da-hed gant talbenn o arme, hordennou-kolo ha keuneud. D’an abardaez, war eun arouez divizet, e krogont an tan enno e meur a lec’h. Ar riblennad hir-se a flamm hag a voged o c’huzas prestik ouz sellou ar Romaned. Ne voe ket marc’heien Kaesar evit ober d’o mirc’hed mont dreist ar voger-dan, ha, gant aon rak eur gwidre-brezel bennak, e viras ar rener roman, e armead difinv en e gamp. Ar Gelted a hellas gant-se en em denna didrouz ha tizout eul lec’h emzavoc’h ma tiazezjont ennan.

Evel ar poblou all, e rae ar Gelted gant spierien da anaout nerz o enebourien. E 277 kent H. S., ar Gelted, trec'h d’ar C’heted ha d’an Driballed, poblou thrakiat, a gerz d’ar Vakedonia gant 15.000 a droadeien ha 3.000 a varc’heien. Kannaded a gasont d’ar roue Antigonos Gonatas ha d’ezo diou gefridi : 1° kinnig da roue Makedonia prena diganto ar peoc’h ; 2° anaout stad e gamp. Ar roue o fedas d’eur banvez pompus hag a ziskouezas d’ezo, — kemend-all, n’o doa gwelet biskoaz, — e olifanted-brezel hag e c’haleou karget a soudarded. An aour hag an arc’hant a c’holoe armou ha gwiskamantou brezel ar C’hresianed, harneziou o olifanted hag o c’hezeg, — diwarno holl danvez preiz a vern, — a hoalas c’hoantegeziou ar Gelted. Distro d’o c’hamp e lavarjont e oa puilhoc’h an aour eget an houarn e kamp Makedoniz.


Garm-emgann. — Taolet e veze ar garm-emgann p’edod o kregi d’en em ganna. Arekatus a veze graet eus ar garm-emgann gant ar Vrezoned ; da argad ez eo aet ar ger-se. E touez hen-boblou Europa, ar garm-emgann a oa anezañ a-wechou ano ar vrôad youc’het a-bouez penn gant eur strap bras a armou. E 102 kent H. S., an Ambroned, poblad german, war-nes skoulma an emgann ouz ar Romaned, a sko war o armou e muzul hag a gerz holl a-gevret ouz ar son a save diouto, en eur leuskel o garm-emgann « Ambrones! Ambrones ! » [10]. Ouspenn ar garm-emgann, e oa ar youc’h-trec’h, hag ar galv evit goulenn emziviza.


Emgann.Katus ha baga e oa daou eus an anoiou a rôed d’an emgann e keltieg koz [11]. Staget e veze gant an emgann peurliesa dre argadi gant ar varc’hegiez pe gant ar c’hirri-brezel. Pa veze an enebour brallet pe dorret gant nerz an argadenn, p’en deveze tourni ar rodou kirri, ar c’harniou kezeg o skei an douar a gantadou, ar varc’heien o pouc’hal garo hag an trompilhou o seni skiltrus lakaet ar spouron hag al laoskentez da ziskenn er c’halonou, neuze e kerze war-raok an droadegiez a-dolpad da harpa ar varc’hegiez ha da beurober an dismantr.

En emgann a c’hoarvezas e 281 e Makedonia etre ar Gelted, dindan renadur Belgios, ha Makedoniz, en o fenn o roue, Ptolemaios ar C’hurun, troadegiez armet pounner Makedoniz, ar phalanx vrudet, a voe dismantret, goude eun taer a emgann, gant argadenn gouez ar Gelted ; an olifant a zouge ar roue a gouezas gouliet holl a zaredou ; ar roue paket ez veo a voe dispennet e gorf hag e benn trouc’het ha savet e beg eur goaf a lakas ar spont hag an dispi er peurrest eus e arme.

En Itali, en emgann Sentinum, e 295, ar Gelted o doa displeget troadegiez, marc’hegiez ha mil karr-emgann, ar re-mañ renket a-dreñv d’an droadegiez. Dizarbennet eo gant ar varc’hegiez keltiek diou argadenn ar varc’hegiez roman, enni an dibab a Yaouankiz Roma. D’ar mare ma tistro ar Romaned d’ober eun drede argadenn, e tigor an droadegiez keltiek hag e tilamm, en eur drouzal spontus, ar mil karr-brezel, gant dismantra, eilpenni, ha skuba dirazo skouadronou ar Romaned ; en em yenna a reont, goude, e kreiz tolpad an droadegiez roman a bleg hag a gil, distreset holl. Ar varc’hegiez hag an droadegiez keltiat a zired da gas da benn an drouziwez anezo. Hennez e voe pennad kenta emgann Sentinum.

En Azi-Vihana, en emgann a c’hoarvezas er bloavez 277 en Hanternoz da venez Tauros, ec’h enebas ar Gelted ouz armead roue Siria, Antiochos, gant ugent mil marc’heg ha 240 karr-emgann, filc’hier outo, en tu-hont d’o zroadegiez. Renka a rejont o zroadegiez en eun tolpad stank, ennañ pevar den war-nugent war dreuz, a oa ar rezad kenta anezo gwisket gant hobregonou arem. Ar c’hirri a rae kreiz an arme hag ar varc’hegiez ar c’herniou. Skoulma a reas an emgann gant eur c’hrogad taer eus ar c’hirri ouz kreizenn an arme siriat, enni olifanted brezel [12].

Pa veze ar Gelted taget ha gwasket gant an enebour, ec’h en em stardent a renkadou stank hag e savent eur pevar c’hornad, En emgann Sentinum (eilvet pennad) ec’h en em zastummjont evel-se en eur pevarc’hornad, stardet an eil ouz egile, stok o skouedou bevenn ouz bevenn, oc’h ober eur voger koad hag arem tro-dro. Er stumm-se e harzjont digeflusk ouz argadenn ar Romaned.

Evelse e c’hoarvezas ivez en emgann Mutina, e 193, pa n’o doa ar Gelted nemet nebeut a varc’heien. Herzel a rejont ouz argadenn ar Romaned, meur a eurvez, hep terri o c’henstrollad. Start ha digeflusk e vane o renkadou, harpet an eil ouz eben, ar pennou-brezel, ar gaison en o dourn, o skei neb a horjelle pe a rae van da zilezel e renk.

E 54 kent H. S., ne glaskas nepred ar Vrezoned mirout ouz Kaesar da c’hounit hent dre stourm outan a vagadou stank. Brezeli a raent a strolladou rouez, eur pennad mat etre pep bagadig oc’h ober ar strollad. Dre ma stourme e kile pep bagadig war-du an hini nesa, a zeue neuze da gemerout e lec’h. En doare-se e ranke ar Romaned en em ganna dibaouez, keit ha ma kerzent, ouz hedadou enebourien lerc’h-ouz-lerc’h, hag ar re-man bepred fresk ha diskuiz.


Dibenna an enebour lazet. — Edo ar c’hiz gant ar Gelted trouc’ha penn an enebour lazet ganto. Ar pennou-se a veze savet e beg ar goafiou pe skourret ouz gouzoug ar c’hezeg. Pennou an enebourien voutin a gaeraed ganto tôenn pe toull-dor an tiez ; re an enebourien a renk uhel a veze balzamet ha miret en irc’hier evel traou a dalvoudegez vras [13].

Prizonerien, dibourc’h. — Lazet pe kaset da sklaved e veze ar brizonerien. An dibourc’h, eur wech savet lodenn an doueed, a veze rannet etre an drec’hourien. Peurvuia ar Gelted a renk uhel, a-walc’h d’ezo gant ar brud ha pennou an enebourien o doa lazet, a leze dibourc’h gwadek ar re varo gant o mevelien.


Ar vrec’h zehou en noaz. — Eun arouez a-beoc’h e oa se e Galia hag er Spagn. E Galia, en emgann Gergovia, e oa an Aedued, kevredidi ar Romaned, o brec’h zehou en noaz. Er Spagn, tud Oringis, aon ganto na vije o c’hêr distrujet gant ar Romaned, a ya war arbenn d’ar re-mañ ; en em guzat a reont gant o skouedou ouz an daredou stlapet eus a bell hag holl ec’h astennont o brec’h zehou en noaz da ziskouez emaint dizarm.

Ar brezelour trec’het, en em rente d’e enebour, a yae war e zaoulin, a astenne e zivrec’h hag a groaze e zaouarn. Er c’hiz-se e reas Verkingetorix dirak Kaesar, hervez Diôn Kassios. Hennez eo ivez stumm ar brezeliad kelt skeudennet war ar gevrenn izela eus kameen Vienna. E Galia hag en Iwerzon, ar merc’hed, da c’houlenn truez, a zizoloe o askre. E-touez ar C’hermaned, er c’hontrol, edo er c’hiz-se ec’h atize ar merc’hed o difennourien a-raok an emgann.


Gopr-soudarded kelt. — E broiou an Henved, el lec’hiou ma n’eas ket ar Gelted evel trec’hourien, ez ejont evel gopr-soudarded. Er bloaz 368 eo e weler, evit an dro genta, ar soudarded kelt gouestlaouet gant ar C’hresianed ; a-benn nemeur avat ez eus anezo dre-holl. Kêriou gresian Europa hag Azia, roueed an Azi-Vihana, Armenia, Siria, an Ejipt ha Numidia, Karthadiz, Ibered, Tartesed, Romaned, Etrusked ha Yuzevien, o devoe peb a strollad soudarded kelt. « Sellet a-bann e veze », eme eur skrivagner gresian eus ar c’henta kantved goude H. S., « ouz o ment uhel, o herder, o ampartiz e kement c’hoari-ouesk, o fiñvou ken iskiz ha ken sebezus. » — « Kement e oa », eme eun istorier roman eus an IIet kantved, « an aon rak o ano hag an eurvad a heulie o armou dalc’hmat ma n’en em sante nep roue, e dron war sav, e surentez d’e zerc’hel, nep roue diskaret e hini, e spi d’e adsevel, nemet e vije a-du ganto brec’h ar Gelted. »

Peurliesa ar c’hopr-soudarded-se a oa ganto o gwragez hag o bugale ; mirout a raent o armou hag o doare-brezeli hag e vezent renet ez voas gant pennou a-ouenn ganto. Meur a hini e-touez ar pennou-se a voe brudet o ano, evel Autaritos, penrener ar Gelted e gopr Karthada e 264-241 kent H. S., ha Bituitos, penn gwarded kelt ar roue Mithridat, en Azi Vihana, e 63 kent H. S.


Soudarded kelt dindan domani ar Romaned. - A-vec’h en devoe Kaesar, e 51 kent H. S., damesaet Galia, ma enrollas Kelted dindan e vanniel. Ober a reas anezo eul legio a-bez, e rôas d’ezi an ano keltiek a Alauda (alc’houeder). Enrolli a reas ouspenn, evel soudarded-skoazellerien, marc’heien ha troadeien dre gantadou a reas meur a vad d’ezan, ken evel soudarded ken evel roeñverien, e brezeliou a renas da zont da vestr an impalaerded. Lavarout e c’heller e c’hounezas Roma kerkouls gant skoazell ar Gelted ha gant hini e soudarded end-eeun, ma voe tamallet garo d’ezan gant ar Romaned beza kaset ar bagadou keltiat a-enep d’e vro ha d’e genvroiz. Koulskoude, er brezel bras-se a ziabarz etre Romaned, e oa ivez gant enebourien Kaesar, Labienus en o fenn, Kelted a vagadou. Sed a lenner war al levr De bello africano : « Labienus ha Kaesar a oa en o armeou meur a viliad marc’heien geltiat, anezo ar peb gwella eus tud o brôadou. En eun emgann etre marc’hegiez Labienus ha marc’hegiez Kaesar, e tec’has au Numided. Ar Gelted hag ar C’hermaned, avat, a zalc’has start d’o zachenn, a voe grounnet a bep tu ha lazet holl gwitibunan en eur stourmi gant kalon. Kaesar, laket gantan an trompilhou da seni an emvoda, a welas war ar c’hadlan, peurskarzet diouz peb enebour beo, korfou ramzel ar C’halianed hag ar C’hermaned-se a oa deuet da heul Labienus, darn anezo hoalet gant klod e ano, gounezet ar re-all gant rôadou ha promesaou. O c’horfou, dispar dre o ment hag o c’hened, a oa a-c’hourvez, gouliet-holl, du-man du-hont dre ar gompezenn a-bez. »

Dindan an impalaered [14] ha betek an IIIet kantved goude H. S., e talc’has Galia da rei d’an armeou roman troadeien her ha marc’heien gadarn. An danevellour Ammianus Marcellinus (IVet goude H. S.), o gwelas a-dost, a ro d’ezo meuleudi : « Soudarded vat ez int da bep oad ; yaouank pe goz, e stagont d’al labour gant an hevelep nerz ; kaletaet eo o c’horf gant eur studi dibaouez ha ne blegont rak riskl ebet » [15].

Peurliesa ar soudarded kelt eus Galia a veze lakaet da vesa o bro o-unan. An arme roman vras a zifenne ar Rênos, enni d’an nebeuta kant mil a dud, a oa e gwirionez eun arme geltiat ; betek an IIIet kantved goude H. S. e veze tennet eus Galia hogozik-holl soudarded an arme-se hag an darn-vuia eus ar pennou anezi a oa uhelidi eus ar vro [16].

Ne voe ket evel-se en enez-Vreiz. Eno, damdost an holl warnizonou a oa anezo diavêzidi : Galianed, Germaned, Illirianed, Spagnoled, Afrikaded, Aziaded, hag ar soudarded tennet eus ar vro a veze kaset da bell. Evel-se pevare ala ar Vrezoned a rae gwarnizon en Ejipt ; en Armeni edo 26et kohors ar Vrezoned. Eur strollad eus « ar Vrezoned yaouank didrec’hus » a oa kazarnet er Spagn hag eur strollad eus « an Hen-Vrezoned » en Illiria. E-touez gwarded-skoazellerien ar Palez edo « an Dalmerien vreizat vaouank ». Strolladou Brezoned all a rae gwarnizon e Galia, en Italia hag e rannou all eus ar bed roman.

Kalz a Vrezoned eus ar meuriadou chomet dishual en Hanternoz a zeue ivez d’en em engouestla en armeou roman, hoalet gant braster an impalaerded, he brud hag he finvidigez. Stank a-walc’h e veze ar soudarded eus meuriad an Atekotted da furmi meur a strollad skoazellerien : unan a rae gwarnizon en Illiria. Daou all an Atekotti honoriani seniores hag an Atekotti juniores gallicani a oa, er IVet kantved, e Galia, e lec’h e vezent karget da gerreiza ha ma save razo aon kenan, gant mentek e oant ha brudet da veza debrerien-tud [17].

E-doug ar IVet kantved, ar Romaned, taget a bep tu, a ziskouez beza distrizet ar reolenn ma raent diouti da ren ar Vrezoned ha beza fiziet e darn eus ar re-mañ difenn an enezenn. Senti a rae an armeou breizat-se ouz daou benn-brezel : an dux Britanniarum « dug an diou Britannia » (Britannia prima, Britannia secunda), a ren brezelidi ar C’hornog hag an Hanternoz, hag ar c’homes littoris saxonici « kont an Arvor saoz », a oa en e c’hourc’hemenn ar soudarded karget da zifenn aodou ar Reter hag ar C’hreisteiz ouz laeron-vor Germania. Pa guitaas ar Romaned an enezenn, an diou armead-se eo a reas diouz difenn anezi : dizarbenn a rejont ar C’hermaned er bloaz 410 ha mirout ouz ar Bikted da astenn re bell o zrevadennou. Ar renerien anezo a veze sellet, evit doare, evel warlerc’hidi wirion ar benn-vrezelourien roman [18]. Unan eus hered « kont an Arvor saoz », Aurelius Ambrosius [19], a faezas ar C’hermaned hag a c’hounezas, hep mar, karantez al lodenn romanaet eus poblañs an enezenn.

Er C’hornog hag en Hanternoz, ar pobladou breizat a biaoue ar vro, eus mor ar Sabrina (Havren, Severn) da aber ar Gluta (Clyde), a zalc’has d’ar pleg o doa kemeret dindan an dux Britanniarum d’ober e kevret hag a savas kenetrezo eun doare kevredigez distag diouz ar Vrezoned all [20]. Ar rener kenta anezi, Kunodagos (Vet kantved goude H. S.) [21], a zouge ar gouriz aour, a oa bet arouez-karg duged an Impalaerded roman, hag en doa da vanniel an draco « an dragon », da lavaret eo an arouezinti a zouged dirak pennou-brezel Roma da vare an impalaerded.


  1. Dianav eo bet da Hen-amzeriz holl gwitibunan (d’ar re anezo zoken a oa marc’heien-dreist evel ar Gelted) ar stleug a gresk stabilded ar marc’heg war gein e loen e-pad an emgannou. Gant se, n’oant ket war ar stourmaez evit tenna eus o c’hezeg an holl vad a veze tennet eus o re gant ar varc’heien stleuget a ziwezatoc’h. Dre ma oant distleug e vije bet dreist d’o galloud ar goafata a-bann, tal-ouz-tal, war gezeg o redek, diouz giz marc’heien houarnwisket ar Grennamzer, pe an argadadeg a-dolpad, « mogerhenvel », ouz an enebour, d’e skei d’an douar ha d’e flastra. Eus o dic’halloudegez er c’henveriou-se e teu an aested souezus a lake marc’heien an Hen-amzer da vont da droadeien evit ar c’hann den-ouz-den. Ijinet eo bet ar stleug, evit doare, gant Skuthed etro an IIIet kantved kent H. S., nemet divalo-kenan e voe ar c’hiz anezan d’en em leda. En XIIet kantved hepken goude H. S. e voe degemeret ar stleug gant holl varc’hegiez Europa. Lefebvre des Noëttes, Le cheval de selle à travers les âges, 1931, pp. 216-42 ; W. W. Arendt, Sur l’apparition de l’étrier chez les Scythes, war Eurasia Septentrionalis Antiqua, IX, 1934. p. 208.
  2. Aer « lazadeg », « emgann » e brezoneg koz, *agron pe *agra e keltieg. Aergi a oa archu en iwerzoneg.
  3. Korios a zo deuet da cuire en iwerzoneg. War an Douar-bras d’ar mare Kelt-ha-Roman, Koridvallum « moger an arme » e oa ano eur gêr vogeriet eus Hanternoz Galia.
  4. Gant Camille Jullian, en e levr Histoire de la Gaule, II, pajenn 205 hag er re da heul. An tamall-man ne vir ket ouz al levr-se da veza dreist e leiz a boentou all.
  5. Sellet ouz an hevelep levr, II ; pajenn 102.
  6. Menapia ma tegemerer da wir reizadenn Herri d’Arbois de Jubainville : Fir Menia « Tud Menia » eo an ano skrivet. Teurel pled o devoa ar Venaped (Menapii) annezet en Iwerzon Kauki da nes-amezeien, evel m’o doa ar Venaped manet war an Douar-bras. Nemet germanekaet e Chauci, Chauchi e oa bet ano Kauki an Douar-bras (k keltiek = h germanek), Herri Hubert, Les Celtes et l’expansion celtiqne jusqu’à l’époque de la Tène, 1932, p. 239, kartenn 8 ; pp. 272, 276, danevell.
  7. Ar Venaped a oa anezo eur boblad eus ar Belgion diazezet war ziou c’hlann ar Rênos izela. Da evesaat ez eus e lavar Kaesar a-benn diou wech en e Gommentarii de bello gallico e trec’h ar Velged d’ar C’halianed all er brezelerez : Horum omnium fortissimi sunt Belgae …h. a. (I, 1) ; solosgue esse qui patrum nostrorum memoria, omni Gallia vexata, Teutones Cimbrosque intra fines suos ingredi prohibuerint … h. a. (II, 4). An daou arroud-se a zo da lenn en o fez.
  8. Briva a veze graet eus ar pont e galianeg, ha stank a-walc’h e kaver ar ger-se en anoiou-lec’hiou, e Galia hag e kevrennou enez-Vreiz annezet gant ar Vrezoned : Briva-Sarta, Karobriva, Salerobriva, Isarobriva, Samarobriva, h. a. Degemeret eo bet ar ger briva gant ar C’hermaned, hag anezan eo e teu anoiou ar pont en holl yezou germanek a vreman : bru, bruck, bridge, bryggie, h. a. Da vrezoneg *breo e vije aet moarvat ma vije bet miret en hor yezou.
  9. Degemeret hon eus dre-holl en Notennou reizadenn D’Arbois de Jubainville, war Premiers Habitants : Rotanos, dre t. Teurel pled koulskoude ez eo Rodanos, dre d, ar furm a lenner e skridou an Hen-amzer, hag e tisklerie (e gaou) ar C’halianed ar furm-se dre zaou c’her eus o yez : ro « meur », danos « barner ». Aet eo Rodanos da okitaneg Roze ha da c’halleg Rhône.
  10. Hervez Karsten, 1931, e oa * Ambra ano an enezenn eus mor an Hanternoz ma teue diouti an Ambroned, kileien ar Gimbred.
  11. Deuet eo katus da vrezoneg kad, paot en anoiou-tud er Grennamzer (J. Loth, Chrest. bret.), ha baga da iwerzoneg bag « emgann » ha « pouc’hadeg, huadeg ». An iwerzoneg bagach « brezelek » hag ar c’hembraeg koz boawc a zo diwar eur furm hen-geltiek *bagakos (J. Loth, war Rev. celt. 1910 pe 1911, pe 1920-1921).
  12. C’hoarvezout a reas, siouaz, e pennfollas kezeg ar Gelted pa weljont al loened divent-se o tont d’ezo d’an daoulamm, savet o zrompilh er vann hag o vlejal. Darn a darlammas, oc’h eilpenni tud ha kirri ; ar re all, o trei kein, a gasas ar mesk e-touez an droadegiez. Talvezout a reas an trec’h-se da Antioc’hos al lezano a Sôter « Salver ». — En hevelep doare, e 121, e voe ar Romaned dleourien eus o gounid war ar roue Bituitos d’o olifanted-emgann a lakas spont ha dispac’h e-mesk kezeg ar Gelted.
  13. Penn an enebour trec’het ha lazet a zegase gwarez, berz hag eurvad da di an trec’hour, hounnez a zo bet eur gredenn etrevrôadel ledet stank eus aodou ar mor-Bras e Kornog Europa da c’hlannou ar meurvor Habask er Reter-Pella. Diwar-benn an danvez-se meret dre vras, Jenn A. C. Haddon, Head-hunters, Black, White and Brown (The Thinker’s Library, niverenn 26), London, 1932 ; meret dre ar munud, A. J. Reinac’h, Les têtes coupées et les trophées en Gaule, war Rev. celt. 1913 ; F. Heger, Schadelkultus der Dayak und anderer Stamme des malaiischen archipels, war Mitteilungen der anthropologischen Gesellschaft in Wien, Levrenn 47, 1917 ; R. Heine-Gelderu, Kopfjagd und Menschenopfer in Assam und Birma, und ihre Austrahlungen nach Vorderindien, id. (renta-kont war L’Anthropol. 1921, pp. 389-90) ; J. H. Hutton, Divided and Decorated Heads as Trophies (Assam), war Man, XII, 1922, pp. 113-4 (teir skeudenn) ; The Significance of Head-Hunting in Assam, war Journ. of the Royal Anthropologicaï Institute of Great Britain and Ireland, 1928, pp. 399-408 (renta-kont war L’Anthr. 1929, p. 198). H. a.
  14. Gwarded war varc’h an Impalaered, graet anezo equites singulares, a veze, hogozik-holl, savet e-touez Kelted ar Rênos hag an Danuvios. El lec’h m’edo ar c’hazarn anezo, e Roma, ez eus bet kavet enskrivaduriou-gouestla d’an doueezed Epona (gwarez ar c’hezeg) ha Sulevia, ha d’an doue Toutatis Medurinus.
  15. Diwar-benn orin tremoriat (?), hanternoziat (?) ar bagad soudarded-skoazellerien anvet Celtae, a voe brudet-bras en IIIet hag er IVet kantved ha laket a-gevret gant ar Franked, an Heruled (Eruli), ar Vataved (Batavi) hag ar Betulanted (Petulantes) e-touez gwella bagadou an arme « roman », lenn Kamilh Jullian, war Rev. des Et. 1914, p. 322-3 ; 1915, p. 270. Ano a zo anezo war an H. A. Cl. 6, 2. Da rannarmead ez eas ar bagad-Celtae-se (auxiliis Celticis atque Francicis, H. A., Gall. 7, 1). Ar pou (pagus) anvet Holtland er Grenn-amzer uhela a vir marteze o ano, h germanek o terc’hel lec’h eur k keltiek.
  16. Diwar an IIIet kantved, Roma a stag da zegemerout en hec’h armeou eun niver Germaned ha Sarmated, F. Lot. La fin du Monde antique et le début du Moyen-Age, 1927, pp.263-75.
  17. N’eo ket sur, tamm ebet, e vije bet eus an Atekotted Brezoned. Gouezelegerien eo bet o diskennidi betek an XVIIIet kantved (Gallouezeled ar « Galloway »).
  18. Er skridou brezonek, n’o devez nepred an ano a roue ; bepred e vez graet anezo uletic, diwezatoc’h gwledig.
  19. Deut eo Ambrosius da Emrys, e kembraeg. Dre skridou Gweltas, Nennius ha danevellou marzus ar Grenn-amzer hepken ec’h anavezer anezan.
  20. Ar pobladou-se eo a gemeras er VIet kantved an ano a Gombroges (unander Kombrox) « kenvroiz ». Ar Vreizidi, e kreisteiz mor an Havren, Kornovii « Kerneviz » ha Dumnonii « Domnoneiz », a chomas er-maez eus ar gevredigez-se. — Hervez eur skrivagner eus ar Grenn-amzer, Richard of Cirencester, e veze graet Allobroges (unander Allobrox) eus ar Velged enbrôet en enez-Vreiz. N’ouzer ket eus a be lec’h e teuas d’ezan an anaoudegez-se. Bez’ ez eus bet e-touez gouizieien hon Amzer (e-touez ar re anezo a zegemere da wir e oa het savet dournskrid Richard of Cirencester gant eur manac’h eus ar Grenn-amzer) tud hag a grede e oa gant Richard skridou eus an Hen-amzer n’int ket deuet betek ennomp. Bezet pe vezet war ar poent-se, ijinet n’eo ket bet ar ger Allobrox, liester Allobroges. Eur boblad keltiek war an Douar-bras a zo bet d’ezi an ano-se. An enep-ster rik eo da Gombrox, Kombroges, pa dalv « allvrôad, diavêziad, diavêzour, divrôad, estren ». — Dournskrid Richard of Cirencester a zo dudius da lenn, tra souezus evit eur skrid eus ar Grenn-amzer. Eun droïdigez saoznek anezan a zo bet moulet hag embannet en XIXet kantved gant Siorj Bell and Sons (London, York Street, Covent Garden) en unan eus levriou ar vrudet Bohn’s Antiquarian Library : Six Old English Chronicles, viz., Asser’s Life of Alfred and the Chronicle of Ethelwerd, Gildas, Nennius, Geoffrey of Monmouth, and Richard of Cirencester, edited, with Notes, by J. A. Giles, D. C. L. Diwar al levr saoznek-se eo bet graet an droïdigez vrezonek eus Historia Regum Britanniae Jafrez Menoe embannet war Walarn e 1936, niverennou 87, 94.
  21. Kunodagos a zo aet diwezatoc’h da Cunedag ha Cunedda. Eun ano keltiek eo. Nemet, e skridou kembraeg ar Grenn-amzer, e toug tad, tad-koz ha tad-kuñv Kunodagios anoiou roman : Aeternus, Paternus, ha Tacitus. Unan eus mibien Kunodagos, Korotikos e ano, a savas rouestl etrezañ ha sant Padrig ; roet en deus e ano d’eur rann-vro a Vro-Gembre (Keredigion).