Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 22
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944 (p. 54-58)
Armou-stlepel. — E-touez an armou-stlepel eo envel ar maen a veze skôet gant an dourn pe gant an dalm, ar wareg hag ar bir (pe saez), ar speg. Armou koueriaded ha chaseourien e oa ar wareg hag ar bir, kentoc’h eget armou brezelidi. Ar brezelour keltiat ne rae ket ganto peurliesa hag a leze an implij anezo da dud ar werin.
Meur a zoare spegou a oa, d’ezo peb a ano ; veruton, tragula, sparon, hag all. Spegou-zo a oa an houarn anezo hiroc’h eget eur c’hleze ; gant darn e oa eeun dremm an houarn, gant darn all e oa gwagennet evel eur flamm pe gouzreinet evel eun higenn, en hevelep doare ma veze trouc’het ha drailhet ar c’hig ha ma veze frankaet ar gouli pa veze tennet ar speg en-dro. Ar geriou petrinos [1], sunêma, sioloutegon, pe toloutegon a anve e keltieg koz kel lies all a zoareou disheñvel da stlepel ar speg diwar varc’h. Spegou-zo a veze stlapet gant an dourn, re all a veze bannet war bouez al lerenn anvet e latin amentum. Ouspenn daou-gementi hed taol ar speg a rae an amentum (65 metrad e lec’h 25 metrad).
Ar gaison a oa anezañ eur goaf evit gwir, nemet e oa eur goaf-bann. Gallout a reomp a-walc’h sellout outañ evel arm brôadel ar brezelour keltiat. Ledan e oa an houarn anezañ, war a greder, ha stummet e furm eun delienn. Pep brezeliad a yae gantañ daou c’hoaf seurt-se. Gaisata a veze graet eus ar soudard armet evel-se. Deuet eo gaison da gaz, gae en iwerzoneg, ha gaisatios « armet gant ar gaison » d’ar ger iwerzoneg gaide « armet gant eur goaf ». Ar gaison, benveg hag ano, a zo bet amprestet gant ar Romaned (gaesum) ha gant ar C’hermaned (gaisos).
Ar benveg-brezel anvet kateia a oa eur vouc’hal-vann bounner, outi eun troad berr graet gant koad gwevn. Pa veze strinket gant eun dourn akuit, e c’halle, dre drei-distrei, donet en-dro davet ar stlaper. Eur c’hoari-brezel e oa se. Hir-meurbet n’oa ket hed-bann ar gateia, nemet gant ar pouez a oa enni e veze torret kement tra skôet ganti. Bet e oa anezi, en Italia, pleustreta arm ar pobladou villanoviat (ombriat) o veva en tu diouz an hanternoz da venez Apennin : o arm brôadel e oa (skeudennou war Rev. archéol. 1907, pp. 12-4). Implijet e veze dreist-holl gant Kelted ar Reter. D’hec’h embreger ervat hir studi a oa red ha boaza outi ez vugel. Taolennet eo bet gant eur barz latin bugale eur meuriad keltiat pe keltiaet eus an Danuvios o poelladi diwar gwalenn ar c’hirri, da deurel ar gateia [2].
An arm a raed, anezañ matara pe mataris a oa eur gontell-stlepel, moarvat.
Goafiou. — Ar Gelted a oa ganto goafiou, d’ezo hern a bep furm, darn gwagennet o dremm, re all dantet ; lod all a-stumm gant deliou haleg pe deliou lireu. An doare goaf a anved lankia a oa d’ezañ eun houarn a 0,44 hed ha 0,15 led. Ar fust prenn a oa 2,15 hed tost da vad. Alies e vez meneg eus lankia ar Gelted er skridou gresian ha latin. En Itali, er bloaz 217 kent H. S., en emgann Trazimena, eur marcheg keltiat, Dukarios e ano, a lazas gant eun taol eus e lankia ar c’honsul roman Gaius Flaminius. E Galia, er bloaz 51 kent H. S., ar roue Kommios a wall-c’hloazas gant eun taol lankia ar mestr-marc’hegiez roman Volusenus Quadratus.
Kleze. — Ar c’hleze a oa arm muia-karet an noblañs keltiat. Kladibos e oa e ano e keltieg koz hag e kreder o deus ar Romaned degemeret ar ger keltiek-se en o yez, er pevare pe en trede kantved kenf H. S., ha distummet anezañ e gladius. Ar Gelted o deus bet klezeier arem ha klezeier houarn a veur a stumm, diouz ar rann-amzer. Peurliesa ez eo ar c’hleze keltiat houarn-holl, hir ha pounner, diou-zremmet, ha tougn e veg. An dournell anezañ, askorn pe olifant, a gaeraed gant kourel pe gant tachou penn-amailhet. Ler, prenn pe vetal e oa ar gouhin warnañ ; skourret e veze ouz ar gouriz gant eur chadennig arem, houarn pe kouevr. Ar gouriz e-unan a veze kaeraet gant laonennou metal kizellet. Gant ar Geltibered e oa klezeier berr, beget-lemm, graet gant dir eus ar gwella, ma c’halled skei ganto kerkouls gant ar beg ha gant al lemm. Adalek ar brezeliou ouz Hannibal, e tilezas ar Romaned o c’hlezeier-i da gemeret re ar Spagnoled.
En tu-hont d’ar c’hleze, ec’h anaveze ar Gelted ar gougleze a raed gantañ er c’hannou korf-ouz-korf.
Ar skoued (skêtos). — Skouedou bras ha skouedou bihan o doa ar Gelted. Ar skoued bihan a oa kelc’hiek peurvuia hag arem holl a-wechou. Ar skoued bras, hir-gelc’hiek pe c’houec’h-kornek ar furm anezañ, a oa prenn pe aozilh goloet a ler. Bras a-walc’h e oa da ziwall korf ar c’hadour eus e dreid d’e elgez. Ar greizenn anezañ a oa ouz hec’h ober eur bos ledan arem pe houarn [3]. A-wechou eur vevenn houarn a rae tro ar skoued ; kaeraet e veze ouspenn gant liviou flour pe skeudennou loened en arem.
Tok-houarn (pe tokarn) ha hobregon. — An togou-houarn hag an hobregonou houarn pe arem a veze implijet dreist-holl gant Kelted ar reter, da heul marteze o amezegiez ouz goved vrudet ar Skoloted. Betek en o zouez ne vezent ket gwall stank. E-touez ar Gelted all n’oa nemet ar renerien a gement a rae ganto ha c’hoaz dibaot a-walc’h, war a seblant. An tokarnou keltiat, en arem peurliesa, a wisk meur a stumm : hiniennou a zo begek, kribennek eo re all, darn a sav warno eur re gerniel pe eur rodig (ar rod-heol). Gouez d’ar Roman gouiziek Varro, e vije bet ijinet gant ar Gelted ar rochedou houarn, eur seurt gwiskamant-brezel graet penn-da-benn gant mailhou-houarn.
Karr-emgann. — Ar c’harr-emgann keltiat a oa diou rod dindanañ, stag outañ daou a gezeg dindan ar yeo, hag ennañ daou zen, ar brezeliad hag ar paotr-karr. Ouz darn eus ar c’hirri-emgann e veze laonennou metal lemm pe filc’hier [4]. Ar c’harr-emgann a veze graet anezañ essedon pe kovinus, hag essedarios eus ar brezelour a stourme ennañ. Tremenet eo an holl c’heriou-se e latin.
Kelted an Douar-bras a zilezas abred ar c’harr-emgann diwar ar penn-abegou end-eeun o doa lakaet ar C’hresianed hag an Italianed da zivoaza dioutañ kerkent ha derou an istorvez (Xet kantved kent H. S.) : aes e oa da droc’holia, ac’hubus (landrammus), ha n’helle ket tremen dre bep lec’h. Breiziz hag Iwerzoniz a zalc’has pelloc’h d’ar c’hiz koz-se da vrezeli : c’hoaz er c’henta kantved goude H. S. e veze ganto kirri-emgann en o armeou.
- ↑ Berraet e c’hell beza petrinos diwar *petru-trinos, ger-evit-ger « peder c’had, kad ouz ar pevar zu », da lavarout eo « peurgad, stourm klok, emgann bloc’h ». Ha kement-se a glotfe gant an daolenn a ra Arrianos eus an doare-se da spegata diwar varc’h. Trino a zo aet da gembraeg trin « kann, emgann ». Evit talvoudegez petru aman, kenveria *petru-viroi, *petru-viri, kembraeg petry-wyr (e Levr Taliesin) « Kadourien disi, a oar tali (enebi) ouz ar pevar zu (araok, adrenv, a-gleiz hag a-zehou) », *petru-lama (*petrulamos, ano oberer), kembraeg pedrylaw « ampart, dourn dis, helao (sulamos) », ha lenn J. Loth, Le gaulois petru, son évolution au point de vue du sens, war Rev. des Et. anc. 1916, pp. 280-5.
- ↑ Diwar-benn ar vouc’hal-vann anvet kateia, teutona, lenn A. Bertrand ha Salaun Reinac’h, Les Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, 1894, pp. 191-3. A-zivout al lerenn-vanna anvet amentum gant ar Romaned, an hevelep levr, pp. 188-91.
- ↑ Souc’h, begel, begelenn, bron, bronenn a veze graet e brezoneg eus ar bos-se. Bronnou a lavared ivez eus ar bosou stank a oa gant ar skouedou kelc’hiek en arem. Liesvronek a veze graet anezo.
- ↑ Diwar-benn ar c’hirri-emgann, filc’hier outo, boaziet gant ar C’halated hag ar Vrezoned, testeni meur a skrivagner eus an Hen-Amzer a zo harpet c’hoaz gant skridou Iwerzon : « Karr-emgann ar brezelour Setantios a oa armet gant broudou ha laonennou houarn. » — Eun dra vras da evesaat outi eo e oa dianav da Hen-amzeriz ar gwakol pe morgo-skoaz hag ar sugiou-tenna. En o lec’h e raent gant al lerenn-c’houzoug stag ouz ar yeo. Gant e c’houzoug eo e sache ar marc’h ar c’harr war-raok. Gant-se, n’oa ket evit dibrada kirri pounner pe sammet pounner. Eus boaz ar yeo hag al lerenn-c’houzoug e teu ma oa ret da Hen-amzeriz sterna bepred ouz o c’hirri daou varc’h a-skoaz, an eil e-kichen egile. En Xet kantved goude H. S. eo e voe ijinet ar gwakol pe morgo-skoaz, hag ar sugiou-tenna. Diwar-neuze, e voe gallet kreski ment ar c’hirri ha pouez o c’harg. Ha lakaat kezeg ouz an alar hag ouz an oged (araok e veze graet gant ejened hepken). Diwar neuze ivez e voe gallet ambilha kezeg, pa oa da zibrada kargou pounner-pounner, hag evit ar pemdeiz ober gant kirri outo eur marc’h hepken. En XIIet kantved, da geveza gant ar morgo-skoaz, e voe ijinet al derenn-vrusk pe sivelenn-denn. Komandant Lefebvre des Noëttes, La force animale à travers les âges, 1924 ; L’attelage et le cheval de selle à travers les âges, 1 levrennad-danevell, 1 levrennad-skeudenou, 1931.